Rodeier

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Beterabez ar Beauce ha jonkilhez Jersey

Beterabez ar Beauce ha jonkilhez Jersey

09/05/2023

Lucienne Le Page zo ganet e Gwiskri. Goude ar brezel ne oa ket gwall aes gounit e voued er vro. Mont a rae ur bern tud da gavout labour da lec'h all. Lod zo bet en Amerik, met lod all o deus kavet gwelloc'h mont d'ar "plenennoù", d'ar Beauce, da labourat. Lucienne 'oa bet o tastum beterabez er Beauce e-pad eizh vloaz, asambles gant he gwaz Yves. Bet int bet o labourat e Jersey ivez, evel kalz Bretoned all.


E traoñ Menez Kelc'h

E traoñ Menez Kelc'h

09/05/2023

Marsel Yannou zo 'chom e traoñ Menez Kelc'h e Kast. Ganet eo e Kastellin ha bet 'oa bet o chom e Lanveog da gentañ. Goude ar brezel 'oa deuet da Gast da chom, lec'h ma oa ganet e dad. Met fall a-walc'h 'oa an traoù war ar maez evit ar beizanted vihan d'ar mareoù-se. Marsel 'noa gwerzhet e feurm neuze, evit mont da Gastellin da labourat. Mont a rae bemdez gant e gamion da charreat laezh deus un eil plas d'egile, forzh peseurt amzer !


Pierre Guengard, paotr Lanrieg (2/2)

Pierre Guengard, paotr Lanrieg (2/2)

24/04/2023

Pierre Guengard zo bet mareour hag eo bet o talc'hen div stal-pesket. Kontañ a raio deomp ar wech-mañ deus e vicher ha deus ar beskerezh e Konk-Kerne ha Lanrieg gwechall. Betek ar bloavezhioù 1990 'yae mat an traoù evit ar besketourien eno ha porzh Konk oa unan deus ar re vrasañ er vro. Met cheñchet eo an traoù bremañ ...


Pierre Guengard, paotr Lanrieg (1/2)

Pierre Guengard, paotr Lanrieg (1/2)

17/04/2023

Lanrieg oa staget deus Konk-Kerne e 1959, met ur barrez distag a oa a-raok. Koulz labourerien-douar ha pesketourien a oa o chom e Lanrieg, met ur bern tud a oa o labourat e friturioù Konk ivez. Cheñchet eo an traoù bremañ : ne chom ket kalz pesketourien ha labourerien-douar e Lanrieg ha savet 'zo bet kalz tier nevez ha tachennoù-camping war vord ar mor.
Benjamin Bouard zo bet o welet Pierre Guengard, ganet e Lanrieg, evit dezhañ kontañ deomp deus ar cheñchamañchoù-se.


Meilh Benc'hoat

Meilh Benc'hoat

13/04/2023

Meilh Benc'hoat omp bet o vizitañ er Forest-Fouen ! Kozh-mat eo ar veilh-se, war-dro ar XVvet kantved eo bet savet. Lakaet 'oa bet war listenn ar monumanchoù istorel e 1939 ha greun zo bet mallet e-barzh betek ar bloavezhioù 1960.
Degemeret omp bet gant Jean-Paul Quéméré hag e c'hoar Yvonne. O zud hag o breur zo bet o talc'hen ar veilh hag bet int bet o chom e-barzh e-pad o yaouankiz memes. Drev Torc'h, ur c'hamarad dezho, oa deuet da vizitañ ar veilh asambles ganeomp ivez.



Iliz Lanrieg

Iliz Lanrieg

13/04/2023

Lanrieg zo stag ouzh Konk-Kerne abaoe 1959, met parrez a oa a-raok. An dra-se zo kaoz zo un iliz er vourc'h , an iliz Notre-Dame-de-Lorette. Peuz-kozh eo an iliz-mañ, bet savet war-dro ar XIVvet kantved marteze a-walc'h. Met n'eo ket bet savet en un taol ! Dre div wech eo bet savet, un tamm eus un tu da gentañ hag un tamm all eus an tu all kant vloaz warlerc'h. Jos Goapper emañ alc'hwez an iliz gantañ ha 'neus kinniget deomp mont da vizitañ anezhi.


Jeanne, eus Oran da Stival

Jeanne, eus Oran da Stival

13/04/2023

Jeanne Savina-Piriou zo 'chom e Stival, met n'eo ket eus Bro-Gwened ! Ganet eo e Orañ hag he yowankiz he doa paseet er C'hab asambles gant he zad hag he mamm-gaer, e parrez Kleden. Goude-se eo bet o labourat e Pariz. E-pad ur c'hrogadig eo bet o chom e Cambridge, en Iwerzhon hag en Aljeri ivez, a-raok mont da Vro-Leon da zeskiñ brezhoneg d'ar re all.
Benjamin zo bet oc'h em gavout asambles ganti e Stival, e-kichenn Pondi.


Lannedern, ur barrez 'vervel

Lannedern, ur barrez 'vervel

13/04/2023

Lannedern zo ur barrez vihan e traoñ ar Menez Are. Bremañ zo kant vloaz 'zo 'oa eizh kant den o chom en enni, met en deiz-hiziv zo kalz nebeutoc'h. An tri-c'hard deus an dud zo aet kuit kazimant ha setu ne chom ken tri-c'hant den o chom e Lannedern. Kalz labourerien-douar ha koñversañted zo aet kuit, ur skol zo bet serret ha, koulz lâret, ne chom ket kalz a dra ken. Benjamin zo bet o welet Noël evit klask kompren petra zo c'hoarvezet. Noël zo 'chom en Enez (L'Île e galleg) e Lannedern evit ar wech, lec'h eo ganet.


Ar pont, ar dluzhed hag an amann

Ar pont, ar dluzhed hag an amann

13/04/2023

Degouezhet omp e Kerien an taol-mañ evit ober anaoudegezh gant Jo Prad. Ganet eo er gomun, war vord an Izol. Kontañ a raio deomp istor deus istor Pontic L'Amour da zigentañ, ur pont bihan zo war ar stêr, ha deus ar beskerezh goude-se. Goude-se 'vo kontet un tamm bihan deus Marie Bitig, ur vaouez ha oa o talc'hen un ostalidi e Pont-Skluz, ha deus ar mod 'veze fardet an amann war ar maez gwechall.


Ugent miz er Senegal, ur brezel ha pevar-warn-ugent kilo nebeutoc'h

Ugent miz er Senegal, ur brezel ha pevar-warn-ugent kilo nebeutoc'h

13/04/2023

Reun ar Bidon zo ganet e Gwengat. E dud oa o talc'hen douar, met Reun ne faote ket dezhañ chom da labourat war ar maez. Er bloaz 1956 neuze 'oa aet d'ober e amzer-servij abretoc'h evit ar re all ha kaset d'ar Senegal. D'ar mare-se ne oa ket distag deus ar Frañs c'hoazh, ober a rae parti c'hoazh deus an AOF (Afrique Occidentale Française). Reun ne oa ket bet kaset d'an Aljeri met kaset 'oa bet da Rio de Oro, lec'h oa bet bec'h etre ar Frañsichen hag an ALN (an arme marokan).
Benjamin Bouard 'neus goullet gantañ kontañ deomp deus an dra-se ha kontañ un tammig deus ar vuhez er c'hamp ivez, ha deus ar vuhez er vro a-benn neuze.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine