Atalieroù Radio Naoned

Radio Naoned

Lien copié dans le presse papier.

Skolaj Diwan Liger-Atlantel : Cheñch penn d'ar vazh an abadenn #1

Skolaj Diwan Liger-Atlantel : Cheñch penn d'ar vazh an abadenn #1

13/04/2023

Raktres pennañ an atalieroù radio gant ar skolajidi hag ar skolajadezed a oa krouiñ un abadenn diwar-benn an ingalded paotr/plac'h. Ha deuet int a-benn da ginnig deoc'h abadennoù deus ar c'hentañ. Gourc'hemennoù dezho ! Evit an abadenn kentañ hon eus plijadur o selaou, Loeiza, Enora ha Dewi ezel deus planning familh Montroulez. Maouezed brudet a vo klevet ivez, evel Louise Michel hag Anjela Davis. Animatourien·ezed : Mila, Yuna hag Ambre Atersadennoù izili ar planning familh kaset da benn gant Amaia, Loann, Ethan ha Mila. Atersadenn Louise Michel : Ambre ha Yuna Atersadenn Anjela Davis : Amaia ha Loann Maiwenn ha Bleuenn a ginnig deoc'h ar ganaouenn SLT kanet gant Suzanne. Noah ha Damien a ginnig deoc'h Rebell Girl gant ar strollad punk Bikini Kill. Trugarez da Enora, Loeiza ha Dewi evit o amzer gouestlet d'ar skolajidi ha d'ar skolajadezed.


Skolaj Diwan Liger-Atlantel : Magouri Youn ha Solena (gant Amaia, Louisa ha Bleuenn)

Skolaj Diwan Liger-Atlantel : Magouri Youn ha Solena (gant Amaia, Louisa ha Bleuenn)

13/04/2023

Kevrinus e c'hell bezan bed ar babigoù ! Bleuenn, Louisa hag Amaia o deus bet c'hoant da c'hoût muioc'h diwar-benn mikro-magouri Youn ha Solena. Petra eo mont en-dro ur vagouri ? Penaos e vez graet war-dro bugale ken bihan ? Ha koust a ra ker lakaat bugale en ur vagouri ? Aterset o deus : - Lena Herry : implijiadez Youn ha Solena - Lucie : mamm ur bugel


Skolaj Diwan Liger-Atlantel : Deskiñ brezhoneg gant Skol an Emsav (gant Mila, Yuna ha Maiwenn)

Skolaj Diwan Liger-Atlantel : Deskiñ brezhoneg gant Skol an Emsav (gant Mila, Yuna ha Maiwenn)

13/04/2023

Bep bloaz e vez tud nevez o teskiñ brezhoneg. Lod anezho a ra evit abegoù personel ha lod all evit abegoù micherel. Meur a greizenn stumman a zo e Breizh da zeskiñ brezhoneg. Ar vrezhonegerien hag ar brezhonegerezed a-vihanik a en em gav e bed al labour gant barregezhioù ouzhpenn, sur eo ! Disheñvel e c'hell bezañ evit an dud deuet o kregiñ ganti. En abeg da-se o deus bet c'hoant Maiwenn, Yuna ha Mila da atersiñ tud o teskiñ brezhoneg. Dezho da c'houzout hag-eñ eo diaes kemer un intrudu a-seurt ha dreist-holl... Penaos e tremen an traoù ur wech stummet ar re vras war ar brezhoneg. Aterset o deus : - Ingrid, Camille ha Tangi : stajidi·iadezed Skol an Emsav - Marzhin Perrot : stummer e Skol an Emsav - Naia Haye : ASEM e Diwan bet stajiadez gant Skol an Emsav Skeudenn gant Skol an Emsav


Skolaj Diwan Liger-Atlantel : Ar skrammoù (gant Appoline hag Awena)

Skolaj Diwan Liger-Atlantel : Ar skrammoù (gant Appoline hag Awena)

13/04/2023

An deiz a hiziv e vez gwelet skrammoù un tamm pep lec'h ! Er straedoù zoken e vez bannet bruderezh a-bep seurt gant skrammoù divent. Ha posubl e vefe bevañ hep bezañ taget gant ar skeudennoù fiv-se ? Daoust hag-en eo mat gortoz a-raok plantañ ar vugale dirak ur skinwel, un urzhiataer, ur poellgomzer pe c'hoazh un dablezenn ? Appoline hag Awena o deus bet c'hoant da gompren petra oa darempredoù an dud gant ar skrammoù. Aterset o deus : - Visant Janot : kelenner war ar matematikoù hag an tekno er skolaj - Emmanuelle Herbert : kelennerez war ar saozneg hag ar c'hastillaneg er skolaj - Alwena Grimault : skolajiadez e trede klas - Analia Le Roux : skolajiadez e trede klas - Yuzael Petit : skolajiad e c'hwervet klas - Brendan Guillouzic-Gouret : levraoueger e KDSK


Skolaj Diwan Liger-Atlantel : Ar sonerezh RAP (gant Ethan, Loann ha Dwen)

Skolaj Diwan Liger-Atlantel : Ar sonerezh RAP (gant Ethan, Loann ha Dwen)

13/04/2023

Ar sonerezh RAP eo an doare sonerezh selaouet ar muiañ gant ar re yaouank an deiz a hiziv. RAP a bep-seurt doare a vez moaien kavout war an internet, ar RAP n'eo ket ken un doare muzik nagenner hepken evel ma oa er bloavezioù 90. C'hoant o deus bet Ethan, Loann ha Dwen da atersin kanerien RAP e brezhoneg da c'houzout peseurt sav poent o doa int war cheñchamantoù ar stil sonerezh-mañ. Aterset o deus : - SAWA - Soig Loquet (eus ar strollad Harzus)


Skolaj Diwan Liger-Atlantel : Ar sport (gant Noah, Damien hag Ambre)

Skolaj Diwan Liger-Atlantel : Ar sport (gant Noah, Damien hag Ambre)

13/04/2023

Gouzout a ra an holl eo mat ar sport evit yec'hed an dud. Sklaer eo e vefe d'an dud ober sport met tud 'zo n'int ket entannet kement-se pa erru poent lakaat ar c'hgennoù, ar galon pe ar skevent da labourat. Noah, Damien hag Ambre 'zo bet oc'h atersiñ tud laouen oc'h ober sport ha reoù all nebeutoc'h Aterset o deus : - Sylvain Perron : Rener ha kelenner er skolaj - Gireg Ar Gevel : Rener ha skolaer e skol Diwan Sant-Ervlan