Rodeier

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Lors er C'hanada

Lors er C'hanada

13/04/2023

Lors Dreo zo ganet e Sant-Toz. Goude bezañ bet o labourat e Karaez 'oa graet e soñj gantañ da vont d'ar C'hanada da gavout labour eno, er bloavezhioù 1950. Bet eo bet o labourat un tamm partout. O tastum legumaj pe leurnez eo bet e-kichenn Montréal, bet eo bet o labourat en ur restaorant pe c'hoazh e-barzh un uzin kirri-nij. Hag ambochet eo bet memes evit mont d'an Norzh da labourat, e douar Baffin, en tu all d'ar c'helc'h artik. Kontet a ra tout an dra-se deomp hiziv.


Gilles Goyat - An douar hag an dud

Gilles Goyat - An douar hag an dud

13/04/2023

Bet eo bet Benjamin Bouard e Plozeved oc'h en em gavout asambles gant Gilles Goyat, evit dezhañ safaret deomp deus e levr nevez : Plozévet : la terre et les hommes - An douar hag an dud, embannet gant Skol Vreizh. Gilles Goyat en deus studiet ar c'hadastr kozh, bet savet e Plozeved e 1828. Renablet en deus an anvioù a vez kavet war e c'horre (anvioù ar c'hêrioù, anvioù ar meneier ... ha dreist-holl anvioù ar parkeier), evit klask kompren petra o deus da welet gant istor ar vro ha buhez an dud gwechall-gozh.


If en Aljeri

If en Aljeri

13/04/2023

E miz-Kerzu 2021 'oa graet e soñj gant ar prezidant Emmanuel Macron d'ober koñje d'an istorianed da zigeriñ dielloù 'zo deus brezel an Aljeri. N'eus ket amzer da goll, peogwir ne chom ket kalz a dud ken hag o deus anveet ar brezel-se. Diaes a-walc'h eo da lod kontañ deus ar pezh o doa gwelet du-hont, kement-all a vizer evel m'o doa bet e-pad o amzer-servij. Yves Le Gac, maer kozh Ploneve, a pa bet oc'h ober e goñje en Aljeri etre 1956 ha 1958. Kontet en deus da Benjamin Bouard penaos oa an traoù eno.


Labour ar merc'hed gwechall

Labour ar merc'hed gwechall

13/04/2023

Aujourd'hui nous sommes en Querrien, en compagnie de Simone Fer, pour parler du travail des femmes à la campagne autrefois. Le travail était dur autrefois, pour les femmes c'était sans doute encore plus difficile : elles devaient aller traire, s'occuper des enfants, laver le linge et préparer les repas, avant de partir au champ aider les hommes. Simone nous parlera également de sa famille et de Kervariet, où elle habite depuis toujours.


N'emaomp ket e Rosporden !

N'emaomp ket e Rosporden !

13/04/2023

Bet omp bet e Kernevel oc'h en em gavout asambles gant Anne-Marie hag Alain Boëdec. Ganet int o-daou e Kernevel, met n'int ket ganet e Rosporden ! A-benn neuze ne oa ket bet staget c'hoazh parrez Kernevel deus komun Rosporden : e 1974 'oa bet graet, goude ma oa votet al lezenn Marcellin e 1971. Met mont a rae tud Kernevel da Rosporden da gavout labour memestra, na posubl oa c'hoazh ur bern plasoù e Kernevel gwechall. Anne-Marie hag Alain a gonto o soñjoù deomp neuze, amzer o yaouankiz hag ar cheñchamañchoù bras zo bet e Kernevel abaoe ar brezel.


'Oa ket ar mare da vont da Vrest ...

'Oa ket ar mare da vont da Vrest ...

13/04/2023

Jos Taro, paotr Loktudi, omp bet o welet en-dro adarre, hag an taol-mañ 'neus bet c'hoant da gontañ deomp deus ar brezel diwezhañ. A-benn neuze 'oa-eñ re yaouank evit bezañ mobilizet, ne oa ken unnek bloaz pa oa diklaret ar brezel. E vreudeur n'o doa ket bet kement-all a chañs : kaset 'oant bet d'en em gannañ e 1940, ha prizoniet 'oant bet e-pad pemp bloaz en Alemagn goude-se. D'ar mare-se 'oa tud Jos o talc'hen douar e Forest-Fouen, hag bec'h 'oa bet er vro gant an Almañted hag ar Rezistañs. Kontañ a raio deomp deus ar bombardamañchoù e Brest ivez, ha deus ar Vrestiz a teue da glask repu e Fouen. Kontañ a raio deomp deus istor e vreur, Yvon, a oa bet oc'h en em gannañ e Dunkerque, a-raok bezañ kaset d'an Alemagn da labourat.


Troc'hañ lann diwar-c'horre Karreg an Tan

Troc'hañ lann diwar-c'horre Karreg an Tan

13/04/2023

Hiziv emaomp asambles gant Henri Dreau e Gwezeg. Ganet eo er barrez, kostez ar menez, e-lec'h ma oa e dud o talc'hen douar e-kichenn Karreg an Tan. Ur bern traoù 'neus da gontañ deomp : penaos veze troc'het lann gwechall diwar-c'horre ar menez ha da betra servije goude-se ; penaos veze dispartiet en ur mod ar re baour hag ar re binvidik e Gwezeg ; 'blam da betra eo bet anvet "Karreg an Tan" e-giz-se. Kaozeet 'vo un tammig deus e vuhez ha deu e vicher gentañ, a-benn oa-eñ o labourat e Kramp al Labour-Douar er Morbihan.


E parrez Langoned

E parrez Langoned

13/04/2023

Hiziv emaomp e Langoned, asambles gant Denis Bozeg. Langoned zo e departamant ar Morbihan, met n'emañ ket e Bro-Gwened ! E Bro-Gerne emañ atô, eus an tu-mañ d'ar stêr Ele hag a ra an disparti etre Langoned ha Ploure, hag etre Bro-Gerne ha Bro-Gwened. Asambles gant Denis neuze 'vo graet tro parrez Langoned da gentañ, ha goude-se 'vo graet div droiad all, unan e Breizh-Uhel, evit deskiñ ar mod da gaozeal gallaoueg, hag eben en Almagn, e-lec'h oa bet kaset Denis d'ober e goñje.


Deskiñ brezhoneg er bloavezhioù 1960

Deskiñ brezhoneg er bloavezhioù 1960

13/04/2023

Anne-Marie Gloaguen 'deus klevet brezhoneg en-dro dezhi abaoe atô. He zud a ouie brezhoneg mat-tre, met evel ur bern Bretoned all o deus kavet gwelloc'h deskiñ galleg dezhi da gentañ. Met Anne-Marie a faote dezhi deskiñ brezhoneg memestra ! Benjamin Bouard a zo bet e Langoned oc'h en em gavout asambles ganti, evit dezhi kontañ dezhañ penaos oa-hi krog da zeskiñ brezhoneg er bloavezhioù 1960. Kaozeet 'vo dreist-holl deus an dud o deus sikouret anezhi da zeskiñ ar muiañ, tud evel Loeiz Ropars, Marc'harid Gourlouaen pe c'hoazh Yeun ar Gow. An dra-se 'vo un digarez d'ober un droiad e bed ar brezhoneg er bloavezhioù 60 ha 70.


Oran, 1957

Oran, 1957

13/04/2023

Thérèse Buff zo ganet e Terrug, met a-benn oa-hi dimezet d'he gwaz 'oa aet asambles gantañ d'an Aljeri da chom, e Oran, er bloavezh 1957. A-benn neuze 'oa komañset ar brezel dija, met Thérèse n'eo ket bet maleürus eno. E Oran ne veze klevet kaoz deus ar brezel nemet gant ar post-radio d'ar mare-se ha n'eo ket chomet pell a-walc'h evit gwelet an traoù o vont da fall. Met ne oa ket bet pell oc'h en em rentiñ kont memestra pegen stert 'oa an traoù evit an Aljerianed, ha penaos 'oa an dud o veviñ pep hini deus e du : ar "Vuzulmaned" deus an tu, hag ar Frañsizien deus an tu all.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine