Asambles gant Annick ha Francis Nédélec emaomp an taol-mañ hag ar re-mañ neuze a zo o vont da gontañ un tamm eus o buhez deomp. Er JAC (Jeunesse Agricole Catholique) e oant en em gavet asambles an eil gant egile e fin ar bloavezhioù 50. Da Gerambrunou (Rosporden) e oant deuet da zalc'hen ur feurm goude-se, pa oa distroet Francis da Vreizh, goude bezañ bet oc'h ober e amzer-selvich e Aljeri.
Asambles gant Roger Stephan emaomp hiziv. Bet omp bet o welet anezhañ e Kerikel (Tremeven) e-lec'h m'emañ o chom evit ar wech. War chadenn Frañs 3 en abadenn "Fin ar Bed" ho peus gwelet hemañ sur a-walc'h : Fañch, an hini kozh 'ni eo ! Bezañ aktour n'eo e vicher gentañ koulskoude. E Tremeven, "Treumeun", eo-eñ ganet met e familh a oa o talc'hen un ostalidi en Oriant pa oa yaouank. Goude-se neuze 'oa bet o studiañ en Naoned, a-raok dont da vartolod. Setu e-giz-se 'neus beajet eus Breizh da borzhioù brasañ Afrika hag Asia. Goude c'hoazh 'noa labouret e uzin Cascasdec (Skaer). Ur bern soñjoù 'neus da gontañ deomp neuze !
Kaout aon dirak ur c'hazh du, mont da welet un diskonter, paseal dindan ur skeul ... Savet eo bet hor c'hultur diwar kredennoù kozh ha traoù direzon. An diskouezadeg "Krediñ a ran, ne gredan ket" a lak ar bed kuzhet-mañ war-wel e mirdi Breizh (Roazhon). Paskal Nignol 'neus heñchet ac'hanomp neuze er salioù teñval evit mont da welet poltred ur sorserez gwir, ur milouer "karget", un daolenn-Ouija hag ur bern traoù all c'hoazh ! 'Peus ket re aon ?

Marie-Anne Benoit a zo ganet e Laz er bloavezh 1918 ! E Edern 'oa deuet da chom a-benn oa dimezet e fin ar brezel. Kere ar vourc'h 'oa he gwaz ha hi 'deus graet a-bep seurt micher evit ar wech tout. Kant vloaz 'doa tapet e miz C'hwevrer 2018. Benjamin Bouard a zo bet o kaozeal asambles ganti e ti ar re gozh e Brieg.
Jeremy ar Floc'h ha Madeline Anne a zo o chom e Kameled. Jeremy a zo o teskiñ e vicher munuzer e Atalieroù an Ifern (Douarnenez) ha goude-se neuze 'nefe c'hoant da zigeriñ e chanter da sevel bagoù. Madeline a oa bet o teskiñ brezhoneg e Stummdi warlene ha dalc'hen a ra da safaret brezhoneg asambles gant he c'hamarad koulz ha brezhonegerezed eus ar vro.
Hiziv emaomp asambles gant Raymond le Bot e Ploudiern. E Afrika 'oa bet o veviñ e-pad un nebeut bloavezhioù pa oa yaouank. E Madagaskar, an "Enez Vras" e-giz vez lâret, 'oa bet da gentañ tout, er bloavezh 1971. Goude-se neuze 'oa bet e Kazamañs, ur vro vihan a zo stag ouzh Senegal.
Julien Vrigneault, soner sakso er strollad Lunch Noazh, zo deuet betek e studio Radio Kerne evit kinnig eil pladenn e strollad. Gant ar strollad 'vez kinniget ur meskaj pop, sonerezh hengounel ha jazz ha kanaouennoù e brezhoneg. Gant ar soner hon eus lakaet ar gaoz war al labour krouiñ, an awenioù, plas ar jazz en e vuhez hag e stil sonerezh.
Ur majisian brudet a zo en abadenn hiziv ! Dany Trick a zo ganet e Motrev, kostez Karaez. Benjamin a zo bet o safarat asambles gantañ er Stang Veil, parrez Mellag. Du-hont emañ o chom abaoe un toullad bloavezhioù. Kontañ a ray peseurt-mod 'neus desket e droioù hag un nebeut a ziskouezo deomp e-doug an abadenn ivez. Ouzhpenn troioù a ra ivez ! « Teurvouezhier » eo ivez ! Hag hemañ a blij kalz dezhañ pesketa, c'hoari teatr, prenañ levrioù kozh ha renkañ anezho, skrivañ war e vlog Internet ... Plijadur a vo, sur !