An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Asambles gant an aotroù person

Asambles gant an aotroù person

12/04/2023

E penn-kentañ ar bloavezhioù 50 e oa bet beleget Joseph Plouhinec. Da neuze e veze troet kein d'an dud e-pad an oferenn ha ne veze ket klevet 'met latin gant ar veleien ! Goude bezañ bet er c'hloardi e oa bet anvet kure e Tregon, Douarnenez ha Kemper. Ha goude-se neuze 'oa-eñ bet person ar Porzhe. E 2013 e oa aet en e retred e presbital Lokmaria e Kemper.


Deomp da bourmen e Koad Penfoulig !

Deomp da bourmen e Koad Penfoulig !

12/04/2023

Lucienne Moisan a zo animatourez natur e komun Fouenn. E koad Penfoulig omp bet o pourmen asambles ganti n'eus ket keit-se, da welet pegen brav eo an natur du-hont. Nevez 'zo eo bet roet al label "4 handicap" d'ar c'hoad-mañ ha neuze 'c'hall an dud ampechet mont da vale ennañ a-nes riskl.


An Amassada enep ar Rodoù-Avel

An Amassada enep ar Rodoù-Avel

12/04/2023

En abadenn an Divskouarn O Nijal hiriv e romp un tamm tro e departamant an Aveyron. Du-se eman ar stal RTE (Rouedad Treusdougen Tredan) gant ar raktres sevel 1000 rod-avel, dasparzhet war live an departamant a-bezh. Strolladoù tud o chom er vro a zo en em savet a-enep. Unan outo dreist-holl, a zo aet betek stalian un doare ZAD vihan, ana Amassada, war gumun Saint-Victor-et-Melvieu. Perag du-se ? Peogwir eo al lec'h a zo bet dibabet gant RTE evit sevel an treusfurmer tredan 12 devezh arat, d'ober war dro an energiezh produet gant ar 1000 rod-avel. Mez perag e vefe difennerien an endro a-enep produin tredan gant an avel ? Ha penaos e vez kaset ar stourm ganto ? Klemañ Bruneau a zo perzh e strollad an Amassada. Respontet 'n eus d'an holl c'houlennoù-se. Un abadenn savet gant Tunvezh w/Gwlagen-Grandjean.


"Ar vuhez a zo droll" ... asambles gant Louise Gestin

"Ar vuhez a zo droll" ... asambles gant Louise Gestin

12/04/2023

Asambles gant Louise Gestin emaomp ar wech-mañ. E Landudal eo ganet hag a-benn 'oa dimezet 'oa deuet da Groaz an Turk (Brieg) da chom. Du-hont neuze 'oa bet talc'hen un ostalidi hag ur feurm asambles. Hag ouzh ar vugale 'oa ranket emellañ ivez ! Bet eo bet Benjamin o welet anezhi da glevet un tamm eus e buhez.


Deomp da virdi ar micherioù kozh bev !

Deomp da virdi ar micherioù kozh bev !

12/04/2023

Un ugent micher bennak a vez diskouezet e Mirdi ar icherioù kozh bev, e bourc'h Argol. Du-hont e vez desket deomp peseurt micherioù a rae re war ar maez gwechall. Benjamin a zo bet o pourmen ennañ ha setu 'neus graet anaoudegezh gant pevar den : - Gabriel Le Bras, unan eus ar re o deus savet ar mirdi-mañ - Anna Ely, honnezh a teu da nezañ gloan - Maï, honnezh a ra amann da werzhañ d'an dud - Bernard Sénéchal, hennezh a oa martolod


Deomp da Veurzh !

Deomp da Veurzh !

12/04/2023

Brezhoneg brav Dominique Merrien ho peus klevet meur a wech dija war Radio Kerne. Paotr Gouezeg a ra parti deus ar gevredigezh Loar Gann (kevredigezh astronomiezh Bro-Gerne). Asambles gantañ 'yeomp da sellet ouzh an oabl. Lâret a ra deomp peseurt stered a c'haller gwelet en oabl e-pad an hañv. Goude-se 'safaro un tamm bihan c'hoazh eus Meurzh, ar blanedenn ruz !


Yvon Gouez, gitarour Storlok

Yvon Gouez, gitarour Storlok

12/04/2023

Rock 'n roll ha brezhoneg ? An deiz-hiziv oc'h kustum da glevet an daou asambles. E-doug ar bloavezhioù 70 koulskoude 'oa ket ken splann-se, dreist-holl e Bro-Leon ! Met du-hont eo bet krouet Storlok memestra ! Rock ha brezhoneg, evit ar wech kentañ 'oa bet dimezet an eil d'egile. Yvon Gouez a oa unan eus gitarourien ar strollad. Bet omp bet o welet anezhañ e Sant-Kadou (Sizun), e-lec'h emañ o talc'hen ar studio "Streat ar Skol". Kontañ a ray un tamm deus istor Storlok deomp neuze. Met ouzhpenn gitatour Storlok eo bet, setu safarimp un tammig bihan deus e vuhez peotramant deus e labour e Streat ar Skol.


Reun ar Bidon, eus Gwengat da Senegal

Reun ar Bidon, eus Gwengat da Senegal

12/04/2023

Bet omp bet o welet Reun ar Bidon e Plañvour, e-kichenn an Oriant. Met Reun n'eo ket deus bro an Oriant anezhañ ! Ganet eo e Gwengat, etre Kemper ha Douarnenez. Hemañ a zo hir ha pinvidik e vuhez. Pa oa-eñ yaouank 'rae koursoù-velo amañ giz-mañ er vro. Goude-se 'oa bet oc'h ober e amzer-servich e Senegal. Un toullad traoù 'neus gwelet du-hont, krokodiled, naered bras-spontus. Anoudegezh en doa graet gant pobloù all. Desket en doa safaret wolof un tammig bihan memes ! Hag ur c'hazh en doa drebet eno ivez ! Met fall 'oa ar jeu d'ar mare-se, ar Frañsijen a oa krog d'en em gannañ er Rio del Oro. A-benn 'oa deuet d'ar vro en-dro en doa graet micherioù a-bep seurt, a-raok dont da Blañvour da chom.


Istor industriel Rosporden

Istor industriel Rosporden

12/04/2023

Rosporden zo ur gêr vihan, bet ur greizenn industriezhioù etre ar bloavezhioù 1920 ha 1970. A-benn neuze e laboure 1 400 michidour en un dek uzin bennaket. Ne bado ket al lorc'h, pa ne chom ket bremañ mui ken un uzin eno. Fañch Nedeleg a zo ezel ar gevredigezh HPPR (Istor ha Glad bro Rospoden), ha bet labourer-douar e Kernevel. Gantañ vo gouezet hiroc'h piv voe Michel Kaogan, paotr ar vro bet krouet uzinoù charkuterezh braz. Met preget vo ivez deus glad ar vro, an tier-forn diaes da reiñ un oad resis dezho, pe c'hoaz vo graet tro mekanikoù labourerezh-douar kozh, bet dastumet du-mañ du-hont gant Fañch Nedeleg a hed e vuhez.


Anna ar Gow

Anna ar Gow

12/04/2023

E Gouezeg e penn all ar vourc'h, ma bigner etramek Karreg an Tan, e weler un ti bras kuzhet a-dreñv ar gwez. Aze emañ Keranna. Ar skrivagner Yeun ar Gow 'noa bevet en ti-mañ an hanter eus e vuhez. Anna ar Gow, e verc'h-kaer, a zo o chom ennañ c'hoazh. Ganet eo e Pariz hag e brezhoneg tout eo bet savet gant he zud du-hont. Hag a-benn e oa dimezet gant mab noter Gouezeg, Michel ar Gow, e oa deuet da Geranna da chom ivez. Kontañ a ra un tamm eus he buhez deomp.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine