Un abadenn ispisial gouestlet da 15vet festival Penn ar Bed bet dalc'het e Kraon etre ar 1añ hag an 3 a viz Eost. Penaos o deus bevet ar festivalourien hag an dud a-youl-vat ar gouel, penaos e oa an aerglec'h, peseurt arzourien o deus graet berzh er bloaz-mañ? Ar respont gant Morgan ha Brieg, bet o reportajiñ war an dachenn 'kerz an dibenn-zun&
Hirie ez aimp betek Kawan ba bro-dreger. 17 vloaz 'zo zo bet krouet du-hont 'tal kichen koat kerouspi ul lec''h a zegemer hirie an deiz ouzhpenn 10 000 weladenner ar bloaz: kreizenn ar son. Kalzig a draoù 'zo cheñchet abaoe ar penn kentañ 'giz ma tisplego deomp 'kerz an abadenn Sebastien Toinen, animatour er greizenn.
Deomp da zañsal gant Aurélie Le Déroff, e karg eus ar sevenadur e Maner Kernault. Ganti e welladennimp Bal, baloù, un diskouezadeg staliet e Mellac. Betek fin ar bloaz eo gouestlet ar maner d'ar baloù poblek, deus ar baloù kuzh e-pad an eil brezel bed betek ar baloù disko er bloavezhioù 80. Pinvidikaet eo bet an diskouezadeg gant dastumadegoù Jean-Louis Le Vallegan, ha reoù all, arbennigourien war an dañvez. Kinniget e vez d'ar welladennourien gwiskañ o dilhad sul ha mont da riboulat e-pad un toullad eurvezhioù e Maner Kernault.
Gael Briand, pennskrid kelaouenn Pobl Vreizh, a ginnig deomp e levr nevez : "Bretagne-France : une relation coloniale". An darempredoù mistri-mestroniet etre Bro C'hall ha Breizh a zo lakaet war wel en e levr. Kentoc'h eget ober hep Bro C'hall e ped ar vretoned da ginnig ha da dermeniñ ur raktres evit kevredigezh Breizh. D'ar sul 7 a viz Mezheven 2015, e vo c'hoazh deus bodadegoù Dibab e meur a gumun e Breizh, Gael Briand a gont deomp hiroc'h diwar benn raktres ar gevredigezh-se.
René Toullec a gont deomp muioc'h evit un hanter kantved buhez. Ganet da vare an eil vrezel, merket n'o ar prentad-se e vuhez a-bezh. Gant Mark Kerrain, kamarad dezhañ, gweled o deus penaos e cheñchet an traoù e buhez an dud war ar maez araok bezañ desavet er c'hêrioù.
Gant Annaelle Ar Pann, heñchourer sevenadurel, e raimp tro ekomirdi Kommanna, ur mirdi en diavaez a laka ar welladennourien da zizoloiñ buhez gwechall er Menezioù Arre. Bet on bet o wellet anezhi e-kerzh un devezh degemer evit stajidi Stumdi ha Mervent. Un digarez evit an nevez vrezhonegerien da gejañ ouzh tud nevez. En o zouez, Thérèse ha Loeiz Corbé deuet eus Plouider evit diskouez dezho penaos fardañ bara mod-kozh. Ha pep tra e brezhoneg evel just. Digor eo ekomirdi Kommanna bemdez adalek 11e betek 6e noz, ha betek 7e noz e-pad an hañv.
Marthe Vassallo, unan eus mouezhioù bravañ eus Breizh, a zegemer ac'hanomp da geñver Beaj Goañv (Winterreise e alamaneg) Franz Schubert), un arvest bet diskouezhet d'an 9 ha d'an 10 a viz Ebrel 2015 e korigandi Roazhon. Etre daou bleustradeg hag araok an darvoud graet d'an noz-se, Marthe Vassallo a zispleg deomp penaos e bet prientet an arvest Beaj Goañv, penaos eo deuet ar soñj d'en ober, peseurt labour zo bet en-araok, met ivez petra ra ha petra 'oa war soñj Marthe Vassallo araok pignat war al leurenn.
13 milliard hanter a gengreadur, ouzhpenn 21000 implijiad hag ur brud disputet, sed aze an embregerezh amerikan Monsanto. Un embregerezh morgazh e-giz e vez lâret dre ma 'vez kavet war dachennoù liesseurt. Ganti eo bet savet meur a brodu, en o zouez, ar gontammer orañjez, ur gaz implijet e Vietnam e-pad ar Brezel, ar Roundup, an herbisid a vez gwerzhet ar muiañ dre ar bed hag had OGM gouest da c'houzañv ar roundup. Ganti neuze e vez reoliet chadenn al labourerezh douar penn da benn. Ar pezh eo n'eo ket hep dañjer ar roundup ha pestisidoù Monsanto all, prosezoù e-leizh zo bet a-enep an embregerezh, n'ez eus ket kalz anezho bet gounezet, met un nebeut reoù memes tra. Gant Andre Kerdranvat e lakaimp ar gaoz war ar pestisidoù dre vras, ha resis war ar stourm a-enepto gant Dour ha Sterioù Breizh.
Goude « Startijenn », « Pakit Holl! », « Kreiz da fas » hag « El Taqa », setu degouezhet SKEUD, 5vet pladenn ar strollad Startijenn. D'an 2 a viz Mae 'zo bet lidet war an ton bras dont er maez ofisiel ar bladenn e Brest e sal « La Carène ». Ouzhpenn 500 dañser oa no m gavet du-hont evit an darvoud. Kaou Gwenn, tabouliner ar strollad 'zo deuet da gontañ hiroch deomp&
Pierre-Yves Petillon deus ar gevredigezh Dastum Bro Gerne a ginnig deomp AN DIAOUL A GAN, ur gouel gouestlet d'ar c'han hengounel dalc'het evit an 9vet gwech er Yeuc'h. Fest-deiz, fest-noz, nozvezh sinema, stajoù, prezegennoù... Etre ar yaou 6 hag ar sul 10 a viz Mae e kinnig deoc'h skipailh an aozerien ur programm karget mat hag a galite!