Tamm ha tamm 'vez graet he bragoù da Chann

Radio Kreiz Breizh

Lien copié dans le presse papier.

Gwirioù ar merc'hed

Gwirioù ar merc'hed

13/04/2023

Evit gellout kaout ur galloud politikel eo ret kaout gwir da votiñ ha da c'houde gwir da vezañ dilennet. Hag alies mat e vez ankouaet eo ken nevez ar gwir da votiñ evit ar merc'hed. Hag eo hir an hent da c'houde evit kaout ur plas el lec'hioù galloudus.
Ur gronikenn gant Anne Koadig.


Plas ar merc'hed e bed ar politikerezh

Plas ar merc'hed e bed ar politikerezh

13/04/2023

Ur wezh eo bet roet ar gwir d'ar merc'hed da votiñ ne vez ket ken simpl kaout ur plas ingal. An deskadurezh, roll ar merc'hed er gevredigezh, pep tra 'zo da cheñch. Setu displegadennoù Anne Koadig.


Ar parded er politikerezh

Ar parded er politikerezh

13/04/2023

Perak mont betek ul lezenn evit ar parded a-benn kaout merc'hed dilennet ? Ha petra en deus degaset al lezenn e Bro-C'hall, votet e 2000, a ziskouez disingalded don hon gevredigezh. Setu un heuliad kronikoù da zisplegañ an traoù.


Digoradur an heuliad Merc'hed e bed ar politikerezh

Digoradur an heuliad Merc'hed e bed ar politikerezh

13/04/2023

O tielfennañ respontoù ar gevredigezh Gall da anv Elisabeth Borne da gentañ Ministrez e c'hellomp prederiañ aeset war plas ar merc'hed hiriv an deiz er politikerezh. Setu digoradur an heuliad.


An 8 a viz Meurzh

An 8 a viz Meurzh

13/04/2023

Ur gronikenn diwar-benn an 8 a viz Meurzh, peseurt istor en deus an devezh etrevroadel-mañ ha penaos e vez "lidet" er bed a-bezh. Gant Anne Koadig.


An diforc'hañ

An diforc'hañ

13/04/2023

Penn-kentañ miz Meurzh eo bet votet gant Parlamant Bro-C'hall ar gwir da ziforc'hañ 14 sizhunvezh goude an amzerioù diwezhañ, pa oa 12 sizhunvezh an aotre a-raok. Daoust d'ar gwir da ziforc'hañ mont war-raok ha d'ar gevredigezh C'hall asantiñ gwelloc'h al lezenn, n'eo ket ken aeset diforc'hañ. Displegadennoù Anne Koadig, plac'h Gwengamp o skrivañ ur master war plas ar merc'hed er gevredigezh vrezhon.


Feulster medisined ar merc'hed

Feulster medisined ar merc'hed

13/04/2023

Ur vedisin e penn ur servij e ospital Tannon a zo bet tamallet gant euur a vaouezh bezañ bet gwallet ha gwallgaset anezho. Gwallet en deus anezho dre arnodennoù feulz hep goulenn o c'honsantamant. Anne Koadig a zispleg deomp penaos ha perak ez eus deus ar feulster-mañ ha penaos e c'hellfe ar Stad stourm a-enep da-se.


An disingalderioù gopr

An disingalderioù gopr

13/04/2023

Anne Koadig, a Wengamp, a zispleg deomp penaos eo savet da vat an disheñvelderioù gopr a zo etre ar merc'ehd hag ar baotred e Bro C'hall hag e Breizh. N'eo ket un afer post er memes embregerezh, un afer talvoudegezh micher-mañ-micher an hini eo. Ha penaos chenñch penn d'ar vazh ?


25 a viz Du

25 a viz Du

13/04/2023

Ar 25 a viz Du eo devezh ar feulster graet d'ar merc'hed, 'blam int merc'hed, en enor d'ar c'hoarezed Mirabel bet lazhet an devezh-se. Mes deus peseurt feulster e vez komzet ? Petra eo ar sifroù hag efedoù ar feulster war ar merc'hed ? Pa lâr ar prezidant Emmanuel Macron a vo stourmet a-enep d'ar feulsterioù-se petra lak en plas resis ha petra 'vez graet gant ar vroioù all ?