C'hwezh an deiz

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

C'hwezh an Deiz 30/10/2024

C'hwezh an Deiz 30/10/2024

30/10/2024

Da glevet hiziv an abadenn :
- Emilie Vigouroux, penngasourez e skolaj Diwan Kemper a ginnig atalieroù boks gall d'ar re yaouank
- Louis-Jacques Suignard a lako ar gaoz war oberennoù e vreur Ronan a zo kizeller
- Ar gronikenn "Istor Kemper, istor Breizh"
- Ar gronikenn "Barzhaz, keleier an embann"


Keleier : Gwenvael Delanoe
Abadenn : Morgane Bramoullé


C'hwezh an deiz 29/10/2024

C'hwezh an deiz 29/10/2024

30/10/2024

Da glevet hiziv en abadenn :
- Colin Rousseau diwar benn ar micher banner filmoù
- Uisant Crequer eus ar c'hooperativ Distro he deus gwalc'het 300 000 boutail e Breizh
- Ar gronikenn "ouzhpenn ar vretoned 'zo"
- Ar gronikenn "Un den er bed"
- Natacha Gwenole eus ar stal kehentiñ Nat.B.Good a zo ganeomp a-hed ar sizhun


Keleier : Erwan Blanchard
Abadenn : Morgane Bramoullé


C'hwezh an deiz 28/10/2024

C'hwezh an deiz 28/10/2024

30/10/2024

Da glevet hiziv en abadenn :
- Nicole Le Garrec diwar-benn he filmig war an adlodennañ
- Uisant Crequer eus ar c'hooperativ Distro he deus gwalc'het 300 000 boutail e Breizh
- Ar gronikenn "2 vunutenn evit kompren"
- Ar gronikenn " war hentoù an antroposen"
- Natacha Gwenole eus ar stal Nat.B.Good a zo ganeomp a-hed ar sizhun


Keleier : Metig Jakez-Vargas
Abadenn : Morgane Bramoullé


C'hwezh an Deiz 25/10/2024

C'hwezh an Deiz 25/10/2024

25/10/2024

-Tañva RODEIER Yves Le Gac
E miz-Kerzu 2021 e oa graet e soñj gant ar prezidant Emmanuel Macron d’ober koñje d’an istorourien da zigeriñ dielloù brezel an Aljeri. N’eus ket amzer da goll, peogwir ne chom ket kalz a dud ken hag o deus anavezet ar brezel-se. Diaes a-walc’h eo da lod memes kontañ deus ar pezh o doa gwelet du-hont, kement-all a vizer evel m’o doa bet e-pad o amzer-servij.
-Musca' noz
Kelc'h Keltiek Klisson a ginnig deoc'h evit an navet gwech ar Musca'noz.
Hélias Burel - Bordais, ezel eus ar gevredigezh a zispleg hiroc'h deomp.
War roudoù an Dinozored: Beaj Arlo (Marianne Vaidie)
-Louis Spinec, a-orin deus Enez Sun, zo bet kabiten a vor. Klevet e vez alies, diwar-benn SNSM Dz, evel prezidant, pe diwar-benn Distro en Baie. Er bloavezhioù 2000-2003, araok bezañ war e leve, e kase ekipajoù pesketaerien e Mor an Inizi Kerguelen.
-Daou vloaz zo e oa krog ar c’hentelioù brezhoneg e skol-veur Naoned en-dro goude un harz a gazi 20 vloaz! Visant Roue a gas ar c’hentelioù eno met nevezentioù zo avat ha lâret a ray hiroc’h deomp. (ouzh mikro Liza Jakez-Vargas)
-Per Miñs-Pegailh, mediaoueger en Erge-Vras, a-benn kinnig ur c’hoñsert a vo roet dimeurzh eno, en-dro d’an danevell ‘An den a blante gwez’
-Sonerezh: Brieg Guervenno 'Ar spilhenn'/ Socalled 'These are the good old days' / Eric Menneteau & Erik MArchand 'Son ar vot' / Kreiz Breizh Akademi #7 ''Ar berlenn'' / Fontaines DC ''Bug'' / The Rolling Stones ''Get off of my cloud'' / NDiaz & Fleuves ''Sous la Canopée''


C'hwezh an Deiz 24/10/2024

C'hwezh an Deiz 24/10/2024

24/10/2024

Alwen Lancien, kargadez dioren en OPAB, talabarderez e bagad Brieg ha Clémence Ligen, talabarderez e bagad Brieg hag e karg eus ar c'hehentiñ er bagad diwar-benn perzh ar bagadoù e brudañ ha lakaat da vevañ ar brezhoneg.
Gianni Castellano eus ar strillerezh Wahrengheim, e Lannuon, diwar-benn ar prizioù gounezet e Live Whisky Pariz (ur reportaj gant Radio Kreiz Breizh)
Heuliadenn ar sizhun : Louis Spinec, kabiten a vor en inizi Kergelen

Kronikoù
Ali lenn ar sizhun : Une année ensemble, gant Claire Lebourg
Desaver buzhug : ar c'haol 2/6

Keleier : Metig Jakez Vargas
Abadenn kinniget gant Morgane Bramoullé
Skeudenn : Morgane Bramoullé


C'hwezh an deiz 23/10/2024

C'hwezh an deiz 23/10/2024

23/10/2024

Mathilde Fréour en karg eus mediaoueg ar Pont diwar-benn un diskouezadeg nevez gouestlet da labour Kervarker.
Gwenaig Viol diwar-benn ar stummadur louzaouer·ez e Ploneour-Menez.
Heuliadenn ar sizhun : Louis Spinec, kabiten a vor en inizi Kergelen.
Kronikoù :
Istor Kemper : Tour Penn al Lenn
Barzhaz : Va zammig seizenn ruz
Keleier : Gwenvael Delanoe (Radio Kreiz Breizh)
Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie.


C'hwezh an Deiz 22/10/2024

C'hwezh an Deiz 22/10/2024

22/10/2024

Liseadezed ha liseidi Brizeux e Kemper diwar-benn an amzerioù hag an dasparzherioù produioù digoust evit an amzerioù

Youenn Boulic, kenurzhier ar c'hengevredad lazioù-kanañ e brezhoneg Kanomp Breizh, diwar-benn deizhiater ar bloaz
Heuliadenn ar sizhun : Louis Spinec, kabiten a vor en inizi Kergelen

Kronikoù
Ouzhpenn ar Vretoned zo : ar sklaved e Moritania
Un den er bed : Sheila Watt Cloutier


Keleier : Aodren Trehin
Abadenn kinniget gant Morgane Bramoullé


C'hwezh an deiz 21/10/2024

C'hwezh an deiz 21/10/2024

21/10/2024

Erwan Stricot, animatour Natura 2000 er C'hab diwar-benn ar spesadoù en arvar.
Koulma Mingant eus a gevredigezh Emglev ar C'hab hag Annaelle ar Pann eus Emglev bro Douarnenez diwar-benn ar festival Dispar Amzer er C'hab.
Michel Gouilh diwar-benn un diskouezadeg nevez e Ti ar Vartoloded e Sant Voran :
Galloud ar c'henwerzh war vor gant ar Vreizhiz e-kerzh ar Grennamzer.
Heuliadenn ar sizhun : Louis Spinec diwar-benn ar pesketañ war inizi Kergelen.
Kronikoù :
2 Vunutenn evit Kompren : Krouiñ hunvreoù
Yec'hed : Ar vaksin (4)
Keleier : Anton Burel (Roazhon)
Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie.


C'hwezh an Deiz, gwener 18 a viz Here 2024

C'hwezh an Deiz, gwener 18 a viz Here 2024

18/10/2024

-Diwan : Stephanie Stoll kuzulierez rannvro en tu kleiz, ha bet prezidantez rouedad skolioù Diwan, a lâr deomp m'eo torret al lusk da zigeriñ skolioù nevez abaoe un nebeut bloavezhioù. Marteze, ma teufe da vezañ ur servij publik rannvroel e c’hellfe bevañ un diorren brav en dro. (Anton Burel)
-War roudoù an dinozored (Marianne Vaidie) : An Dilofozor
-E 2018 e oa krog Yann Ber Kemener da skrivañ ar Saga Arvorika evit heuliañ planedenn Yann, ur pilhaouer eus Menez Are deuet da Zouarnenez gant e vab e penn kentañ an 20vet kantvet. 6 levrenn zo bet embannet dija. Gante e splujer 'barzh istor hanterenn gentañ ar c'hantvet tremenet, an trubuilhoù politikel, stourmoù ar micherourezed, buhez start ar besketourien... Ar 7vet levr a gaso ac'hanomp betek Euskadi e-touez lec'hioù all. Kinniget e vo da geñver Gouel al levrioù e Karaez.
-Mont a reomp da gKernevel, e-kichen Rosporden gant Benjamin Bouard, en abadenn Rodeier. Ha graet 'vo gant Alain hag Anne-Marie Boëdec.
-Red an Istor (Tifenn Moreau): Dieubet Europa gant an Amerikaned
-Kroashent-tro ar c'hemmoù ekologel a vo e Ploneour en dibenn-sizhun. Gaidig Rouz a zispak ar program deomp.
-Anton Burel, war-eeun deus studio Roazhon evit ar c'heleier
-Sonerezh: Lorde "Royals" / Emezi "Ar fan foll" / Lloyd Cole and The Commotions "Are you ready to be heartbroken?" / Fleetwood Mac "The Chain" / Sophie Hunger "Le vent nous portera" / De Kift ''Muur muur"


C'hwezh an deiz 17/10/2024

C'hwezh an deiz 17/10/2024

17/10/2024

Gwenn Meynier eus ar gevredigezh [An Drouizig] (https://drouizig.org/) diwar-benn ar c'hoari video Knight Bar Fight troet e brezhoneg hag embannet gant [Ty Games.] (https://ty.games/)
Nolùen le Buhè ha Marthe Vassallo diwar-benn an arvest A Vor da Vor kinniget e Douarnenez evit ar festival Dispar Amzer.
Heuliadenn ar sizhun : Ar Saga Arvorika gant Yann Ber Kemener
Kronikoù :
Ali lenn : Dans l'écho lointain de nos voix gant Brandon Hobson.
Desaver Buzhug : Ar c'haol (1)
Keleier : Metig Jakez Vargas
Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine