An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Picasso hag ar maouezed 2

Picasso hag ar maouezed 2

12/04/2023

Les demoiselles d'Avignon, Guernica, kubism ha surrealism, deus tout-se ha muioc'h c'hoazh e vo komzet en abadenn An Divskouarn o Nijal gouestlet da b/Picasso ! Gant Annaick Loizel, heñchourez e Mirdi Arzoù Kaer Kemper e lec'h e vez kinniget an diskouezadeg Picasso, l'éternel féminin. Eil lodenn an abadenn


Redadeg 2014 eil lodenn

Redadeg 2014 eil lodenn

12/04/2023

D'an 23 a viz Mae e loc'ho ar Redadeg deus Montroulez. A-raok mont da redek, dizoloit istor ar redadeg, penaos e vez aozet anezhi hag ar raktresoù skoazellet ganti !


Redadeg 2014

Redadeg 2014

12/04/2023

D'an 23 a viz Mae e loc'ho ar Redadeg deus Montroulez. A-raok mont da redek, dizoloit istor ar redadeg, penaos e vez aozet anezhi hag ar raktresoù skoazellet ganti !


200vet niverenn ArMen

200vet niverenn ArMen

12/04/2023

Abaoe 1986 e vez savet gant skipalh ar gelaouenn ArMen pennadoù liesseurt diwar-benn Breizh hag ar broioù keltiek hag ouzhpenn eus-se, an istor, an etnologiezh, ar yezh, ar sevenadur, ar politikerezh, hag all. En abadenn e vo kinniget istor ArMen ha 200vet niverenn ar gelaouenn mil-vrudet.


Arzhig du e brezhoneg

Arzhig du e brezhoneg

12/04/2023

Aboae miz Gwengolo eo bet labouret war ur raktres treiñ levrioù Arzhig Du e brezhoneg gant skolajidi, liseidi ha studierien Kemper. Ur c'henlabour gant un embannour, Bannoù Heol, rouedad mediaouegoù Kemper kumuniezh hag an hentad kelenn divyezhek. Klevet 'vo testeni ar vugale, an embanner, ur gelenerez ha tud mediaouegoù Kemper.


A c'henoù da c'henoù, istorioù da blaouiañ

A c'henoù da c'henoù, istorioù da blaouiañ

12/04/2023

Deomp da weladenniñ domani ar c'hontadennoù asambles gant ar bleiz, ar sorserez hag ar roñfl. Er mare-mañ ha betek fin miz Du 2014 e vez kinniget un diskouezadeg a-feson e Maner Kernault e Mellag. A c'henoù da c'henoù, istorioù da blaouiañ eo titl an abadenn a lak war well plas ar boued er c'hontadennoù. Gant Aurélie Le Déroff e karg deus ar sevenadur er Maner e vo dizoloet pep tra war ar favenn hud hag aval ruz Gwenn Erc'h. Krogit e-barzh !


A chenoù da c'henoù, istorioù da blaouiañ 2

A chenoù da c'henoù, istorioù da blaouiañ 2

12/04/2023

Deomp da weladenniñ domani ar c'hontadennoù asambles gant ar bleiz, ar sorserez hag ar roñfl. Er mare-mañ ha betek fin miz Du 2014 e vez kinniget un diskouezadeg a-feson e Maner Kernault e Mellag. A c'henoù da c'henoù, istorioù da blaouiañ eo titl an abadenn a lak war well plas ar boued er c'hontadennoù. Gant Aurélie Le Déroff e karg deus ar sevenadur er Maner e vo dizoloet pep tra war ar favenn hud hag aval ruz Gwenn Erc'h. Krogit e-barzh ! Eil lodenn


Repuidi Palestinia

Repuidi Palestinia

12/04/2023

Nevezamzer ar Palestine 'vez aozet e Douarnenez en dibenn-sizhun-mañ. Un digarez eo bet evit Radio Kerne da lakaat ar gaoz war stad ar repuidi balestinian asambles gant Youenn Jardin, ezel deus France Palestine Solidarité. Ouzhpenn komz deus ar repuidi hiziv an deiz e vo lakaet ar gaoz war istor ar bobl ha levrioù, filmoù ha diskouezadegoù bet savet evit brudañ stad ar Balestinianed. Evit mont pelloc'h : A world not ours, Mahdi Fleifel, 2013 L'histoire occultée des Palestiniens (1947-1953), Sandrine Mansour-Merien, 2013


AR BED KLOZ

AR BED KLOZ

12/04/2023

Emgav gant Brieg Guerveno 'ba Plegad-Moezan en ostaleri "Le Puits de Jeanne". D'ar sadorn 5 a viz Ebrel eo bet lidet eno dont er-maez eil pladenn ar c'haner: Ar Bed Kloz. Ur bladenn "rock prog" hag a grog d'ober berzh dre ar bed a-bezh...


KENAN AN HABASK, PAOTR AR C'HAMERA

KENAN AN HABASK, PAOTR AR C'HAMERA

12/04/2023

Penaos 'vez savet ur film pe un teul-film? Penaos 'vez arc'hantaouet anezhañ ha penaos e c'hall bezañ skignet? Displegadennoù gant Kenan An Habask deus Kemper, heuliet gantañ studioù war ar c'hazetenniñ ha deuet da vezañ paotr ar c'hamera...


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine