Gouel an Erer Kozh 2018

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Gouel an Erer Kozh 2018: devezh ar sadorn

Gouel an Erer Kozh 2018: devezh ar sadorn

12/04/2023

An Erer Kozh, brasañ gouel sonerezh e bro C'hall, a vez e brezhoneg evit un eurvezh bemdeiz, gant an abadenn radio war-eeun deus ar gwener d'ar sul. En eil abadenn, savet d'ar sadorn, e vez klevet : Alt1n Gün (Izel-Broioù/Turkia). Gant ar strollad sonerien yaouank-se e vez graet sonerezh rock bro Durkia ar bloavezhioù 60-70. Aterset int bet e saozneg gant Dewi ha Jeanne. Da glevet war dro an 8'. Jean-Daniel Bourdonnay, perzh e skipailhad programmiñ leurenn Gwernig dibaoe ar penn-kentañ, d'ar mare ma oa graet « Kabaret » deuhouti. Un digarez evit Yann-Bêr Gwiader da c'houzout penaos eo bet krouet anezhi. Adalek 15'. Ar strollad 'Ndiaz a oa gant e bladenn nevez « Son 'Rod » war leurenn Wernig. Mez peseurt sonerezh a vez graet ganto fin ar gont ? Breizh, Brazil, an Indez, ar Reter ? Jazz ? Setu pezh zo bet goulennet diganto gant Tunvezh Wlagen-Grandjean, da 25'. Rozenn Taleg a ra war dro an darempredoù etre arzhourien leurenn Wernig ha kazetennerien, a youll-vat. Aterset eo bet gant Jeanette ha Maina. Klevet vez anezhi da 38'. Da sadorn vez ar giz da gaout ur fest-noz war al leurenn Gwernig. An daouad yaouank L'Haridon-Nedeleg, a ra berzh er gouelioù braz, a voe programmet da seniñ eno. Atersit eo bet Yann-Ewen ha Youen gant Enora Molag, da 44'. Maria a labour a youll-vat war ar gouel, evit netaat war lec'h an arvesterien. Aterset eo bet gant Yann-Bêr Gwiader, da 50'. Un abadenn kinniget gant Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened ha Radio Kerne.


Gouel an Erer Kozh 2018 : devezh ar sul

Gouel an Erer Kozh 2018 : devezh ar sul

12/04/2023

An Erer Kozh, brasañ gouel sonerezh e bro C'hall, a vez e brezhoneg evit un eurvezh, gant an abadenn radio war-eeun deus ar gwener d'ar sul. En trede abadenn, savet d'ar sul, e vez klevet : Klevet vo, ouzhpenn ali buhezerien an abadenn war c'houel 2018 an Erer Kozh, hini un arvestourez, Glanon, bet aterset gant Maina ha Jeanette. 12' Ar raktres Nokken, etre ar pevarad breizhad Dour-Le Pottier, brudet mat bremañ gant o sonerezh kerden ar-nevez, ha div ganourez skandinavia. Aterset eo Jonathan Dour gant Enora Molag. 14' Jean-Daniel Bourdonnay a zo perzh e skipailhad programmiñ leurenn Gwernig dibaoe ma zo deuhouti. Gantañ vo dizoloet an arzhourien bet dibabet evit ar sulvezh. Gouelet vo war sonerezh ar strollad Yüma deus bro Dunizia. 23' Kendalc'het eo Yann-Bêr Gwiader d'ober tro tachenn ar gouel da glask war lec'h tud a youll-vat. En em gavet eo gant Viviane ha Jérome, a far krampouz evit ar gevredigezh « Aksion, Justis ha Peoc'h ». 32' Mathew Spikes eñ n'eo ket paotr a youll-vat. Implijet eo e pad div sizhunvezh gant an Erer Kozh evit ober war dro a bep seurt traoù, evel ma vo lavaret gantañ deus mikro Yann-Ildut Galliou. 38' No Land a zo ur raktres sonerezh savet gant ar son-aozer bro Roazhon Olivier Mellano. Goulennet 'n eus digant sonerien bagad Saozon (Cesson) seniñ un doare sonerezh ar-nevez, asambles gant ar c'haner Brendan Perry. Loeiz Salomon, talabarder er bagad a hell preg deus ar raktres-mañ deus mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean. 43' Maelan Joubin a oa er gouel evit lakat brezhoneg war dachenn ar Erer Kozh, asambles gant ar gevredigezh DAO. Aterset eo bet gant Dewi ha Jeanette. 52' Un abadenn kinniget gant Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened ha Radio Kerne.


Erer Kozh 2018: lañset eo ar gouel!

Erer Kozh 2018: lañset eo ar gouel!

12/04/2023

Setu un abadenn àr-eeun hag Karaez, kaset get animatourion ar radioioù e brezhoneg, kelennerion ha liseidi Karaez. Un euriad bemdeiz àg ar gwener beteg ar sul da reiñ deoc'h un tañvañ àg brasañ gouel Breizh. Julien Marzin a labour evit ar Fiselerezh, asamblez get tud all e ra àr-dro leurenn Gwernig Gouel an Erer Kozh, deuet eo da eskemm e-pad an abadenn, a-zivoud ar leurenn ispisial-se hag a ro an tu d'an arvesterion dont da welet strolladoù brav n'int ket anavezet e Breizh. Selaouit da 5' en enrolladenn a-us. Frañsoaz Nyssen, ministrez ar sevenadur e gouarnamant bro Frañs a zo deuet beteg Karaez, setu m'o deus sourmerion evit ar brezhoneg en em vodet e kreiz-kêr Karaez digwener vitin, ha goulennet un emgav ganti. Muioc'h da c'houzout adal 16' get reportaj Tunvezh Wloagen-Grandjean. Bollywood, setu tem an Erer Kozh ar bloaz 'mañ, hag ar strollad n'oe sonet an hini gentañ diriaou a zo Olli and the Bollywood Orchestra. Setu ur raktres get Ollivier Leroy ha sonerion àg ar Stadoù-Unanet hag deus India. Aterset hon oe anezho e saozneg, troet an traoù e brezhoneg, da 26'. Skipailh lise Diwan n'oe labouret start ar bloaz 'mañ, ha Jeanne, Dewi, Maina ha Janette a zo aet a-hed ar festival da zastum mouezhioù an dud. Heñchet e oent get Yann-Ildut Galliou ha Tangi An Drev, kelennerion àr ar brezhoneg hag ar fizik-kimiezh, bet cheñchet kasketenn evit 4 devezh da vezañ reportajourion radio. Dom Duff n'oe darempredet gete. Aet int ivez da welet Paolig, Anna ha Lomig, arvesterion er gouel. Selaouit da 35'. Yann-Bêr Gwiader n'oe tapet e enroller ivez da vont da welet bochad tud er gouel, en o zouez Vincent Abaziou, eil-maer en ti-kêr Karaez. Setu un doare da zistreiñ àr istoer ar gouel hag e blas er vro. Selaouit an atersadenn da 46'. Un abadenn kinniget get RKB, RBG ha Radio Kerne.