2 vunutenn evit kompren

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

2vn evit kompren ar riv

2vn evit kompren ar riv

13/04/2023

2vn evit kompren perak ez eus tud rividikoc'h evit reoù all
Evit kompren perak ez eus tud o deus riv muioc'h evit reoù all, eo ret studiañ kontroll termel hor c'horfoù...


2vn evit kompren ar pikoù du

2vn evit kompren ar pikoù du

13/04/2023

2vn evit kompren an tapadoù, an tachoù kafe, al lentigoù, an tachoù-pik, ar pikoù du, ar pikoù rouz, grain de beauté 'vez graet eus se e galleg. 'Neus reolenn ebet evit an tachoù-pik, e pep lec'h e vezont kavet ouzh hor c'hroc'henn, e penn ar fri, er skouarn, bras pe bihan, du pe rouz, blevek pe pas. Met petra eo ar pikoù du ?
Skeudenn gant Aquoipensentlestcheques, aotre-implijout [CC BY-SA 4.0] (https://creativecommons.org/licenses/by-sa/4.0/deed.en)


2vn evit kompren ar bizied ridennet en dour

2vn evit kompren ar bizied ridennet en dour

13/04/2023

Pa chomomp en dour pell a-walc'h e teu penn hon bizied da vezañ goeñvet, ridennet eo ar c'hroc'henn, met perak 'ta ?
E-pad pell e soñje d'ar skiantourien·ezed e oa 'blam ma 'teue an dour e-barzh an epiderm ha 'blam da-se 'vije astennet ar c'hroc'henn a vefe o ridenniñ neuze. Met ar bevonourien·ezed o deus kavet e oa ar c'hontrol mik a c'hoarveze...


2vn evit kompren daoulagad ruz ar fotoioù

2vn evit kompren daoulagad ruz ar fotoioù

13/04/2023

C'hoarvezhet eo ganeoc'h sur mat dija : soñjal a rae deoc'h 'poa tapet ur poltred eus ar c'hentañ met o sellet eus ar foto evit ar wech kentañ, mallozh ! Daoulagad ho mignoned a zo ruz !
Perak e teu da vezañ ruz hon daoulagad a-wechoù war ar fotoioù ? Evit kompren an dra-se eo dav studiañ un tamm anatomiezh al lagad.


2vn evit kompren perak eo bihanoc'h an dilhad goude bezañ bet gwalc'het

2vn evit kompren perak eo bihanoc'h an dilhad goude bezañ bet gwalc'het

13/04/2023

Marteze eo c'hoarvezhet ganeoc'h dija ? O tigeriñ ar mekanik gwalc'hiñ e verzhec'h eo kalz bihanoc'h ho stamenn evit a-raok. Mallozh ! Kollet 'peus ur wech ouzhpenn unan eus ho tamm dilhad muiañ karet ! Met perak e teu da vezañ bihanoc'h serten tammoù dilhad goude bezañ bet gwalc'het ???


2vn evit kompren kaout yer er gêr

2vn evit kompren kaout yer er gêr

13/04/2023

Deus ar c'hiz eo kaout yer er gêr, zoken er c'hêrioù bras, gant ar pal bannañ nebeutoc'h a lastez.
Abaoe 2 vloaz bremañ e vez gwerzhet muioc'h mui a yer d'an hiniennoù met daoust hag e c'hell an holl degemer yer er gêr ?


2vn evit kompren ma z'eo ekolo an otoioù tredan

2vn evit kompren ma z'eo ekolo an otoioù tredan

13/04/2023

Daoust hag eo an otoioù tredan ekologeloc'h evit ar c'hirri-tan a ra gant eoul-tan. An Ademe, ajeñs an treuzkemm ekologel, n'eus roet ur respont d'ar goulenn-mañ :
Ya, ekologeloc'h eo an otoioù tredan MET an dra-se zo gwir evit an otoioù a n'int ket re bounner hepken !


2vn evit kompren ar rodoù-avel

2vn evit kompren ar rodoù-avel

13/04/2023

2vn evit kompren ar rodoù-avel, unan eus an doareoù da broduiñ energiezh propr. Ar rod-avel a grou energiezh diwar an avel. Met penaos e ya en-dro ?


2vn evit kompren perak piv 'vez flemmet gant ar moustik

2vn evit kompren perak piv 'vez flemmet gant ar moustik

13/04/2023

Daoust hag emaoc'h eus ar re a zo flemmet ingal gant ar moustik e-pad an hañv pe e-touez ar re chañsus a zo gwerc'h o c'hroc'henn peurvuiañ ?

Tud zo a zo flemmet muioc'h gant ar moustik evit reoù all met perak 'ta ? Ar respont amañ !


2 vunutenn evit kompren perak e stlakomp hon daouarn

2 vunutenn evit kompren perak e stlakomp hon daouarn

13/04/2023

Stlakal an daouarn pa vezer kontant pe evit gourc'hemenniñ un den a zo ur c'hiz kozh-Noe !


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine