Ar Roue Eetes ne faot ket dezhañ reiñ ar maoutken-aour da Jazon diouzhtu. Dav eo dezhañ ober un dra bennak evitañ a-raok : mont da zoñvaat an daou daro arem, labourat parkeier an Doue Ares ganto, hadañ dent-dragon en irvi ha neuze en em gannañ gant ar soudarded a gellido goude. Dre voneur eo bet sikouret Jazon gant Mede, merc'h ar Roue. Met un den faos eo he zad ...
Salud deoc'h bugale ! Hiziv 'vo kontet deoc'h div gontadenn vrav evit Nedeleg ! Da zigentañ 'vo Nedeleg Moutig, savet diwar levr Yann-Bêr Kemener hag Anna Magron, ha goude-se neuze 'vo Les P'tits Renards s'envolent pour Noël ! gant Sillousoune ha Claire Bajen-Castells, ha lakaet e brezhoneg ganeomp. Hag e fin an abadenn c'hoazh 'vo telefonet d'an Tad-kozh Nedeleg !
Tunvezh ha Benjamin a zo bet o veajiñ e Afrika evit ar vakañchoù ! Hag an daou-mañ 'neus desket kontadennoù du-hont ! Ha kontant int da gontan teir deuzouto deoc'h hiziv ! Digentañ neuze 'vo "Lostoù al loened" gant Benjamin, goude-se 'vo "Mariko ar Chaseour" gant Tunvezh, hag evit achuiñ 'teuio Benjamin en-dro adarre evit "Ar Roue hag ar C'heginer" !