An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Maelan hag ar c'hevnid

Maelan hag ar c'hevnid

12/04/2023

Gwezhall e veze Maelan spontet gant ar c'hevnid, met se 'oa gwezhall...


Festival an teatr brezhonek eus ar 16/10 d'ar 16/11/2014

Festival an teatr brezhonek eus ar 16/10 d'ar 16/11/2014

12/04/2023

Emmanuelle Eon, eus C'hoariva', a ginnig ar pevare festival brezhonek deomp. Emañ e studio Radio Kerne gant Bernez Kere, eus ar strollad amaterien 'Biz ar glav'...


Mami Yuli, waria en Indonezia

Mami Yuli, waria en Indonezia

12/04/2023

Abaoe meur a vloavezhioù e vez pedet tud dreistordinal gant Gouel Filmoù Douarnenez. Tem ar festival e 2014 a oa pobloù Indonezia, Timor ar Reter ha Papoua. Deus ar broioù pell-se eo deuet ur Waria, Mami Yuli he anv, hag eo bet steredenn ar gouel. Bep bloaz ingal ez eus un den o tizhout kalon ar festivalourien un tammug donoc'h eget ar re all hag eo bet hi ar bloaz-mañ. Ur Waria eo Mami Yuli, da lavaret eo ur plac'h trapet e korf ur paotr. E-pad kantvedoù int bet degemeret mat-kenañ ar Wariaed e kevredigezhioù hengounel Indonezia, ur plas a oa evito digudenn. Met hiziv an deiz ha gant ar vuhez vodern n'eo ket ar memes afer. Kontet e vo he istor gant Mami Yuli, deus he ganedigezh en ur geriadenn hep tredan betek he diplom gwironiezh tapet evit ar wech gentañ gant ur Waria. Splujomp en ur bed dianavezet a n'emañ ket ken pell ouzhomp. Ur bed dishegar hag a c'hell chañj, ur vuhez diaes hag a zo aet war-raok, ur Waria wallgaset deuet da vezañ kannadourez gwirioù ar minorelezhioù.


Un droiad e Ukraina

Un droiad e Ukraina

12/04/2023

Ronan a faote dezhañ mont da Ukraina abaoe ur frapad amzer. Ouzhpenn evit ar savouriezh, ar c'herioù, ar gweledvaoù, ar boued, an ostized a rofe bod dezhañ... evit kompren ivez peseurt mod emañ ar vro-mañ o treiñ er mare-mañ. Eno e oa Ronan e dibenn miz eost evit un nebeut deizioù.


Koumoul Du : pladenn nevez Jakez ar Borgn

Koumoul Du : pladenn nevez Jakez ar Borgn

12/04/2023

20 kanaouenn a gaver war bladenn nevez Jakez ha Bleuenn ar Borgn. « Koumoul Du », ur bladenn e brezhoneg penn-da-benn evit ar re vihan hag ar re vrasoc'h


Ti an Douristed Plozeved

Ti an Douristed Plozeved

12/04/2023

Ur pennad-komz gant Margot Trebern eus Ploveur, bet o labourat e-kerz an hañv e ti an douristed 'ba Plozeved. Gwelout a rimp ganti penaos eo tremenet ar sezon, ar pezh 'zo da weladenniñ en dro da Blozevet ha piv a teu da vakañsiñ er Vro Vigoudenn Uhel...


Istor Indonezia, eil lodenn

Istor Indonezia, eil lodenn

12/04/2023

Indonezia : ur prezidant a gar ar sonerezh metal, lazhadeg ul lodenn vras deus ar boblañs e 1965, ouzhpenn 13 000 enez ha 700 yezh, sed aze un diverradenn vihan tout deus stad ar vro. Tamara Soukotta, plac'h ar vro, a ya donoc'h e istor he bro.


Vreer Verkerke, stourmer treuz e Europa

Vreer Verkerke, stourmer treuz e Europa

12/04/2023

Splujomp e bed an disrannoù asambles gant Vreer Verkerke, perzh deus Kuzul Transgender Europa a stourm evit gwellaat stadt an Dreuzed en hor c'hevandir. Pedet e oa bet gant Festival Sinema Douarnenez a zegemer ingal treuzgenaded hag etrerevidi evit komz diwar-benn stadt ar re o chom e-maez eus ur gevredigezh binarel savet war daou c'henad enebet. Gantañ e lakimp war-well stadt lezennel an Dreuzed e broioù Europa, ober kuzh al lobbyoù mirelour hag e sell war an dazont. Troet eo bet komzoù Vreer gant Marine Gloaguen.


Teullfilm Soazig Danielloù DB familhioù bras an Emsav hag istor KEAV

Teullfilm Soazig Danielloù DB familhioù bras an Emsav hag istor KEAV

12/04/2023

Emañ Soazig Danielloù o fardañ un teullfilm nevez. Un teullfilm DB istor an emsav hag an dud o deus savet ar c'hamp KEAV e 1948. Ur veaj neuze e memor ar stourm evit ar bzg. Filmañ a raio Soazig 4 familh anavezet mat, Kervella, Louarn, Huon ha Denez. Lod eus an dud en teullfilm a vo klevet en abadenn mañ hag ar realisatourez evel just. An abadenn zo bet preparet gant Stajidi radio Kerne e KEAV 2014. Trugarez dezho evit o labour a feson


Pezh C'hoari Re an tu all gant Tro Didro

Pezh C'hoari Re an tu all gant Tro Didro

12/04/2023

Pezh c'hoari nevez ar strollad Tro Didro kaset gant Yann Fulup Dupuy a ra berzh. C'hoariet oa bet e Landrevarzeg e pad an hañv 2014. Leun ar sal ha laouen ar publik da heul ar pezh. Klevet a rimp aze al leurenner, darn eus ar gomedianed hag eus an arvesterien. Fardet eo bet an abadenn gant stajidi radio kerne KEAV 2014. Trugarez dezho evit o labour a feson.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine