John Cale, ar C'Hembread Norzh-Amerikanañ, a zo bet ezel er Velvet Underground e-pad un nebeut bloavezhioù, met en tu-all d'ar prantad-eston-se, ur c'hrouer espar abaoe ouzhpenn 60 vloaz: div bladenn a ginnigo c'hoazh er bloaz-mañ, ha eñ en tu all da 80! Ur bam a vodernelezh eo bet a-viskoazh...
En abadenn-mañ e kinnig Morgane un dibab tonioù e brezhoneg savet gant kanerezed-sonerezed er 4 bloaz tremenet.
Da selaou en abadenn :
Malvennoù kloz - Marine Lavigne (2023)
Nij - Garlonn (2023)
Ar Sorserez - Kaolila (2022)
Kant mil den - Madelyn Ann (2023)
Paotrig kaezh - Emezi (2024)
Netra ken - Quinquis (2022)
Deuit 'ta - Gwennyn (2021)
Skeudenn : golo pladenn Quinquis, Seim
Abadenn kinniget gant Morgane Bramoullé
Anna Calvi a zo ur sonourez, kanerezh ha skridaozerezh a Vro-Saoz.
Troet war ar rock, kanet ha sonet he deus gitar er strollad Cheap Hotel etre 2006 ha 2008.
Embannet he deus teir fladenn, Anna Calvi e 2011, One Breath e 2013 hag Hunter e 2018.
Skrivet ha kompozet he deus ivez sonerezh ar c'houlzad 5 ha 6 an heuliadenn Peaky Blinders.
Da selaou en abadenn :
Suzanne and I - Anna Calvi (2011)
First we kiss - Anna Calvi (2011)
Don't beat the girl out of my boy - Hunter (2018)
As a man - Hunter (2018)
Ain't no grave - Peaky Blinders (2024)
Miquelon - Peaky Blinders (2024)
[Skeudenn tennet eus al lec'hienn Wikimedia Commons gant Rama] (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:Anna_Calvi-IMG_5915.jpg)
Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie
Meryl a zo ur ganerez, rapourez ha son skridaozerez 28 vloaz eus ar Martinik. Kanañ a ra e galleg hag e kreoleg Martinik. Kroget e oa d'ober berzh e 2019 gant he mixtape "Le jour après caviar" ha goude daou vloaz ehan pe dost eo distro warlene gant an EP "Ozoror". Startijenn e-leiz a zo gant an arzourez dreist-mañ a vo da welet war leurennoù ar vro e 2024.
1/ Béni - Meryl
2/ Ah Lala - Meryl
3/ Coucou - Meryl
4/ Ma Petite - Rachelle Allison & Meryl
5 / Jack Sparrow - Meryl
6 / Bigidi - Meryl
‘Dalac’hao’ ‘m eus savet en dro-mañ evit ober d’an dud anavezout ar familh Waterson, ma n’eo ket graet c’hoazh. Chomet eo ar familh Waterson evel ar strollad a folk saoz karet ar muiañ gant o c'henvroidi.
The Watersons a oa anezhe ur strollad folk deus Hull, er Yorkshire, Bro Saoz. ‘A oa’ a c’heller lâret, abalamour m’eo marv an tri Waterson bet desavet ha desachet gante ar meuriad sonerien, sonerezed, kanerezed ha kanerien deuet war o lerc’h: prieded, kendirvi, bugale, nizezed ha nized…
Da benn kentañ e oa Norma (1939), Mike (1941) , o c’hoar vihan Elaine ‘Lal’ Waterson (1943), hag o c’henderv John Harrison.
Norma, Mike ha Lal a zo bet emzivaded yaouank ha desavet gant o mamm-gozh Eliza Ward. Hounnezh ‘oa diskennadez da dTsiganed deus Iwerzhon. Ganti o deus bevet o bugaleaj ‘tal an tan gant e-leizh a ganaouennoù hengounel. O mamm-gozh eo he deus tonket buhez Norma, Mike, Lal Waterson and John Harrison: ar pevar bugel bet desavet ganti, kerkent hag arruet en oad gour, a zo aet gant hentoù Bro Saoz hag Iwerzhon da ginnig o c’hanaouennoù.
Kanaouennoù hengounel dreist-holl, hep binveg ebet, pe nebeut. A-capella, a lârer, a gengan neuze, gant un doare divoutin da akordiñ o mouezhioù, e-keñver strolladoù folk all eus ar memes prantad.
1/‘The movin’ on song’ (Ewan McColl/ 1964) gant Norma Waterson, Martin hag Eliza Carthy.
2/’’The good old way’’ gant The Watersons. 1975
3/Bright Phoebus, gant The Waterson Family, live at Hull Truck, ur ganaouenn war ar bladenn ‘’Bright Phoebus: Songs by Lal and Mike Waterson’’. 1972/2011
4/’’Fallen leaves’’ (Eliza Carthy) war ar bladenn ‘’The very Thought of you’’ gant Norma Waterson. 1999
5/’The black and bitter night’ en opera ‘Transports’, sonaozañ gant Peter Bellamy, kanet gant Mike Waterson. 1977
Abadenn: Laëtitia Fitamant
Degemer mat en o abadenn sonerezh nevez : Dalac'hao ! Div wech ar miz e kinnigo un den disheñvel eus skipailh radio Kerne an abadenn-se. Pep hini ac'hanomp a roio deoc'h da glevout ur strollad, ur stil sonerezh, un arzour pe un arzourez he deus flemmet hor c'huriusted pe piket hor c'halon.
Kendalc'homp gant strolladoù ar Motocultor 2023.
Ar wech-mañ e vo diskoachet ar strolladoù c'hwitet gant Marianne e-kerzh ar festival.
Da selaou en abadenn :
Health - Slaves of Fear
Grade 2 - Graveyard Island
Russian Circles - Conduit
GGGolDDD - Notes on how to trust
Lili Refrain - Mami Wata
Birds in Row - We Vs Us
Hiziv en hoc'h abadenn sonerezh Dalac'hao e kinnigan deoc'h ober anaoudegezh gant ar ganerez Elisapie, ur ganerez a blij kalz dimp war Radio Kerne hag o peus klevet war hor gwagennoù marteze dija.
A orin eus ur gêriadenn 500 annezad hag annezadez, Salluit, en Nunavik e Kebek eo ar ganerez c'hwec'h bloaz ha daou-ugent Elisapie Isaac. Skrivañ a ra e saozneg hag e Inuktitut, yezh an inuited, hag he yezh vamm.
Tonioù an abadenn :
- Navvaatara (There Will Be Stars, 2009)
- Arnaq (The Ballad of the Runaway Girl, 2018)
- Inuuniaravit - Born to Be Alive (Inuktitut, 2023)
- Qimatsilunga - I want to break free (Inuktitut, 2023)
- Qimmijuat - Wild Horses (Inuktitut, 2023)
- Uummati Attanarsimat - Heart of Glass (Inuktitut, 2023)
Un abadenn kinniget gant Metig Jakez-Vargas
Les Transmusicales vo a-benn penn-kentañ miz-Kerzu e Roazhon e-giz boaz ! Brav eo ar programm : muioc'h evit 80 strollad pe soner zo bet pedet ar bloaz-mañ ! Benjamin 'neus dibabet deoc'h nav strollad a blije dezhañ. Setu amañ al listenn :
- Mescaline - Bam Bam's Boogie
- Lingotto - Anushka Chkheidze
- Tell Me - Monikaze
- Hotel Room - The Silver Lines
- Premier du Matin - Yallah Miku
- End of the Day - Joe York & The 18th Parallel
- Falling in Love - Huush
- Asking - Chalk
- Bantu Cakes - Bantu Spaceship
DALAC’ HAO, pevarvet rann, asambles gant LCD Soundsystem, a zo graet da zañsal ha da gaout startijenn er mizioù du a zeu!
LCD Soundsystem a zo bet ijinet ha roet danvez dezhañ gant James Murphy hepken, en desped d’ar pezh a c’heller krediñ pa gonter an niver a dud a vez gantañ war holl leurennoù ar bed. Mignoned dezhañ ez int holl, ha seniñ a reont e gompozisionoù war an hent, evit reiñ ur gwir abadenn d’an arvesterien.
ALL MY FRIENDS – ur c'hinnig gant JOHN CALE
NEW-YORK I LOVE YOU BUT YOU' RE BRINGING ME DOWN
DRUNK GIRLS
DAFT PUNK AT MY HOUSE
DANCE YrSELF CLEAN (live er Madison Square Garden 2011)