En abadenn :
-C'hoari radio skolajajidi 6vet klas skolajoù Diwan Gwiseni ha Sant-Ervlan.
-Madeleine Le Roux, eus Plouedern, a ginnig an dastumadeg traktourien kozh 'zo bet diskouezhet d'an dud da vare devezhioù ar glad.
-En eil lodenn : kronikenn Gi keltik diwar-benn mirdi Breizh Odyssey.
En abadenn :
-Dalc'het eo bet un emvod gant micherourien ar c'hleweled (video) e Brest da-geñver festival ar filmoù-berr, evit en em soñjal war da-zont ar c'hleweled ha penaos krouiñ muioc'h a filmoù e brezhoneg. Aterset eo bet Anna Lincoln (evit Daoulagad Breizh met ivez evel produktourez filmoù), Mikael Baudu (sevener teullfilmoù ha produktour ar c'hoari "Foeterien") hag Azenor Kallag, komedianez.
-Yann-Ber Kemener diwar-benn ur brezegenn war ar skrivañ e brezhoneg a vo dalc'het e Skol Vreizh d'ar Gwener 22 a viz Du (Tan miz Du).
En abadenn :
-Erwan Blanchard, kazetenner sport, diwar-benn match kentañ ar Stad Brestiz er Champions League.
-Ur reportaj e skol Diwan Diwan Montroulez evit ur staj c'hoariva kinniget kaset da-benn Yann-Erden Jourdan eus strollad Mat ar Jeu evit en distro-skol.
-En eil lodenn : ur gronikenn gant Youn Gourvès diwar-benn diaesterioù Diwan.