Daoulas, ur soap opera mod-Breizh

Radio Naoned

Lien copié dans le presse papier.

Daoulas 6/8 : kefridi Chester

Daoulas 6/8 : kefridi Chester

12/04/2023

Un arzour eo Chester. Ael ar Gouloù ! Un tamm distabil eo met ret eo ansav n'eo ket bet aes e hent. Disavet en Naoned gant Lulu, he mamm, a oa o terc'hel ostaleri e kae ar Faoz, en deus kredet a-viskoazh e oa mab ur maer brudet eus Naoned. Met Daoulas a cheñcho e vuhez hag e soñjoù da viken !


Daoulas 5/8 : kefridi Lucky

Daoulas 5/8 : kefridi Lucky

12/04/2023

Honnezh zo merc'h kuzh Job-Ronan hag anavezet eo bet en ofisiel gant Dédé ar Sardin, a zo dimezet gant he mamm. Lucky a zo speredek, yaouank ha koant ! Labourat a ra er stal-vutun dalc'het gant he mamm, met huñvreoù disheñvel he deus. Hec'h huñvreoù hag he youl a lakaio anezhi d'ober traoù meur.


Daoulas 3/8 : kefridi Viviane

Daoulas 3/8 : kefridi Viviane

12/04/2023

Trede lodenn Daoulas, soap-opera ar sivi ! Evit resevout e lod eus heritaj JR Even e klask Viviane, e wreg, kas he c'hefridi da benn...


Daoulas 4/8 : kefridi Mik-Ael

Daoulas 4/8 : kefridi Mik-Ael

12/04/2023

Derc'hel a reomp gant troioù-kaer, ha troioù kamm, ar familh Even. Mik-Ael, mab JR, a heul e blanedenn...


Daoulas 2/8 : E ti mestr Follig

Daoulas 2/8 : E ti mestr Follig

12/04/2023

Eil lodenn soap-opera Breizh, Daoulas : poent eo d'an tudennoù dizoloiñ testamant JR e ti mestr Follig. Petra 'neus laosket d'e familh ? Un dra souezhus avat !


Daoulas 1/8 : Unangomz Job-Ronan Even

Daoulas 1/8 : Unangomz Job-Ronan Even

12/04/2023

Setu kentañ lodenn an heuliadenn Daoulas gant Job-Ronan Even : JR zo un doare tasmant evit bremañ. N'eus ket pell eo aet d'an anaon... ha setu e spered o plavañ e ti an noter, kondaonet da sellout ouzh e hered o tellezout o lod herez. Moarvat ne oa ket an embreger-mañ ken sklaer-se e pad e vuhez avat, ha pa vefe en e aferioù pe en e istorioù karantez! Cheñj a raio e demz-spered a-hed marevezh kentañ Daoulas.


Daoulas : D-2

Daoulas : D-2

12/04/2023

Daoulas a zo anezhañ ur 'soap-opera' mod Breizh. Heuliit avanturioù tud ar familh Even, JR, Viviane, Mik-Ael ha Lucky, met ivez Chester, Olga Poliakova, Kaspal Naouej ha Steevie, mui ur guest-star deus ar re souezhusañ : Doue! Un tamm teasing dindan :)