Tud deus ar Vro

Radio Kreiz Breizh

Lien copié dans le presse papier.

Ar gouel "Boum" - Dorioù digor Diwan Gwengamp -

Ar gouel "Boum" - Dorioù digor Diwan Gwengamp -

12/04/2023

Patrick Laurent a gomz deomp deus ar valeadenn zo bet e Plouneour Menez evit doned a-benn da gaoud un TV e brezhoneg Guilhaine Plassart a ginnig deomp an devezh sport hag an dorioù digor aozet gant Diwan Gwengamp. Cédric Laur, Erwan Coadic ha Michel Reti a gomz deomp deus pezh zo bet graet gant Roudour da sikour ar re deus c'hoant da sevel un embregerezh e brezhoneg.


Stajoù KEAV - Diplom studioù keltiek - Marc'had dilhad

Stajoù KEAV - Diplom studioù keltiek - Marc'had dilhad

12/04/2023

Anna ar beg a ginnigo deomp stajoù brezhoneg KEAV e Kastelin. Thomas Laquaine a ginnigo deomp ar diplom studioù keltieg Marie-Laurence Fustec a gomzo deus marc'had an dilhad a eil dorn aozet gant Dihun d'ar sul 15 a viz even dindan ar c'hoc'hu e Karaez.


Festival An danouët - Diskouezadeg e Sant Konan

Festival An danouët - Diskouezadeg e Sant Konan

12/04/2023

Jean-Yves a ginnig deomp an diskouezadeg 'vo e Mirdi ar Resistans diwar-benn an arzourien deus ar vro e-pad brezel 14. Michel Diridollou a ginnig festival an Danouët 2014


Pladenn ar strollad "E-leizh"

Pladenn ar strollad "E-leizh"

12/04/2023

Yann-Gireg ar Bars a ginnig deomp pladenn nevez ar strollad "E-leizh"


Rozen Tallec - Chapel Sant Houarne

Rozen Tallec - Chapel Sant Houarne

12/04/2023

Labour zo d'ober e-barzh Chapel Sant Houarne. François Rolland a zispleg deomp pezh zo da gempenn. Rozenn Tallec a ginnig deomp pladenn "Leiz an dorn" gant Lina Bellard


Plantennoù e Palacret - Fest Noz ar Roc'h - Ar redadeg - Monsanto

Plantennoù e Palacret - Fest Noz ar Roc'h - Ar redadeg - Monsanto

12/04/2023

Tangi Jicquel a gomz deomp deus ur valeadenn er Palacret, Julien Cornic a ginnig deomp ar fest noz a vo er Roc'h hag a gomz deomp deus ar redadeg, Anne Scornec a ginnig deomp ar vanifestadeg a vo e Gwengamp enep Monsanto, Christian Le Mener a gomz deomp deus ar redadeg a bartio deus Montroulez ar bloaz-mañ.


Gouel ar Fourmaj e Trezelan - Ar gevredigezh "Nevez Amer"

Gouel ar Fourmaj e Trezelan - Ar gevredigezh "Nevez Amer"

12/04/2023

Ar gevredigezh "Nevez Amzer" zo vined da lidañ he 38ved fest noz e Tregastel. Displegadennoù gant Gireg Conan. Michel Thomas a ginnig deomp gouel ar fourmaj d'ar sadorn 7 a viz even e Trezelan.


Al levr "Le bourdon de la victoire"

Al levr "Le bourdon de la victoire"

12/04/2023

Ar general Budet neus skrivet ul levr hanvet "Le bourdon de la victoire" diwar buhez Emile Chausse bet resistant hag o chom e Plijidi. Ur vuhez dispar.


Dre vertuz ar graoñenn

Dre vertuz ar graoñenn

12/04/2023

Angele Jacq a ginnig deomp he 11ved levr "dre vertuz ar graoñenn"


Lieux mouvants

Lieux mouvants

12/04/2023

Emile Le Jeanne ha Guy Joncour a ginnig deomp "Lieux mouvants" un emgav sevenadurel digor d'an holl. Lec'hioù e kreiz breizh a zigemero arzourien a bep-seurt ha tud barrek war an natur ha war al loened da gomz deus o skiant gant an dud.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine