Emaomp gant aotroù maer Pouldregat, Gaby Guellec ha Ronan Kervarec. Emaint o komz diwar-benn al levraoueg e Pouldregat, pegen pouezus eo ul lec'h evel-se en ur gêr vihan ha petra nevez a vo graet. E-barzh an eil lodenn e vo kinniget laz kanañ Mouezh Bro Konk.
Gant ar Cidref (Comité cidricole de développement et de recherche fouesnantais et finistérien) e c'hell an amatourien heuliañ stajoù da wellaat o sistr. Graet eo bet gant an dud a glevoc'h en abadenn-mañ er greizenn 'les Genêts d'Or' e Brieg: enni e kaver un atalier d'ober chistr... hag ul liorzh avaloù, evel-just
Marin Lhopiteau a ra brud d'ar festival Breizh-Euskadi, dalc'het e Kemper etre ar 15 hag ar 24 a viz Du 2012 da gentañ. Ha goude e tispleg deomp penaos eo aet da luder telennoù keltiek...
Sikouret eo bet bugale Skol Diwan Kemper gant Bob Simon evit sevel daou bezh c'hoari, Ker Ys ha Marc'heger ar Gergoad. C'hoariet int bet dirak bugale ar skol da gentañ hag ar gerent da heul. Berzh 'neus graet forzh pegement, ha plijadur zo bet! Bet eo melen Looten o welet anezho e pad ur bleustradeg. Klevet vo ar gelennerien, Maryvonig Ha Jean-Marc hag ar vugale.