2 atersadenn sawet get Lou Millour doh Radio Kerne 'pad gouél er filmow ba Douarnenez: Lindsey Merisson, saweres-filmow hanter saoses, hanter birmanes, en deus sawet éwez staliow-labour ba bro-Birmania da zesko d'en dud sewel filmow èl kement a fessoniow da lâret e vennoziow, pezh ne blija ket ataw d'er galloud... Hag éwez: Bobby Rodwell, saweres-filmow doh Afrika er 'heistez, en deus stourmet ur bouchad eit frankis en dud, du pé gwenn anehe, pa ne dalla ket fin en Apartheid frankis ha justis d'en oll... Atersadenn geutan troet a-ziàr er saosneg get Stefan Moal, en eil a-drugarez da Ninog Latimier.
Sonerezh ar vro : "Panvolette", sonennoù ha rimadelloù e gallaoueg, get Anne-Marie Pelatte Keginerezh : "karrezioù ruz ha gwenn", get Marie-Cecile Belz Ar bed e treiñ : paeronnañ hadaj get Kokopelli, get Laetitia Fitamant Kanit ar perzh a garit : "tuchant e arrivo an hanv", get Riwall Kapiten