Deomp dezhi !

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Les Poppys gant Skol Diwan Pariz

Les Poppys gant Skol Diwan Pariz

12/04/2023

Adkavet 'vo e-barzh : Atersadenn : Skolidi Skol Diwan Pariz o kanañ hag o komz diwar-benn sonerezh Kontadenn : Ganedigezh Ermione Sonerezh : Brave gant Sara Bareilles` Keleier ar vugale : Sonenn an tasoù / Cup song


Rekipe sunigoù evit gouel an amourouzed

Rekipe sunigoù evit gouel an amourouzed

12/04/2023

la 50 gr amann div vananezenn un aval kinkladurioù sukr (stered, kalonioù, 'tout 'pezh 'p eus choant) Lakit an amann hag ar chokolad da deuziñ dre un dour-gib. Meskit mat betek ma vefe flour-mat ar chokolad. Dibluskit ar frouezh ha gant ul loa ispisial (mod Pariz 'vez laret) grit bolotennoù frouezh. Laoskit anezho da zizourañ war baper euvrus. Pikit bep a volotenn gant bizhierigoù ha soubit anezho a-bep-eil 'barzh ar chokolad ha 'barzh ar c'hinkladurioù sukr. Staliet ar sunigoù war ur folenn baper poazhañ ha laoskit anezho 'barzh ar yenerezh e-pad teir eurvezh da nebeutañ. Setu, prest eo ar sunigoù ! Lip e bav, neketa ??***la 50 gr amann div vananezenn un aval kinkladurioù sukr (stered, kalonioù, 'tout 'pezh 'p eus choant) Lakit an amann hag ar chokolad da deuziñ dre un dour-gib. Meskit mat betek ma vefe flour-mat ar chokolad. Dibluskit ar frouezh ha gant ul loa ispisial (mod Pariz 'vez laret) grit bolotennoù frouezh. Laoskit anezho da zizourañ war baper euvrus. Pikit bep a volotenn gant bizhierigoù ha soubit anezho a-bep-eil 'barzh ar chokolad ha 'barzh ar c'hinkladurioù sukr. Staliet ar sunigoù war ur folenn baper poazhañ ha laoskit anezho 'barzh ar yenerezh e-pad teir eurvezh da nebeutañ. Setu, prest eo ar sunigoù ! Lip e bav, neketa ??


Kan ar Bobl bugale Kastellin

Kan ar Bobl bugale Kastellin

12/04/2023

Adkavet 'vo e-barzh : Atersadenn : Skolidi Kastellin o livañ hag o kanañ Sonerezh : Sirens call gant Cats on trees Rekipe : Sunigoù Keleier ar vugale : ur voutailh 54 vloaz kozh kavet en ur skorneg


Rekipe krampouezh

Rekipe krampouezh

12/04/2023

N'eus ket pell bugale e oa ar chandelour, ur gouel hag a vez anvet ivez gouel Maria ar Gouloù. 40 devezh goude Nedeleg, da laret eo d'an 2 a viz C'hwevrer e vez lakaet ar biligoù da dommañ evit fardañ krampouezh. Ha gouzout a rit perak ? Ar c'hrampouezh gant o stumm ront hag o liv rouzet a denn d'an heol, kement-mañ a zispleg perak e vez fardet krampouezh da zevezh gouel Maria ar Gouloù. Ar Chandelour eo ivez ur c'houlz eus ar bloaz lec'h ma hirañ an devezhioù buanoc'h-buanañ. Deomp neuze da fardañ krampouezh lipous. Evit an toaz e rankimp kaout : - 250 gramm bleud - 50 santilitrad laezh - 3 vi - un tammig holen Skuilhit ar bleud hag an holen en ur volenn. Torrit ar vioù e-barzh ha meskit gant ul loa goat. Ouzhpennit al laezh a verradoù hep paouez da veskañ. Laoskit an toaz da repoz 'pad un eurvezh. Bremañ m'eo fardet an toaz, deomp de'i evit poazhañ ar c'hrampouezh. Lakit ar bilig da dommañ ha ledit un tammig amann warnan. Skuilhit ul loaiad toaz war ar bilig ha roit ur stumm rond d'ar grampouezhenn gant ar rozell. Pa welit eo poaz, cheñchit tu d'ar grampouezhenn gant ar spanel. Laoskit da boazhañ un tammig c'hoazh ha setu, mat da vezañ debret ! Evel-just e c'hello ar begoù lipous ouzhpennañ amann, sukr, kaotigell, mêl, pe c'hoazh chokolad d'o grampouezhenn !


Deomp De'i Chandelour

Deomp De'i Chandelour

12/04/2023

Setu un abadenn nevez kinniget deoc'h gant Katell ha Morgane ! Un abadenn liesseurt gouestlet d'ar sinema ha d'ar c'hrampouezh, menam menam... Adkavet 'vo e-barzh : Atersadenn : Skol Ploeur bet o welet filmoù e brezhoneg Sonerezh : Locked out of heaven gant Bruno Mars Rekipe : Krampouezh ar chandelour Keleier ar vugale : - Ar bloaz nevez e broioù Azia - Diwallit d'ho tivskouarn : Sizhunvezh ar son C'hoariit ganeomp evit gounit levrioù ! Respontit d'ar goulenn-mañ : Petra 'vez debret da vare ar chandelour ? 1. Houmous 2. Kouskous 3. Krampouezh Respontit dindan ar pennad-mañ ha kasit deomp ho anv ha chomlec'h da deompdei@gmail.com Chañs vat deoc'h !


Rekipe Gwastell ar rouaned

Rekipe Gwastell ar rouaned

12/04/2023

Evit fardañ gwastell ar Rouaned 'po ezhomm : Daou doaz folennet 100 grammad poultr amandez 75 gramm sukr Ur vi 50 gramm amann blot Ur melen vi evit rouzañ ar wastell Hag ur favenn evel-just ! Ledit un toaz 'barzh ur plad mat da vont er forn ha grit toullouigoù dezhañ gant ur fourchetezenn. En ur plad all, meskit ar poultr amandez, ar sukr, ar vi hag an amann. Skuilhit kement-mañ war an toaz ha kuzhit ar favenn ennañ. Ledit an ail-toaz war-c'horre ha pegit mat tro-war-dro. Tresit war ar wastell gant beg ur gontell ha skuilhit ar melen-vi warnañ evit ma rouzfe. Grit toullouigoù war an toaz evit ma zizerc'ho ket pa vo poazhet. Lakit ar wastellenn er forn e-pad un hanter-eurvezh da 210 derez. Debrit !


Bloavezh mat 2014 !

Bloavezh mat 2014 !

12/04/2023

Abadenn gentañ ar bloaz zo kinniget deoc'h gant Katell ha Morgane Adkavet e vo e-barzh : Hetoù ha kanaouenn bloavezh mat bugale Kawan Rekipe Gwastell ar Rouaned Ar gontadenn Toutouig la la, bihanig ! An ton Happy gant Pharell Williams Keleier ar vugale, ar riell hag ar mozarella, ha pelec'h lakaat ho kwez-sapr ?


Deomp De'i Nedeleg

Deomp De'i Nedeleg

12/04/2023

Nedeleg laouen d'an holl war Radio Kerne ! Setu abadenn Deomp De'i gouestlet da Nedeleg Lizheroù ar vugale a vo klevet hag ivez an Tad Nedeleg deuet betek ar radio da saludiñ ac'hanomp. Ur rekipe saourus a zo da gaout hag ur gontadenn burzhudus. Plijadur deoc'h ! Katell ha Morgane


Rekipe Gwastellenn Arzhig Du

Rekipe Gwastellenn Arzhig Du

12/04/2023

Hiziv e vo fardet gwastellenn Arzhig Du, da laret eo, ar rekipe a blij a muiañ da Arzhig Du fardañ gant e dad. Hag evit-se em eus pedet Spot hag e vignoned da geginañ ganin. N'eo ket diaes ha ma 'z oc'h kollet, goulennit digant Tadig, sikour a raio ac'hanoc'h. Evit ar wastellenn-mañ 'vo ezhomm : - 1 yaourt plaen - 3 fod bleud - 2 vi - 2 bod sukr poultr - un hanter podad eoul - 1 sac'had goell Goulonderit ar podad yaourt en ur volenn. Gwalc'hit ha sec'hit ar pod hag a servijo da vuzuliañ goude-se. Ouzhpennit er volenn : ar bleud, ar viou, ar sukr, an eoul hag ar goell. Meskit mat pep-tra ha skuilhit en ur plad mat da vont er forn. Laoskit da boazhañ un hanter-eur da 180° Menam menam


Arzhig Du

Arzhig Du

12/04/2023

Setu un abadenn nevez kinniget deoc'h gant Katell ha Morgane ! Atersadenn : Arzhig Du troet e brezhoneg Sonerezh : U2 Rekipe : Gwastellenn Arzhig Du C'HOARI !!! "Petra eo anv Arzhig Du e galleg ?"


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine