Jakez Riou (Jacques Yves Marie).oa bet Ganet e Lotei e 1899. Marvet e oa yaouank c'hoazh e 1937 e Kastell-Briant. Kenlabouret 'neus er gazetenn Gwalarn. ha skrivet berniad testennoù gantañ en o zouez ar bennoberenn geotenn ar werc'hez. Ar Run-heol a zo unan eus danevelloù Geotenn ar Werc'hez. Embannet e ti al Liamm. Bez emañ ivez e niverenn 60, Genver-Chwevrer 1957, ar gelaouenn al Liamm. un destenn dibabet ha lennet deomp gant Padrig an habask
Setu aze un destenn bev birvidik lennet deomp gant Loik Jade. Mab Kaer ar Roue gant yvon krog. Skrid orin embannet evit ar wezh kentan e stumm ul levrig gant an ti moullan gwilherm e st brieg e 1913 hag embannet en dro gant an here e 1992 N'eo ket dre ma vezer bet ganet mab da roue ar gaperien e vez c'hoant da vezan roue ar bigoudenned. Youenn atav, nevoa ket c'hoant pe kentoc'h n'en em gave na barrek na fin awalc'h. Gwelloc'h gantañ eureudiñ merc'h ar roue evit bezañ roue e-unan.
Bezañ lesbianez e Bro Leon gwezhall. Un tech diansavabl evit Liz Salou. Heulit buhez ar leonadez e lennadenn ar sizhun mañ. Tennet eo an destenn "re ziwezhat" eus un dastumad danevelloù anvet Dre ar prenestr gant Goulc'han Kervella embannet e ti Al liamm e 2006. Un destenn kriz ha kizidig dibabet ha lennet gant Yann Fulub Dupuis.
Bez 'zo eus ul lennegezh vrezhonek, skrivagnerien mil vrudet met ivez skrivagnerien nevez. gant testenn unan anezho e vimp an deizioù da zont. Klevet a rimp un danevell gant Jerome Olivry anvet Huchadennoù Leo a oa bet embannet e niverenn 397 A Liamm. Skrivet a-ziwar ur ganaouenn gant ar strollad les VRP anvet Leo. Lennadenn gant Mich Beyer.
Arouez stourm ar feministelezh, eo bet troet Ar forzhioù a gomz, pezh c'hoari Eve Ansler e 46 yezh . E Brezhoneg ivez evel just. Kaset da benn al labour gant Ninnog Latimier. Ur pezh c'hoari meur eo ar Forzhioù a gomz, e bro c'hall eo bet gwelet gant muioc'h eget 800 000 den. Ur skrid diazez diwar benn gwirioù ar merc'hed. Gouzout a ra eve ansler en he skrid the vagina monologues rentañ gant fent ha from al levenez bezañ plac'h ha dreistholl ar stourm neuint ar merc'hed da ren evit bezañ dieub war dachenn o sekselezh un eurvezh hanter asambles gant Ninnog Latimier
An destenn Ar goulenn gant Jakez Riou lennet deomp gant Erell, Morvan, Tangi, Meltan, Malo, Gorwenal, Nolwenn Eloise ha Tifenn eus trede melen skolaj Diwan Kemper. Ul labour preparet gant o c'helnner bzg, Padrig An habask. Jakez RIou (Jacques Yves Marie). Ganet e oa e kêriadenn Kerwazh (Kervoas) e-barzh kumun Lotei d'ar 1añ a viz Mae 1899. Marvet e oa hag eñ yaouank c'hoazh d'ar 14vet a viz Genver 1937 e Kastell-Briant (Bro-Naoned). Pa oa daouzek vloaz e oa bet kaset da gloerdi bihan Kalon sakr Pikpus e Bro-Spagn (e Hondarribia, Bro-Euskadi). Gantañ e oa daou grennard all, Youenn Drezen ha Jakez Kerrien a oa bet merzet gant beleien o farrez dre ma oa danvez beleien enno. Skrivagnerien vrezhonek brudet eo bet deuet da vezañ an tri anezho. Mont a reas goude da skolaj Miranda de Ebro ha distreiñ da Vreizh e miz Ebrel 1918 (7 vloaz e oa chomet pell diouzh e vro). Mont a reas d'ober e goñje hag e pakas ur red-korf hag ur seurt droug-skevent e Bro-Elzas. Pa zistroas eus e goñje ez eas da lojañ e ti e c'hoar e Lokmaria-Berrien (Kerne-Uhel). Embann a reas istorioù ha kontadennoù e-barzh ar gazetenn Gwalarn (renet gant Roparz Hemon), hag e 1928 e skrivas e bennoberenn "Geotenn ar Werc'hez", a voe embannet el levr anvet "Geotenn ar Werc'hez ha kontadennoù all" e 1934.