Kontant omp ho adkaout evit krog gant ar blead nevez. Abadenn hiriv a vo dleet mui pe vui da Nedeleg. Mont a rimp da welet penaos e tremene Nedeleg 100 vlez-'zo, er bleadoù 1920, evit bugale Breizh. Klevet e vo ivez bugale Langedig o lenn o lizheroù d'an tad Nedeleg. Sonennoù gant skolidi skol-vamm Pondi, rimadelloù gant skolidi skol-vamm Ar Gêr Nevez en Oriant, sketchoù gant re CM Gwidel, ur gontadenn gant skolidi CM Brec'h..A bep seurt èl atav! Trugarez de Gwenn Vorc'h evit he labour seveniñ an abadenn, ha de razh ar skoladerion-ezed o deus labouret àr an abadenn!
Setu kroget trivet blezadar Big a Gan ! Ar blez-mañ e vo berroc'h an abadenn, un hanter euriad e-lec'h un euriad, mes en em gaout a raimp liesoc'h, ur wezh bep miz a peu pre. Hiriv, en abadenn ar big a gan, e vo klevet skolidi Baod, skolidi Brec'h, ha re Pondi, bras ha bihan. Istor Moussa ha ne c'hell ket kousket, ur barzhoneg a-ziar an distro-skol, un atersadenn get Andre Drumel, hag un istor arall savet get skolidi Brec'h a-ziàr Halloween, pe Kalañ-Gouiañv ! Trugarez da Gwenn Vorc'h evit seveniñ an abadenn
Setu kroget miz an azvent, miz an Nedeleg. Miz ar prezantoù hag ar chokolad an hani eo ! Hiriv hon o tro da glevet skolidi ar Pont-Douar e Brec'h, ; skolidi Germaine Tillion e Pluneret, ha bugale ar Gourandel e Baod. El e pep abadenn, e vo a bep seurt traoù : jedadennoù matematik, ur reportaj a-ziàr un arvest gant Jean Luc Roudault, « Beaj Koumoulennig » he anv, sonennoù pe barzhonegoù ! Seveniñ: Gwenn Vorc'h
Hiriv e vo un tamm ispisial an abadenn. Tro ho po da glevet en-dro bommoù, tammoù, lodennoù hag a zo bet skignet ar bloaz-mañ. Barzhonegoù gant Yann Bêr Kalloc'h hag Angela Duval, un nebeut komzoù gant Jean Luc Roudault ha gant Breizh Akademi, Adkavet e vo skolidi Kewen, Brec'h, Baod, Pondi, Pluneret ha Gwidel en abadenn! Mersi bras d'an holl kelennerion o deus kemeret perzh en abadennoù a-hed ar blezad, ha d'ar sevenourez Gwenn Vorc'h!
Ma, petra vo klevet en abadenn ? Leun a draoù èl kustum, kinniget get skolidi ar Gourandel e Baod, re ar Pont Douar e Brec'h, skolidi Kewen ha re Plunered, e-tal an Alre. A bep seurt e vo tro da glevet, rimadelloù, divinadelloù matematik, ur prantad istoer a-ziàr Rouantelezh Breizh, ur reportaj a-ziàr Anne Frank, un atersadenn, un c'hoari. peadra d'ho lakaat de dremen un euriad plijus get kompagnuniezh ar vugale. Evit c'hoari get skolidi Brec'h setu o chomlec'h: Klas CM1 CM2 divyezhek Skol publik ar Pont-Douar 3 straed ar pont Douar 56400 Brec'h
Skolidi Brec'h o deus kanet evit mont da Gan ar Bobl da Bondi d'an 8 a viz ebrel, Skolidi Baod zo bet e Roazhon. Bugale skol Pluneret a ginnigo deomp ur lodenn istoer Breizh a-ziwar ar Vikinged, ha moian vo deoc'h c'hoari gant skolidi Kewen a ginnigo deomp ur C'HWIZ a-ziwar Pêrig hag ar Bleiz. Hed a hed an abadenn e vo klevet bugale skol vamm Pondi en o buhez pemdeziek er c'hlas. Mes kroget e vo doc'htu gant skolidi Baod a ginniga « Me zo ganet e-kreiz ar mor, » ur barzhoneg skrivet gant Yann Bêr Kalloc'h ha kanet gant Yann Fanch Kemener.
Ur c'hinnig brav get skolidi divyezheg ar Gourandel e Baod, skolidi Pont Douar e Brec'h, reoù Anatole France e Kewen ha skolidi Prat Foen e Gwidel! Barzhonegoù ha rimadelloù e-leizh a zo bet prientet gete, atersadennoù ha c'hoarioù ivez! Kemerit ho kreion hag un tamm paper...
Setu abadenn ziwezhañ ar bleiad skol! Prientet eo get skolidi an hentenn divyezheg er Mor-Bihan: Ar Gourandel (Baod); Pont Douar (Brec'h); Anatole France (Kewen) ha Polignac (Gwidel). Meur a reportaj a zo bet graet tro-dro da tem ar mor. Aterset ez eus bet ivez Christophe Bernard, animatour e Radio Bro Gwened. Divinadelloù a zo c'hoazh en niverenn-sen, tapit un tamm paper hag ur c'hreion!
Setu 3vet abadenn Ar Big a Gan ! Kinniget eo get skolijidi divyezheg ar skolioù publik er Morbihan. Voici le Second Numéro de ce magazine réalisé par les élèves des écoles divyezh du Morbihan. Klevet e vo bugale skol Prat Foen Gwidel, skolidi ar Gourandel e Baod ha bugale skol Anatole France e Kewen. Kinniget 'vez gete rimadelloù, divinadelloù, sketchoù hag atersadennoù a-bep seurt. Vous entendrez les enfants de l'école Prat Foen de Guidel, de l'école Gourandel de Baud et d'Anatole France à Quéven. Poèmes, contines, sketches et interviews, voici ce que vous allez entendre dans ce magazine. Mard oc'h trankilig er gêr e ginnigant deoc'h mont de gerc'hat ur c'hreion, ker ur c'hoari ez eus a-hed an abadenn ! Si vous écoutez cette émission depuis la maison, munissez-vous d'un crayon, il y a un jeu tout au long de l'émission!