An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Belarus gant Gwennaig Viol

Belarus gant Gwennaig Viol

12/04/2023

Mont a rimp betek Europa ar reter, en ur vro plantet etre Pologn ha bro Rusia, Minsk e gerbenn. Gwennaig Viol a gomzo deomp eus beaj e Belarus.


Ar vezhin glas hag an hidrogen sulfuret, pegen dañjerus int ?

Ar vezhin glas hag an hidrogen sulfuret, pegen dañjerus int ?

12/04/2023

Loeiz Verveur, ezel eus ar gevredigezh Endro Bae Douarnenez hag ijinour war e leve, a ginnigo deomp kudenn ar vezhin glas e Breizh ha dreist-holl hini an hidrogen sulfuret, ur gaz produet gant ar vezhin pa vreinont ha kaoz da varv un den ha meur a loen.


JOA

JOA

12/04/2023

Emañ Armel an Hejer ganeomp e studio Radio Kerne evit kontañ an droiad en deus kaset betek New-York da ganañ evit Bretoned ar Stadoù-Unanet, evit lâret deomp peseurt mod eo troet da ganer, hag evit kinnig ur bladenn nevez-flamm, JOA, en deus bet fardet asambles gant Malo Carvou ha Ronan Bléjean.


An Odyssée des Mots, ur veaj el lennegezh e Bro Kemper

An Odyssée des Mots, ur veaj el lennegezh e Bro Kemper

12/04/2023

Lakaet e vo ar gaoz war al lennegezh e Bro Kemper en ur ginnig ur raktres dedennus kroget dibaoe ar 16 a viz Du, an Odyssée des Mots. Bep bloaz e vez aozet an Odyssée e Kumuniezh Kumunioù Kemper. Pevar miz a abadennoù lennegel, sonerel, arzel tro-dro d'un tem. Kinniget e vo ar raktres gant Per Meñs-Pegail, e karg eus mediaoueg an Erge-Vras, perzh deus ar festival.


Padrig Andrev, labourer-douar bio

Padrig Andrev, labourer-douar bio

12/04/2023

Bevañ ha labourat e brezhoneg a ra Padrig Andrev, labourer-douar bio staliet e Pederneg 'ba Aodoù an Arvor. Produiñ ha treusfeurmiñ a ra kig moc'h ha saout evit ar filierenn bio. Gwerzhet e vez e produioù gantañ er ger, e marc'hadoù ar vro hag e kement coop bio a zo dindan ar merk "Abglenn". Nevez 'zo en deus dizoloet teñsorioù 'tal-kichen e di en ur labourat an douar...


TRAOÙ MAD, PLADENN NEVEZ DREMMWEL

TRAOÙ MAD, PLADENN NEVEZ DREMMWEL

12/04/2023

Marin Lhopiteau, soner telenn, a ginnig deomp "Traoù Mad", 5vet pladenn ar strollad Dremmwel. D'ar sadorn 9 a viz Du e vo lidet dont er-maez ar bladenn gant ur fest-noz e Plogonneg.


ECO TO BIGOUD

ECO TO BIGOUD

12/04/2023

Youenn Gloaguen deus ar gevredigezh "Sur un Air de Terre" a ginnig deomp ar festival "Eco To Bigoud", un degouezh a vod kevredigezhioù hag holl tud Bro Vigoudenn tomm o c'halon ouzh an endro, an ekologiezh hag an diorenn padus da eskemm menozioù ha da sevel raktresoù evit an amzer da zont. Ar bloaz-mañ e vo dalc'het ar festival e Plovan d'an 11, 12 ha 13 a viz Here.


La Ferme Ambulante deus Tregourez

La Ferme Ambulante deus Tregourez

12/04/2023

E "Ti-Gwenn", ti ar re gozh Ploveilh, on bet da welet Alexandre Travers ha Leslie Leray hag o deus savet nevez 'zo un ti-feurm pedagogel anvet "La Ferme Ambulante". Mont a reont dre ar vro gant o loened da welet an dud, bras pe bihan, er skolioù hag en tier retred dreist-holl. Ouzhpenn Alexandre e klevimp ivez 'kerz an abadenn Anna, Anne-Marie ha Marie, teir annezhiadezh en ti retred.


An triatlon

An triatlon

12/04/2023

Un abadenn gouestlet d'ur sport dianavezet, an triatlon gant Jean-Louis Toujas, ezel deus Triatlon klub Kemper. Met muioc'h eget dizoloadenn ur sport e vo. Kontet e vo kaoz eus plas ar sport en ur vuhez hag eus ar pezh e vez kavet er sport.


EL TAQA, pladenn nevez STARTIJENN

EL TAQA, pladenn nevez STARTIJENN

12/04/2023

Youenn Roue ha Kaou Gwenn a ginnig deomp pevare pladenn ar strollad Startijenn, hini ar grouidigezh "El Taqa". Ul "live" enrollet e-kerz festivalioù bras an hañv: An Erer-Kozh, Gouelioù Meur Kerne, Gouel An Oriant... D'ar sadorn 2 a viz Du e vo lidet dont er maez ar bladenn e Kreizenn an Arzoù hag ar Sevenadur Konk-Kerne gant ur fest-noz vras.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine