Tsotsil, ar gêr-mañ ne lâr netra deoc'h ? Ur bobl indian deus Amerika ar Su eo an Dsotsiled. Stourm a reont evit o gwirioù a-enep goubrenerezh gouarnamant Bro v/Meksik. Martina, Indianez Tsotsi, stourmerez ha zapatistez 'zo deuet er radio evit kinnig deomp he sevenadur, he fobl hag he stourm. Un abadenn fonnus a lakao ac'hanoc'h da zizoloiñ ur bobl dianvet ha da brederiañ war hor sevenadur ivez.
'Benn disadorn 'vo dalc'het 16vet Foar Bio 'ba Landerne. Aozet eo ar Foar gant kuzul skoazell Diwan Landerne. 120 diskouezer a ginnigo boued, gwinn, dilhad; War al lec'h 'vo artizaned a sav tiez ivez. Hend all 'vo kinniget prezegennoù hag animassionoù 'ba Sal Sant-Ernel a-hed o daou devezh. E-kerzh an abadenn 'vo klevet Jean-Raphael Moal (prezidant ar Foar), Klervi an Intañv (marc'hadourezh), Gwenole Ollivier (prezegennour) ha Gael Fontana (grafour ha tad ur bugel 'zo 'ba skol Diwan Landerne). Gant Erwan Blanchard eo kinniget an abadenn.
Youlek eo tud Konk Kerne ha tro-dro evit lakaat ar sevenadur da vevañ ahont. Digoret eo bet ul lec'h pleustriñ an dañs hag ar sonerezh a-vremañ nevez renevezet e ti-feurm ar Moros. Vefa Guenegan e karg eus sevenadur Konk Kerne a lako ar gaoz war ar savadur, e istor hag ar pezh eo deuet da vezañ. Un digarez eo bet ivez da ginnig stadt ar sevenadur e Bro Konk.
Ur vuhez dreistordinal 'neus bet paotr Sizun Loeiz Verveur. Koweit, Kanada, Ostralia, Nijeria, sed aze un neubeut anvioù lec'h gwelet gant Loeiz a zo bet ijinour war an tireoul ha geologour. Ha bremañ 'mañ war e leve 'neus bet amzer da gontañ e vuhez en Divskouarn o Nijal.
Gant : Leo Guillerm, Quentin Morvan hag Erle Marec. Lakaet 'vo ar gaoz war ur strollad kleweled nevez-flamm "Te Oar Mat", kaset gant tri lampon yaouank. Paotred leun a startijenn gant mennozhiou fresk, displeg a raio deomp penaos eo bet krouet ar strollad, piv 'zo barzh, gant piv int bet levezonet hag echuet 'vo an abadenn war un ton skanvoc'h gant ur c'houlennaoueg kult. Sonerezh : Beirut - Nantes Dion and The Belmonts - I Wonder why Stooshe - Slip(cover by The Struts) 50 Cent - In Da Club(Woodys Product 2005 remix)
Ur raktres heuliet gant 173 bro eo an Agenda 21. Ar pal : lakaat an diorren padus e pleustr er c'hentañ kantvet warn ugent. Tachennoù liesseurt a c'hell bezañ gwellaet, ar yerc'hed, al lojeiz, ar saotradur, merañ ar morioù, ar c'hoadoù hag ar menezioù da skouer. Gallout a ra bezañ an Agenda 21 ur chañjamant bedel, broadel, lec'hel met ivez hiniennel. Muioc'h muiañ e vez klasket kizidikaat an dud deus an diorren padus. Heuliet en deus Gabriel Bouroullec ur stummadur kinniget da familhoù zo e Penn ar Bed. Desket eo bet ganto penaos bevañ en un doare doujus deus an endro. Evit-se eo bet ret dezho soñjal en-dro e penaos mont-ha-dont, gwalc'hiñ o dilhad, liorzhañ, livañ hag all.
Perak e vez glav hag avel abaoe daou viz e Breizh ? Deus pelec'h e teu an amzer fall ? Hag e vo un dra voutin er bloavezhioù o tont Displegadennoù a vo roet deomp gant Gwenole Guevel, bet ijinour war ar meteo e-pad 40 vloaz e Meteo Frañs, hag hervezhañ ne yao ket an traoù war wellaat... Deskit pep tra war an diwaskennoù, ar gwask, chañjamant an hin hag ar seizh avel en Divskouarn o Nijal.