Heklev PodKast

HeklevPodkast

Lien copié dans le presse papier.

Yang Yang Rann 2

Yang Yang Rann 2

04/09/2023

Troioù-kaer Yang Yang : Rann 2: an amprevaned.O c’hoari el liorzh eman Yang Yang, pa tizolo ur voest-hud a-drugarez d’ur c’hwil du… ur vouest a c’hello kas anezhañ lec’h ma faot dezhañ.Skrivet ha c'hoariet gant Marion Gwenn - Sonerezh : Perynn Bleunven - Sikour war ar c'hoari : Thomas Cloarec - Enrollañ ha kemmeskañ : Gwenole Peaudecerf ha Gweltaz Foulon - Produiñ : Kalanna, Heklev Podkast ha Teatr Piba - Mersi bras da Gege Gwenn ha Gwenola Coic - Enrollet e Sal an Armorika e Plougerne e miz Gouere 2023 - Gant sikour Redadeg 2022 ha Rannvro Breizh


Yang Yang Rann 1

Yang Yang Rann 1

04/09/2023

Troioù-kaer Yang Yang : Rann 1 : al levr-burzhudus.Yang Yang ‘zo ur paotrig sarpant, ne oar ket lenn ha ne blij ket dezhañ ar skol. Gant sikour e vamm-gozh hag un tamm burzhud… e teuio a-benn da zeskiñ lenn ha muioc’h c’hoazh.Skrivet ha c'hoariet gant Marion Gwenn - Sonerezh : Perynn Bleunven - Sikour war ar c'hoari : Thomas Cloarec - Enrollañ ha kemmeskañ : Gwenole Peaudecerf ha Gweltaz Foulon - Produiñ : Kalanna, Heklev Podkast ha Teatr Piba - Mersi bras da Gege Gwenn ha Gwenola Coic - Enrollet e Sal an Armorika e Plougerne e miz Gouere 2023 - Gant sikour Redadeg 2022 ha Rannvro Breizh


Padrig ar pemoc'h

Padrig ar pemoc'h

04/09/2023

Ur pemoc'hig lipous eo Padrig met aet eo skuizh o tebriñ chips bemdez. Penaos ober neuze evit dizoloiñ blazioù nevez ha tañva meuzioù saourus ? Fardañ boued marteze ? Met se 'zo afer ar re vras ha re vihan eo Padrig 'vit poent. Nemet e yafe de c'houlenn un tamm skoazell digant al loened all evel-just !Skrivet ha c'hoariet gant Klet Beyer - Sonerezh : Perynn Bleunven - Sikour war ar c'hoari : Mai Lincoln - Enrollañ ha kemmeskañ : Martin Delafosse - Produiñ : Kalanna, Heklev Podkast ha Teatr Piba - Mersi bras da Mich Beyer ha Gwenola Coic - Enrollet e Sal an Armorika e Plougerne e miz Gouere 2023 - Gant sikour Redadeg 2022 ha Rannvro Breizh


Evel ki ha kazh

Evel ki ha kazh

04/09/2023

Ur c’hi a feson eo Balthazar. Gouest eo da gas e gefridi da benn digudenn. Diwall a ra mat e dachenn ha gwareziñ a ra e dud. Un deiz bennak e ra anaoudegezh gant ur c’hazh, un enebour touet sañset. Goude ar sach-blev, e teu mare an eskemm. Ha ma cheñchfe e savboent war e vuhez a-drugarez d’ar bisig-se ? Skrivet ha c'hoariet gant Yann-Herle Gourves - Sonerezh : Perynn Bleunven - Sikour war ar c'hoari : Thomas Cloarec - Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon - Produiñ : Kalanna, Heklev Podkast ha Teatr Piba - Mersi bras da Gwenola Coic - Enrollet e Sal an Armorika e Plougerne e miz Gouere 2023 Gant sikour Redadeg 2022 ha Rannvro Breizh


E tro an noz digor

E tro an noz digor

04/09/2023

Etre mirdi an dinozored hag un diskouezhadeg bigi morlaeron eo bet stank mat dibenn sun Tremeur. Un toullad istorioù ha mojennoù digredus a zo bet kontet dezhañ. Dizoloet en deus ivez gant bagadoù tudennoù kevrinus ha tropelladoù anevaled bammus an amzer dremenet.Skrivet ha c'hoariet gant Klet Beyer - Sonerezh : Perynn Bleunven - Sikour war ar c'hoari : Thomas Cloarec - Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon - Produiñ : Kalanna, Heklev Podkast ha Teatr Piba - Mersi bras da Mich Beyer - Enrollet e Sal an Armorika e Plougerne e miz Gouere 2023 - Gant sikour Redadeg 2022 ha Rannvro Breizh


Permiere Cai d'avant