An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Troveni Lokorn 2/2

Troveni Lokorn 2/2

12/04/2023

Ouzhpenn un drovini a zo e Breizh met hini Lokorn a zo an hini vrudetañ hiziv an deiz. Eus pelec''h e teu an drovini-mañ ? Deus ar Gristenien pe deus ar Gelted ? Pe a-raok zoken ? Ha gant piv 'oa bet treset hent an drovini ? Un nebeut respontoù gant Ronan Hénaff eus Kervarnvarn kostez bourk Lokorn. Eil lodenn e zisplegadenn eo.


Kroashent ar micherioù

Kroashent ar micherioù

12/04/2023

28 a viz Genver - kroazhent ar micherioù - sal Glenmor, Karaez. Dibaoe 12 vloaz e vez aozet an darvoud-mañ gant Diwan, un digarez evit skolajidi ar vro da vont e darempred gant bed al laboure ha da soñjal en amzer da zont. Peseurt micher a blijfe dezho ? Peseurt buhez o defe c'hoant da gaout ? Deomp neuze da gejañ gante ! Un abadenn gant Hannah Moal.


Troveni Lokorn

Troveni Lokorn

12/04/2023

Ouzhpenn un drovini a zo e Breizh met hini Lokorn a zo an hini vrudetañ hiziv an deiz. Eus pelec'h e teu an drovini-mañ ? Deus ar Gristenien pe deus ar Gelted ? Pe a-raok zoken ? Ha gant piv 'oa bet treset hent an drovini ? Un nebeut respontoù gant Ronan Hénaff eus Kervarnvarn kostez bourk Lokorn.


Stankelloù war ribloù an Odet

Stankelloù war ribloù an Odet

12/04/2023

Abaoe un nebeut mizioù eo krog ar Sivalodet da gas emvodoù publik evit kinnig e raktres nevez, ur raktres terkañ ribloù an Odet evit gwareziñ kêr Kemper hag ar c''humunioù tro-dro deus an dourioù-beuz. Met ar gevredigezh Dour ha Stêrioù Breizh a sav a-enep soñj ar Sivalodet. Displeget 'vo perak hag an diskoulmoù all kinniget gt Dour ha Stêrioù Breizh gant Andre Kerdranvat, ezel eus ar gevredigezh.


Bed an istr

Bed an istr

12/04/2023

N'ho peus ket bet trawalc'h a istr e-kerzh ar vakañsoù Nedeleg ? Just a-walc'h eo bet Benjamin oc'h en em goll en Ospital e-lec'h ma vez savet istr gant familh Jérémie. « Estr » a vez lâret eno kentoc'h met ar memes loen eo memestra ! Met goût a ouzit penaos vez savet ar re-mañ ? Petra eo buhez un istrenn ? Torfed eo poazhañ anezhi ? Ar respontoù da glevet en abadenn !


Mimi Lukas

Mimi Lukas

12/04/2023

Er vro Vigouden e vez graet « Friturioù » deus an uzinoù gleustoù-mir pesked. Mimi Lukas he deus labouret e lod deus outo etre he 14 hag he 61 bloaz. Amzer da gaout istorioù ken farsus ha bourrus, da gontañ deus mikro Tunvezh Gloaguen-Grandjean.


Manif enep fask

Manif enep fask

12/04/2023

Dibaoe nebeut 'zo 'vez klevet kreñv mouezh tud an tu deou-pellañ, a-enep d'ar fed da zegemer divroidi ha repuidi er vro. Aozet 'vez manifestadegoù ganto, ar pezh a lak tud an tu kleiz en o mallozh. Lâret 'vez gant « Adsav » eo dav difenn sevenadur Breizh enep da aloubadeg ar vro gant strañjourien. An abadenn-mañ 'zo bet savet da zegouezh ur vanifestadeg « doubl » aozet e Kemper (d'an 23 a viz Genver), gant ar strollad broadelour « Adsav » deus un tu, hag ar strolladoù « Enep d'ar faskourien » deus an tu all. Un abeg mat evit da Dunvezh klask diluziañ ar ragsoñjoù poblus savet gant kalz tud er mare-mañ, gant sikour lod eus ar vanifesterien.


Christophe Kergourlay, kaner

Christophe Kergourlay, kaner

12/04/2023

Christophe Kergourlay, kaner Kan ha diskan evit ar blijadur, zo bet aterset gant Tunvezh Gloaguen-Grandjean. C'hoant he deus bet da c'houzout penaos eo eñ kouezhet er bed-mañ, hag ar pezh en deus lakaet anezhañ da zeskiñ kanañ.


Herve Jannez, labourer douar a vro Glazig

Herve Jannez, labourer douar a vro Glazig

12/04/2023

Bet eo Tunvezh oc'h atersiñ Hervé Jannes, ul labourer douar kozh, bet bevet e holl buhez er vro glazig. Ganet eo bet e 1922, setu e c'heller lâr 'n eus bevet traoù. Lakaat a raio ar gaoz war an doare 'n eus eñ bevet ar grizenn ekonomikel zo kouezet war ar bed a-bezh e penn kentañ ar bloavezhioù 1930. Preg a raio ivez deus mont en-dro ar C'hooperativoù d'e vare, ha dreist holl diwar hini Landerne, giz eo eñ bet kooperour enni e-pad pell, hag eil prezidant memes d'ur mare.


Ar vreuriez 'ba' Plougastell

Ar vreuriez 'ba' Plougastell

12/04/2023

Pep pobl 'neus he doare d'ober gant ar re varv. Da enoriñ anezhe pe da gaout soñj. 'Ba' Plougastell e vez kavet ar vreuriez. Ur giz ken kozh e teufe deus ar Gelted moarvat. Da vare an Ollsent e vez gwelet ar Blougastelliz o sevel o « gwezenn ar vreuriez », ur wezenn vihan gant avaloù lakaet warni, sañset ul liamm etre ar re varv hag ar re vev. Da c'hoût hiroc'h diwar he fenn eo bet Benjamin o kaozeal gant Laouig Karet 'neus dalc'het ar vreuriez en e diegezh er Feunteun Wenn.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine