An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Deportet d'an Alamagn

Deportet d'an Alamagn

12/04/2023

E miz-Meurzh 'oa bet Adrien Kerloc'h e skolaj ar Pont o prechañ deus ar Resistañs ha deus an deportiñ d'ar vugale. Hennezh a ra parti deus ar c'hComité du Souvenir en Cap-Sizun. Bet en deus bet anveet un tamm-mat a dud, tud deus ar vro, a oa bet diportet d'an Alamagn e-doug ar brezel, ha setu en deus lakaet anezho da gontañ ar pezh o doa gwelet du-hont. Mat en deus graet, peogwir ne chom ket gour ebet ken bremañ. Benjamin Bouard a zo bet oc'h en em gavet asambles gantañ e Ploeneg, e-kichenn Gwaien.


Deomp d'ar skol en-dro !

Deomp d'ar skol en-dro !

12/04/2023

Annick ha René Helgoualc'h a zo ganeomp en abadenn hiziv. Ar re-mañ a zo 'chom e Kerzanvez, e-kichenn bourc'h Gouezeg. Nag an eil nag egile a ouie galleg pa oant aet d'ar skol met 'oant ket bet pell o teskiñ 'hat ! Annick a yae d'ar "c'hours ménagers" ivez, e-giz tout ar merc'hed all d'ar mare-se. Ha René a ranke bale pemp kilometr evit mont d'ar skol ha ne oa ket heñchoù koltaret nag oto ebet da gas anezhañ fonnusoc'h. Ha deus ar skol emaomp 'vont da safaret asambles ganto da zigentañ neuze ha René a gonto deomp deus e amzer-servich e Tunisi e lodenn ziwezhañ an ababenn ivez.


Buhez ar Zent

Buhez ar Zent

12/04/2023

Deomp da Vro-Chtou hiziv ! Asambles gant André Raoul omp bet oc'h en em gavet ar wech-mañ da lakaat ar gaoz war e vro. Hennezh a zo o chom e Kervidiern er Zent ha du-hont neuze ne chom ket kalz traoù. Kalz tud a zo aet kuit tri-ugent vloaz 'zo, lod a zo aet d'an Amerik da glask labour, lod a zo aet da Baris ha lod all c'hoazh a zo aet da C'hourin da chom pe d'ar Faoued. Met ar brezhoneg a zo chomet bev en takad-se hag André Raoul a ra kentelioù brezhoneg gant ar gevredigezh An Ti Glas.


Bro ar mouded, bro ar viser

Bro ar mouded, bro ar viser

12/04/2023

Asambles gant Annick Plant omp bet oc'h en em gavet an taol-mañ. Homañ a zo ganet e Plonevell, e-kichenn Karaez du-hont. Er bloavezh 1959 oa-hi deuet da Vrenniliz da chom asambles gant he zud koulskoude. Hag an dra-mañ a oa bet ur sakre cheñchamant eviti ! Bro ar mouded a oa ur vro baour da neuze. Paour-ran 'oa an dud, treut 'oa an douar. Setu emañ Annick 'vont da gontañ deomp bremañ deus buhez ar re baour e Brenniliz gwechall.


Tin ar C'hozh deus Lechiagad

Tin ar C'hozh deus Lechiagad

12/04/2023

An Divskouarn o Nijal hiriv a zo gant ur Vigouden gozh deus Lechiagad. Tin ar C'hozh, pe Valentine Ronarc'h, a zo 98 vloaz. Ar vaouez a zo bet o chom a hed he buhez tu pe du deus stêr Pont-Abad, en ur familh ma voe an holl wazed martoloded. Hi he-unan a zo bet o werziñ piko. Kontiñ a raio ivez maouez Lechiagad penaos he deus graet anvdegezh gant he gwaz, paotr ar Gelveneg, en ur vont da ganañ ha da bourmen d'ar vrec'h goude koan. Brameñ 'mañ Tin ar C'hozh o chom e Ti-ar-re-gozh Penmarc'h, lec'h ma ne vez ket selvijet a soubenn ar c'hig morse, hag e vez o sorc'henniñ deus he soupierennoù da noz.


Diabaradez e Boston

Diabaradez e Boston

12/04/2023

Aude Moalic he deus kaset un nebeut mizioù er Stadoù-Unanet, evel diabaradez. Ha kavet he deus se dreist!


Le peigne sardine, lakaat troc'hañ e vlev e lec'hioù dic'hortoz

Le peigne sardine, lakaat troc'hañ e vlev e lec'hioù dic'hortoz

12/04/2023

Julie Cadaze a zo plijet bras gant he micher. Met dav 'oa dezhi kavout un doare da vont e-maez ar saloñsoù, da gaout muioc'h a librente, muioc'h a blijadur gant he c'hlianted, ha nebeutoc'h a gargoù. Ha deuet eo brav ganti: n'ez a ket da di an dud hepken, gwelloc'h c'hoazh eo ar pezh he deus ijinet.


Reun Koupa, ur skouarn-aour e Mururoa

Reun Koupa, ur skouarn-aour e Mururoa

12/04/2023

Asambles gant ur Bigouter emaomp ar wech-mañ. Reun Koupa a zo ganet e Penmarc'h. Abred a-walc'h en e yaouankiz en doa ranket kuitaad ar vro da gaout ul labour koulskoude. Bet eo bet o labourat en arme da zigentañ, skouarn-aour eo bet e listri-splujer an arme memes ha goude-se eo bet labourat gant ar CEA (Commissariat à l'Énergie Atomique) e Mururoa. Du-hont eo bet Reun gwelet pegen diaes buhez ha labour ar Bolinesianed ha setu 'oa graet e soñj gantañ difenn ar re-mañ. An tahisianeg en deus desket ivez, ha se en deus c'hoant dezhañ deskiñ langaj e vamm-gozh, ar brezhoneg.


Distrujet an ti en Oriant, minoù tro-war-dro d'ar gêr e Karnag

Distrujet an ti en Oriant, minoù tro-war-dro d'ar gêr e Karnag

12/04/2023

Denise Lefranc ne oa ket 'met pemzek vloaz pa oa bet disklêriet ar brezel hag en Oriant 'oa 'chom da neuze. Pa oa krog an Amerikaned hag an Anglichen bombardiñ ar gêr, neuze 'oa bet dav dezhi mont da Garnag da glask repu. Met du-hont ne veze ket kalz gwelloc'h ar jeu : ne oa netra da zebriñ ha minoù a oa tro-war-dro d'he zi. Hiziv neuze emañ-hi o kontañ deomp istor he brezel dezhi.


Roudig ar sant chapel Kilinenn

Roudig ar sant chapel Kilinenn

12/04/2023

N'eo ket achu al labourioù e chapel Kilinenn (Landrevarzeg) ! Ur bern traoù a zo da gempenn c'hoazh hag ar bloaz-mañ eo komañset komite ar chapel da glask adsevel roudig ar sant a oa en enni gwechall. Ur foto bet tapet e 1903 a zo bet adkavet ha war he c'horre 'weler mat ur roudig gozh. Tres ar roudig ha toull an ahel a zo bet diskoachet ivez war-c'horre ur voger. Daniel Kernalegenn a anvez mat ar chapel-mañ, hag ober a ra parti deus ar c'homite ivez : se zo kaoz eo bet Benjamin Bouard oc'h en em gavet asambles gantañ e Kilinenn.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine