Berniañ tredan gant rodoù inertiezh Ne vez ket miret an tredan. Alies e vez rebechet d'an energiezhioù padus ne broduont ket dizean. Penaos pourveziñ tredan fotovoltaek en un doare reoliek ma 'z eus koumoul o tremen, pe c'hoazh e-pad an noz? Strollañ ur greizenn fotovoltaek gant mamennoù all zo tu ober: rodoù-avel, biogaz da skouer. Treuzfeurmiñ an tredan dreist-produet a zo tu ober dindan ur stumm all ivez. En un doare kimiek, gant battiri. Ar gudenn ganto eo int saotrus hag e kolont o galoud pa vezont implijet re alies. Hidrogez zo tu produiñivez met tarzhañ a c'hell ober aes. Kreizennoù treuzkas energiezh dre pompañ a zo mod-all. Savet e vez dour d'ur stankell d'unan uheloc'h. Pa vez laosket an dour da zisken en-dro e c'heller dastum 90% eus an energiezh bet implijet da sevel anezhi. Tri-ugent kreizenn eus ar seurt gant ur galloudegezh ouzhpenn 1 000 Mega Watt a zo e giz-se a-dreuz ar Bed. E China, Japan, er Stadoù-Unanet hag e Frañs dreist-holl. Met ret eo d'an torosennadur bezañ gouest da brofañ un diliveadur bras a-walc'h. 97% an askorad Abaoe pell e anavezer ar rodoù inertiek hag alies e vez graet ganto er c'hefluskerioù termek. Pa dro ar rod he deus energiezh sinetek a zo gouest da stabilaat kefluskerioù ar c'hirri pe c'hoazh da broduiñ tredan ma vez liammet gant ur pebeiler. War ziorren ez a an teknologiezh-se. E miz Gwengolo eo bet digoret ul labouradeg a-ratoz e Troyes gant an embregerezh Levisys. 14 milion e euroioù a zo bet postet eno gant ar pal produiñ kant rod-inertiezh ar bloaz. 97% eo askorad ar sistem-se. E karbon emañ ar rod ha dougenet e vez gant energiezh magnetek evit izelaat ar rimiadurioù. Ekologiezh gant betoñs Eus he du eo gant betoñs en deus savet an embregerezh Energiestro e rod inertiez. 1,7 tonenn betoñs a zo en ur ruilhenn 80 santimetrad he dreuskiz. Marc'hatmatoc'h eo ar betoñ eget an dir. Solut-tre eo e-keñver ar kenwaskadur met bresk ouzh ar sach. Pa dro buan ar rod eo keñv nerzh ar sach. Gwiennoù a zo bet lakaet er betoñs neuze evit ma ne bruzunfe ket ar ruihlenn. Ar bloaz o tont e tlefe ar sistem-se bezañ lakaet e gwerzh. A drugarez d'ar meizad-se e vo div wech marc'hatmatoc'h ar kWh stoket gant rodoù inertiezh e-keñver batiri litiom-ion. E-pad un eurvezh e vo tu stokiñ energiezh da gentañ met tizhout ur padelezh un devez eo ar pal war hir dermen. Rod inertiezh metro Roazhon Kreizennoù gant rodoù inertiezh a zo dija evit an tredan er Stadoù-Unanet, e Kanada, e Island. E Breizh e vez graet gant ar meizad-se ivez. Ur rod 2,5 tonenn a zo staliet e arsav tiez-gar metro Roazhon. E lec'h treuzfurmiñ dindan tommer an energiezh a vez produet dre gustum pa stard an tren-buzug e vez lakaet ar rod-se da dreiñ. Treuzkaset e vez goude-se d'unan eus ar 24 tren a zo war al linenn evit o sikour da loc'hañ. 230 Mwh a vez espernet e giz-se, kement ha 11 devez bevezadur ar metro.
paeiañ dibab hor loustoni Efedus eo pennaen ar saotrañ-paeañ Muioc'h-mui a strollegezhioù lec'hel a zibab lakaat an dud da baeañ hervez ar c'hementad a lastez a vez taolet er boubellenn ganto. Diskouezet eo bet dre ur studiadenn eo efedus seurt politikerezh evit diveskañ muioc'h ha digreskiñ al lastez. Gant penngomiseriezh an diorren padus, ur framm eus ministrerezh Gall en endro eo bet embannet an teul-se e miz Meurzh 2016. Tri zoare a zo da baeañ ar servij foran a zastum hag a dred al lastez. Gant an tailhoù war-eeun da gentañ. Dre un taos jedet war priz feurm al lojeiz da eil, d'ar mare-se e vez fakturennet asambles gant an taos war ar font. An trede doare a zo fakturenniñ hervez ar c'hementad lastez taolet ar boubellenn. Meur a zibab a c'hell bezañ graet d'ar c'houlz-se: pouezañ ar poubellennoù pe kontañ an niver a boubellennoù dastumet da skouer. Ar "pennwir dastum al lastez-ti" a vez graet eus ar sistem-se (redevance e galleg). Evit 11% eus an dud e Frañs ez eus bet lakaet an doare-se da baeañ evit ar mare, da lavaret eo tro 5 milion a dud. Servij publik arc'hantaouet gant an implijerien Pa tibab ur gumuniezh kumunioù da skouer ober gant ar pennwir e-plas an taos, e teu dre ret servij publik al lastez da vezañ ur "servij publik industriel ha kenwerzhel". Da lavaret eo e vez paeet ar servij-se gant gounidoù ar servij nemetken, e-giz ma vez graet evit ar servij dour ha yac'husaat da skouer, ha n'eo ket gant an tailhoù ken, e-giz ma vez graet evit an hentoù, ar skolioù, ar yec'hed pe c'hoazh ar polis, da lavaret eo "servijoù publik melestradurel". Nebeutoc'h a lastez pa baeer evito Abaoe ar bloavezhioù 1990 e vez graet gant ar pennwir evit al lastez e Japan, Korea ha Suis. Betek 50% eus an dud a bae al lastez gant ur pennwir eno. Keñveriet ez eus bet e vez produet etre 25% ha 33% nebeutoc'h a lastez gant ar re a bae hervez ar c'hementadoù lakaet ar boubellenn eno. E Frañs eo kresket an niver a gumunioù o deus lakaet ar sistem-se e-pleustr abaoe 2009, kumunioù war ar maez dreist-holl. Da lavaret eo abaoe ma vez roet sikourioù gant an ADEME. N'eo ket ken anat mont gant an hent-se e-kêr avat, abalamour ma vez lakaet gant meur a dud o lastez er memes poubellenn. Divesket muioc'h "Digreskiñ a ra a galz ha buan ar c'hementadoù lastez taolet" pa vez lakaet ar pennwir saotrañ-paeañ e-pleustr hervez ar studiadenn. 68,5 kg nebeutoc'h a vez stlepet dre annezad evit bezañ resis, da lavaret eo 28% nebeutoc'h. Eus un tu all e kresk al lastez divesket. 14 kg ouzhpenn dre annezad evit ar pakadoù hag ar paper, da lavaret eo ur c'hresk a 33%, hag 11% ouzhpenn evit ar gwer. En holl e tigresk neuze ar c'hementadoù taolet er boubellenn ha dastumet gant ar servij publik eus 10%. Kehentiñ hag arc'hantaouiñ N'eo ket bet merzet kalz muioc'h a fazioù war an diveskañ nag a boubellennoù taolet en natur goude ar bloavezh kentañ kennebeut. Kerkent hag er bloavezh goude ma vez lakaet ar pennwir e-pleustr eo e tigresk al lastez, a-drugarez d'an oberennoù kehentiñ. Tizhout 15 milion e 2020 ha 25 milion e 2025 a dud o paeañ ar pennwir a zo bet lakaet da bal gant al lezenn war an treuzkemm energiezh. Goulennet e vez neuze e teul ar studiadenn e vefe skoazellet ar servijoù lastez gant an ADEME evit tizhout ar palioù-se.