Bep c'hwec'h vloaz e tibun e Lokorn pirc'hirined an Dromeni vras, e-giz er miz-mañ. Abaoe muioc'h evit 2 000 vloaz 'vez kaset en dro al lid hir-mañ, a-hed daouzek kilometr. Da heul ar valeerien ez eus deuet arzourien er vro, ha taolennet eo bet gante Lokorn, he zud, he menez hag he zro-war-droioù, ouzhpenn da lid an Droveni vras. Un dibab deus o oberennoù zo bet bodet el levr kaer "Lokorn,an Droveni hag al livourien" bet embannet gant Locus Solus. Kenfardet eo bet gant Donatien Laurent, etnologour hag arbennig war glad kanet ha kontet Breizh, Armel Morgant, kazetenner ha Fañch an Henaff, grafour.
Emaomp e Ti ma Bro e Kerien e lec'h 'vez degemeret tud tapet gant kleñved Alzheimer. Penaos 'vez degemeret anezho ? Petra eo an Alzheimer ? Penaos gwellaat an traoù evit an dud tapet ? Respontet 'vo gant Marsel Moysan, maer Kerien, ha Iona Gauchet, bredloc'hadourez en ti.
Ur strolladig tud zo en em bodet evit adlansañ an obererezhioù e brezhoneg e Bro St Tos e Penn ar Bed. (lec'h zo ur mank sklaer: na skol na panelloù, na kentelioù noz....) Kentañ tra aozet d'ober kement all: ur pardon, d'ar sul 14 a viz gouere. Lou 'neus digemeret Gael Gourmelen ha Bertrand Gloagen evit kaout resisadurioù.
Penaos deskiñ brezhoneg e Naoned ? Hag ez eus diferañsoù etre deskadurezh ar yezh e Bro Gerne hag e Bro Naoned ? Petra eo stadt ar brezhoned ha sevenadur Breizh ahont ? Gant Julia, kenurzhierez ar gevredigezh Kentelioù an Noz, ha Melen, kelenner, e vo respontet d'ar goulennoù-mañ.