Gant Daniel Kernalegenn, dilennet e kuzul-kêr Landrevarzeg, e vo kinniget istor ha saverezh chapel Kilinen, bet savet e fin ar pemzekvet kantvet, ha penaos e vo renevezet anezhi en un doare doujus. Un abadenn e div lodenn.
Dilhad roue pe dilhad rouanez gwisket gant peizanted, a veze lâret diwar-benn tud ar Vro Vigoudenn. N'eus ket ur vro all e Breizh ma neus an dud lakaet kement a arz hag a zanvez kaer ha ker d'ober o dilhad hengounel hag er Vro Vigoudenn: koefoù uhel, broderezhioù, ha kodoù sokial strizh da lakaat diforc'h kenetreze. Dilhad labour, dilhad lid, dilhad kañv, kement giz bet er Vro Vigoudenn abaoe an XIXvet kañtved a gavoc'h el levr "le Costume bigouden" dre luc'hskeudennoù, tresadennoù ha skridoù, gras d'al labour berniañ ha renabliñ bet graet gant André Charlot ha Michel Bolzer. Ar sintezenn fonnus-se, leugn a ditouroù teknik, zo displeget deomp en abadenn gant Kael Bolzer.
Istor ar gouel, titouroù ha programm Gouelioù Meur Kerne 2013 gant Visañt Rouxel deus skipailh an aozerien. Evit an 90vet edision e vo degemeret ur wech ouzhpenn anvioù brudet e kreiz-kêr kemper: Carlos Nuñez, Dan Ar Braz ha Bagad Kemper, Goran Bregovic, Steve Hackett, Salif Keita, Murray Head...
Da gentañ penn an abadenn e vimp gant Fañch Riou ha Raymond Moign e-tal kichen Pont Ti Men e kumun Gouezec evit kontañ kaoz war ar skaf 'Viktor' chomet e dourioù ar c'hanol e-pad tro 70 vloaz ha bremañ renevesaet ha pozet war ar ribl da ziskouez un tamm deus glad-riñvier ar vro. Goude e c'helloc'h heuliañ ur bourmenadenn gant ar bleuñv deus brezhonegerien Douarnenez hag ar C'hap, e ti-feurm ar Gwelen, e Poullan.