Raymond Lousouarn a zo ur paotr Penmarc'h 'n eus bet graet ar vicher a vunuzer. En abadenn-mañ e konto deomp gant e vrezhoneg pinvidik penaos eo bet stummet war ar vicher pa voe 14 bloaz. Lâret a raio deomp penaos eo cheñchet ar modoù da sevel tier ivez, etre ar bloavezhioù 40 ha hiriv : tremenet deus ar pri d'ar simant ha deus ar vein d'ar parpaing, deus ar paotr-pri d'ar gru, deus an heskenn dorn d'an heskenn dredan, ha penaos e voe savet ar chafod gant koad Bloveilh. Kontiñ raio deomp c'hoazh penaos voe gouel d'ar mare ma voe staget ar boked deus ar chiminal, ur wezh echuet o labour gant ar vasonerien. Un abadenn savet gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean
Bremañ 'zo tost daou-ugent vloaz 'zo 'oa deuet 'maez ar film Plogoff, des pierres contre des fusils. Nicole ha Felix ar Garreg a oa bet o filmañ afer Plogoñ er bloavezh 1980, pa faote da c'houarnamant Gisgard d'Estaing ha d'an EDF sevel ur greizenn nukleek e Beg ar Raz, war gomun Plogoñ. E-pad tri bloaz neuze 'oa bet bec'h du-hont : ar maer Jean-Marie Kelorc'h ha kalz a dud a oa savet a-enep ar "sañtral". Ar bloaz-mañ eo bet restoret ar film ha lakaet eo bet e-barzh listenn Cannes Classics e festival ar filmoù. Pedet eo bet Nicole ha Felix neuze da zont da vale war-c'horre an tapis ruz !
Asambles gant Marie Verveur emaomp en abadenn hiziv ! Honnezh a zo 'labourat hanter-amzer en ur gevredigezh nevez a zo he anv Hent ar Marchosi, e Langolen, etre Kore ha Brieg. Re ar gevredigezh-mañ a sav kezeg ha poneed ha neuze bep sizhunvezh 'vez degeremet tud evit kas anezho da bourmen gant al loened dre ar vro. Tud ampechet a vez resevet ivez, koulz e-giz tud o deus poan-spered pe c'hoazh bugale o deus diaesamañchoù en o familhoù. En em gavout asambles gant ar c'hezeg hag ober war o zro a ra vad d'an dud-se. Ur gwir derapiezh eo zoken !
Chom a ra 5 devezh evit dizoloiñ an diskouezadeg diwezhañ a 'zo kinniget gant mirdi an Arzoù Kaer e Kemper. He zitl barzhoniel : AN DRIVLIADELOURIEN DIWEZHAÑ : AMZER AN NESTED Gouestlet eo an diskouezadeg-mañ da arzourien Kevredigezh Nevez al Livourien hag ar Gizellerien - ar vreuriezh arzel brudetañ a ziskouez diouzh ar gwellañ ar Belle Epoque hag ar mare etre an daou vrezel. Emaomp gant Annaig Loizel, heñchourez er mirdi.
Daoust hag eo echu maread ar pladennoù ? Abaoe ur 15 vloaz bennaket eo unan eus chaladurioù industriezh ar sonerezh. Evit Coop Breizh, an ti-embann ha ti-produiñ staliet e Speied, n'eo ket ar memes tra. Kresket eo an niver a bladennoù gwerzhet ar bloaz paseet hag e breskenn az a ar chiffroù streaming ! Romain Sponnagel e karg eus ar sonerezh e Coop Breizh a zo ganeomp en abadenn : displeg a raio deomp penaos 'vez paeet an arzourien pa selaouer deus un eus o zonioù en ur savenn streaming, peseurt titour a roer hep gouzout d'ar mare-se hag e kaozimp ivez eus ar pladennoù nevez deuet 'maez gant Coop Breizh, Red Cardell ha Bagad Kemper hag Hamon Martin en o zouez.
E-doug ar brezel, c'hwi oar mat, 'zo bet tud a oa bet o stourm enep an Almañted ha lod all c'hoazh a oa bet o labourat asambles ganto. E Breizh amañ giz-mañ 'oant bet sikouret, lakeomp, gant Bretoned 'zo a oa nasionalisted, tud a faote dezho distagañ Breizh deus Bro-Frañs. E maner Kerriou, e Gouezeg, e-kichenn Pont-Koblant, 'oa bet lod deuzouto. Yann ar Moulin a zo ganet e Pleiben ha soñj mat 'neus deus ar amzer-se.
Tost daou vilion a soudarded frañsez a voa bet prizonnier e Almagn e-doug ar brezel diwezhañ. Ne oant ket bet gwall eürus du-hont : lod a veze kaset da labourat war ar maez ha ne oa ket a-zroad da vont da welet e familh en-dro evel-just. Yvonne Derrien a oa he zad prizonnier e Almagn e-pad pemp bloaz, ha ne oa ket 'met pevar bloaz pa oa-eñ aet kuit. Hiziv neuze emañ-hi 'vont da gontañ deomp deus ar pezh 'noa bevet he zad da zigentañ ha goude-se 'konto deomp deus he soñjoù deus ar brezel e Terrug, e-lec'h eo-hi ganet.
Douarnenez a zo chom hag o labourat enni, pe en he zrowardroioù, kalz a dud eus micherioù ar sinema. Kavet o deus burevioù da rannañ e Douarnenez, ha n'eo ket hepken evit gouzout da belec'h mont da labourat bemdez, mutualizañ o barregezhioù ne lâront ket: un abadenn gant Kenan an Habask, Arno Vannier, Anne Gouerou...