An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Re a vrini-tour e Breizh-Izel ?

Re a vrini-tour e Breizh-Izel ?

13/04/2023

Komañset eo al labourerien-douar da vont skuizh gant ar brini-tour ! E Breizh-Izel 'zo bet dic'hastet meur a barkad maiz ganto ha setu oa bet dav hadañ en-dro. Met n'eus ket bet dizomajet den ebet evit an dra-se evit ar mare. Lod a gav da lâret neuze 'vefe dav lazhañ un nebeut re kuit dezho da zont re stank er vro. Pezh eo, n'haller ket ober drouk d'al lapoused-se sañset, peogwir int difennet gant al lezenn. Petra ober neuze ? Jean-Noël Ballot, ornitologour e Breizh Vev, ha Didier Goubil, deus kambr al labour-douar e Kemper, a zo 'vont da lâret o soñj deomp diwar-benn an dra-se.


P'eo deuet ar c'hrampouezh da vout breizek

P'eo deuet ar c'hrampouezh da vout breizek

13/04/2023

Digoret eo bet dorioù mirdi Landevenneg en-dro, hag un diskouezhadeg nevez a zo da welet bremañ. "P'eo deuet ar c'hrampouezh da vout breizek" eo he anv ha diskouezh a ra ur bern traoù deomp diwar-benn istor ar c'hrampouezh hag ar c'haletez er vro. Benjamin Bouard a zo bet oc'h ober un droiad e-barzh ar mirdi ur wech all c'hoazh, asambles gant Gwenole Fauve a zo heñcher du-hont.


Jozef Raoul : bezañ Breton e New York er bloavezhioù 1960

Jozef Raoul : bezañ Breton e New York er bloavezhioù 1960

13/04/2023

Ha penaos voe bezañ breton b'an Amerik ? Domp d'ober ur veaj e New York er bloavezhioù 1960 asambles gant Jozef Raoul. A orin deus ar Sent e bro ar Faoued, ha bez eo bet o labouriñ e new York e pad 6 bloavezh. Evel kalz a vretoned d'e vare eo bet o labouriñ en tier-boued evel paotr ar selvij. Bezañ 'n eus bet labouret da skouer e World's Fair New York e 1964. Asambles emaomp ivez gant Andre Raoul, e vreur yaouank.


"Ar Frañs devalue a-wezhoù ! Met pas ken fonnus vi an Italianed." Elian #2

"Ar Frañs devalue a-wezhoù ! Met pas ken fonnus vi an Italianed." Elian #2

13/04/2023

Gant un eil abadenn emaomp hiriv asambles gant paotred Elian. Ha da lakaat ar gaoz war ar marc'had etrebroadel koleoù breton e Europa asambles gant Lili Lousouarn, bet marc'hadour loened. Mez preget vo ivez deus bro Melenig, deus industrializadur ar vro, pe c'hoazh deus an deskiñ yezhoù, gant Reun Roue, bet labourer douar, ha Jean Michel an Naour, a voe kuzulier kêr Elian betek an dilennadegoù diwezhañ. An titouroù degaset ganin war varead ar c'henwerzh koleoù e diabarzh Europa 'm eus kavet er pennadoù-mañ : - THOMAS Gerard, « Les échanges agroalimentaire de 1992 ha 2002 », in Economie et Statistique n°390, 2005 ; - DUBAN Martine ha JAULIN Ariane, Le marché unique de la viande : France Italie Espagne, Observatoire Economique et Statistique des Transports, miz Du 1988.


"War-lerc'h ar vosenn oa dav partaj an douar, ha pas lesk den ebet da zont d'Eliant !" Eliant #1

"War-lerc'h ar vosenn oa dav partaj an douar, ha pas lesk den ebet da zont d'Eliant !" Eliant #1

13/04/2023

Eliant a zo kumun nemeti bro Melenig, Eliant zo ur vro en he-unan, ur vro ha n'eo ket na ba bro C'hlazig war ar c'hornog, na ba bro an Aven war ar c'hreisteiz. Eliant zo Melenig, p'eo meren liv ar vroderezh a fich an dilhad. Dre c'hras da Jean-Michel an Naour, kuzulier kêr, 'm eus gellet ober anaoudegezh gant daou vrezhoneger all, ha setu ni hon pevar asambles tro d'an daol asambles gant Lili Lousouarn, bet marc'hadour loened, ha Reun 'Roue, labourer-douar war e leve. En abadenn-mañ neuze e vo preget deus labourerezh douar, ha deus ekonomiezh al labour douar. Deus ar mod ma vez dalc'het an douar b'ar vro da gentañ : an dispac'h braz, bosenn Eliant, hag an ekonomiezh kapitalour a ra piv zo perc'henn war an douar hiriv an deiz. Deus ar mod ma vize miret ar plouz hag ar foenn d'ar mare ma voe ket graet bolotennoù. Desket vo ar mod da breg brezhoneg g'ar c'hezeg. Preget vo c'hoazh deus ar briz, priz ar boued, ar briz vez paet d'al labourerien douar. Ha neuze vo preget deus ar mod da broduiñ evit kaout ur priz mat.


An hilastaliñ gourel

An hilastaliñ gourel

13/04/2023

Deus an hilastaliñ gourel 'vo kaoz en abadenn hiziv ! Ar c'hontraception masculine pe kentoc'h an dishadiñ evit ar re zo divgell ganto. Marc Perrot zo ganeomp evit displegañ peseurt doareoù dishiliañ zo hiziv an deiz evit ar baotred. Krouet 'neus gant ur mignon ur strollad preder, eskemm ha kizidikaat war ar sujed anvet Thomas Bouloù a zo ur c'hoari ger brav pa ouzer e reont int gant ur slip tommañ an divgell evit o hilastaliñ. E Bro C'hall eo bet aotreet an hilastaliñ e 1967 gant al lezenn Neuwirth ('neuvirte), arc'hantaouet gant ar surentez sokial e 1975 er memes bloaz hag al lezenn veil he deus aotreet an diforc'hañ. Hiziv an deiz memes tra e ouezomp mat ez eus efedoù fall ar pilulennoù war korf ul lodenn vat deus ar maouezed. An hormonoù a c'hell kemm imor an dud, o fouezh, o libido. E 2012 eo bet anavezet gant al lez-varn e oa ar bilulenn kaoz AVC Marion Larat, ur plac'h yaouank 19 vloaz nezhi. E 2019 eo ar maouezed a gemer e karg peurliesañ dishadiñ ar c'houplad arallreviat. Ar bilulenn dishadiñ evit ar baotred n'emañ ket en gwerz hag an doareoù hilastaliñ all evit ar baotred, n'int ket anavezet kalz. Dre chañs ez eus strolladoù a stourm evit ma chañjfe an traoù. Evit muioc'h a ingalded war an dachenn se ivez. Thomas Bouloù a zo en o zouez. Marc Perrot, ezel eus ar strollad, a zo ganeomp ouzh mikro Morgane Bramoullé.


Les Prénoms bretons et celtiques, ul levr nevez gant Albert Deshayes

Les Prénoms bretons et celtiques, ul levr nevez gant Albert Deshayes

13/04/2023

Ul levr all a zo deuet 'maez gant Albert Deshayes ! Les Prénoms bretons et celtiques eo e anv, hag embannet eo bet gant Yoran Embanner. Bet eo Albert Deshayes n'eus ket pell e studio Radio Kerne, da safaret deomp deus e levr nevez ha neuze deus traoù all c'hoazh, deus an anvioù brezhonek ha deus istor an anvioù-mañ.


Politikerezh ar c'humunioù bord ar mor

Politikerezh ar c'humunioù bord ar mor

13/04/2023

Benn nebeut tre bremañ e vo dalc'het an dilennadegoù kêr e bro C'hall. Un digarez eo evitomp dont en dro war an tachennoù politikel m'en eus ar c'huzul kêr ar galloud da zegas cheñchamantoù. Abadenn an Divskouarn o nijal hiriv a vo strisaet war ziv gumun, kumunioù deus bord ar mor, Pornaleg-Leskon e bro Vigouden hag hini Gwaien er C'hab Sizun. Pep kumun a zo gant he ferzioù dibar, hag ar re bord ar mor na dalont ket deus ar memes kudennoù ha re an douaroù. An eil-dier, an dud o koshaat er c'humunioù bord ar mor gant an dud war o leve o tont da chom eno, ar sevel tier ha gwarez an douaroù labour-douar, a zo temoù kizidik war an aodoù. Mez ur bern sujedoù all a vo lakaet ar gaoz warno ivez. Asambles gant Laurence Berr, eil-maerez en karg deus ar sevenadur ha deus glad ar mor hag ar maezioù e kumun Pornaleg-Leskon. Ha Gurvan Kerloc'h, dilennad en tu-enep e kumun Gwaien-an Eskivien.


Me gav brav ar C'hamelia !

Me gav brav ar C'hamelia !

13/04/2023

Festival ar C'hamelia 'vo dalc'het a-benn ar 14 hag ar 15 a viz Meurzh e Mahalon. Renket eo bep bloaz gant ar gevredigezh Breizh Camellia. Bet omp bet oc'h en em gavout asambles gant un' deus ar re o deus krouet ar gevredigezh-mañ ugent vloaz 'zo, Ana-Vari Tanneau. Honnezh zo 'chom e Mahalon hag ur jardrin bras 'deus, leun a gamellia e-barzh ! Muioc'h evit 200 seurt kamelia 'deus plantet !


C'hwec'h kampagn e Senegal

C'hwec'h kampagn e Senegal

13/04/2023

Amédée Le Reun a zo ganet e Loktudi, e-kichenn Pont 'n Abad. Pesketour eo bet e-pad e vuhez : 'oa ket 'met unnek vloaz pa oa krog war ar vicher gant e dad. Ur chaluter 'noa bet goude-se, ar Ruban Bleu, ha setu 'oa bet o pesketa toñved (toned) e Senegal. C'hwec'h kampagn 'noa graet du-hont e-doug ar bloavezhioù 1950. Benjamin Bouard a zo bet oc'h ober anaoudegezh gantañ.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine