Al lojeiz e Breizh

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Ar statud a annezad e Breizh

Ar statud a annezad e Breizh

13/04/2023

Diaesoc'h diaesañ eo prenañ un ti e Breizh, muioc'h mui a dud a zo prest da brenañ tier kêr-ruz hag evit ar re gant nebeutoc'h a arc'hant ne chom ket kalz tiez da brenañ. Un hanterenn deus ar prennadennoù tiez e Breizh e 2020 a oa evit bevañ, an hanterenn 'oa evit lakaat da vezañ feurmet. Pa oa an div drederenn eus ar brennerien Breizhiz, 20% a oa int o tont deus Enez Frañs. Er fin eo mat lâret ivez ez eus memes tra un drederenn deus an eil-tiez e Breizh perc'hennet gant Breizhiz. Met an dra-se 'vo klevet er gaozeadenn 'maomp o vont da selaou gant Nil Caouissin aterset gant Laetitia Fitamant. Nil Caouissin, kelenner war an istor-geografiezh hag ar brezhoneg ha mouezh aotret an UDB, n'eus skrivet Manifeste evit ar statud a annezad e Breizh. Displeg a raio deomp penaos e c'hell renkañ kudenn an diouer a diez evit an holl.


Priz al lojeiz

Priz al lojeiz

13/04/2023

Er 5 bloaz tremenet eo kresket a 18% priz evit an tiez kozh e Breizh hag a 30% priz ar ranndioù kozh. Gwelet a reer ivez n'o deus ket an holl dañvez berc'hened ar memes budged. P'o deus ar re o prenañ er memes departamant ha ma vevent a-raok hag ar re o tont deus un departamant all ar memes sammad arc'hant da bostiñ tamm pe damm, ar re o tont deus Enez Frañs o doa 100 000 ¬ ouzhpenn ar re all da bostiñ en o zi pe ranndi nevez. Klevet hiniennoù o dez poan prenañ e Breizh er mare-mañ met ivez un dilennad hag ur c'heraozour o reiñ o soñj hag o ali war penaos e c'hell bezañ reolennet priz an tiez dre vras.


Rannañ h·e zi

Rannañ h·e zi

13/04/2023

Abaoe mizioù bremañ emañ Laetitia Fitamant o labourat war sujed al lojeiz e Breizh. C'hoant hon 'noa lakaat war wel an diaesterioù a teu gant an diouer a diez da feurmiñ e kerioù zo, dreist ar reoù war an aod. Met a feur ma tastume testenioù an dud hon 'neus merzhet e oa a-bouez ivez reiñ da glevet darempredoù an dud gant o lojeiz, o hent betek al lec'h int bet aterset, o c'hoantoù hag o huñvreoù. Er rann-mañ 'maomp gant tud a zo o rannañ o zi en un doare divoutin, an dud a zo o vevañ gant mignoned, tud n'anevezent ket a-raok. Hag ar re bet aterset gant Laetitia war ar sujed-mañ a zo ivez ar re o deus graet deus o zi ul lec'h degemer pe c'hoazh ul lec'h sevenadurel.


Kavout un ti

Kavout un ti

13/04/2023

Krogomp gant an hiniennoù da gentañ, ar re o klask un ti, ar re o deus bet chañs gellet chom en o ranndi, ar re o deus prenet gant tud n'anavezent ket a-raok, hag all. 1. Manu Kemizet, Douarnenez 2. Rejin Gwillamot, Kemperle 3. Elsa Corre, Douarnenez 4. Katell Chantreau, Pouldregad 5. Alexandra Kukoda, Pouldregad 6. Gwenole Peaudecerf, Plabenneg Un abadenn savet gant Radio Kerne, reportaj Laetitia Fitamant, frammañ Morgane Bramoullé.