Amañ ha pelloc'h

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Gislaine Trividic, seramist er Gros-Chêne, Pondi

Gislaine Trividic, seramist er Gros-Chêne, Pondi

13/04/2023

Ur c'hlasad tud yaouank ag ar lise Gros-Chêne a Bondi en deus savet un totem bras, tri metrad a uheldet, da lakaat e porzh ar lise. Ewit kas ar soñj-se da benn a zo bet un dornad tud o labourat asambl. Da gomañs, Camille Martel ag en asosiasion L'Art Dans Les Chapelles 'deus kenniget d'ar seramist Gislaine Trividic labourat get an dud ag ar lise. Pep paotr ha plac'h 'neus savet un tamm ag an totem get pri, livet o deus o zamm pri ha lakaet o deus toud an traoù da boazhañ a-barzh ur forn o deus krouet-int get sikour Christophe Courtin, o c'helenner, hag ar seramist Philipe Boivin. Gislaine Trividic zo genoump hiri, ewit kojal ag ar vicher seramist hag ivez ag ar labour kaset get an dud yaouank. An totem savet get liseidi Gros-Chêne a c'hellit mont da welet e porzh ar lise adal ar 1ãn a viz Ebrel, ha labour Gislaine Trividic 'c'hellit gwelet àr internet peotamant e mediaoueg Pondi d'an 17 a viz meurzh.


Ar jubelein - Dilhad peizant bro Wened-Alré

Ar jubelein - Dilhad peizant bro Wened-Alré

13/04/2023

Jaime Da Silva a vourra an dilhad peizant a vro Wened-Alré a-c'houde e vugaleaj. Eñ zo daet duac'h àr ar re-se ! Hiriv eh omp da gozeal ag ar cheñchamentoù zo bet get an dilhad hag ar c'hoef, ha toud pezh a faota gober ewit gober àr o zro ! Jaime en deus krouet e embregerezh Casa Jubelein hag a-barzh e kennig kentellioù breton ar vro, ha durand ar blead 2022 e c'hellit gwelet e mirdi ar ''Gartenn Post'' e Baod, daou bezh dilhad a vro Wened. . Sonerezh : Barba Loutig : Laridé Barok : Menued ur gwenedad e Eisenach (Ridée 6 temps)


Mirdi Breizh - Face Au Mur

Mirdi Breizh - Face Au Mur

13/04/2023

#MeToo, #BlackLivesMatters ». Ar rouedadoù sokial zo ur moian da lakaat àr wel an traoù a faot d'un den difenn peotamant an traoù a ya fall en hor bed. A-raok internet e lâre an dud o soñj àr ar mangoerioù, àr ar skritelloù. « Face Au Mur » eo anv an diskouhadeg e c'hellit gwelet e Mirdi Breizh. Peseurt langaj 'veze implijet àr ar skritelloù, peseurt arouzioù ? Yuna Cojan deus gwelet an diskouehadeg ewidomp, heñchet get Paskal Nignol ! « Face Au Mur » a c'hellit gwelet betag an 3/10/2021.


Tabula Rasa : Sonerezh, dañs get Roñsed ha fent

Tabula Rasa : Sonerezh, dañs get Roñsed ha fent

13/04/2023

Roñsed, sonerion ha komediañned a c'hoari asambl en un abadenn anaùet « Tabula Rasa ». Glenn Doujet zo geneomp ewit kojal ag an arvest savet get ar c'h/Compagnie Panik. Kit da welet an arvest bep merc'her ha yaou da 8e30 da noz Digwener 30/07, L'homme colère, Cie Unions Libres Digwener 6/08 : Panik et ses invités Digwener 13/08 : Improvisation sur « Un Air de Rencontre ». Cie Equine Situ Titouroù hag ewit prenañ bilhedoù : 07 68 51 21 43


Spered An Natur

Spered An Natur

13/04/2023

Marse ho peus bet c'hoant durand ar c'honfinamant klask sevel meulbaj, neoazh ho peus gwelet ne oa ket ken aes hag a seblante bout, hag ar pezh peus kempennet a zo daet a-dreuz ! Mat, m'ho peus afer a sikour e kennig Spered An Natur atalieroù ewit deskiñ labourat get ar c'hoad.


Chokolad ha Karamel

Chokolad ha Karamel

13/04/2023

Yoran Plouzennec zo karamalier e Maison Le Roux e Landivan !


Merwyn Sauerbrey, kalvez mod-kozh

Merwyn Sauerbrey, kalvez mod-kozh

13/04/2023

Merwyn a zo kalvez anehoñ, eñ laboura koadaj ar vro ewit sevel tier ha savadurioù. Hanv e embregerezh a zo « Koed 'ba'n ti ». Bet on d'er gwelet àr ur chanter, e Rieg e Penn-er-Bed. Eñ zo o sevel un ti-bier, Le Grain Du Ponant e hanv ha Merwyn en deus diskouezhet e vicher din. Sonerezh : -Valérie June : The Hour - Delgres : Lanme la


Amzer Nevez hag un abadenn nevez : Lellig

Amzer Nevez hag un abadenn nevez : Lellig

13/04/2023

Ni beus emgavet get Daniel Ar Gevell, rener ar greizenn "Amzer Nevez" ba Plañvour. Daleet eo bet rac'h an abadennoù hag ar rezidañsoù a gaoz d'ar Govid... Met komañset eo en-dro dre voneur. Ar sizhun mañ 'vo keniget un abadenn nevez, "Lellig" diàr Anjela Duval, get Annie Ebrel Quartet. Annie a goja domp ag an abadenn-se


Klub An Douar Santel

Klub An Douar Santel

13/04/2023

Klub An Douar Santel a zo ur skipaillad tud yaouank e Lokmikaelig ha tro-dro hag a ra ur bochad evit buhez sevenadurel o c'hêr. En o mesk, sonadegoù hag ur festival durant an hañv : Bededaw Benoit Allaire zo genomb hirie evit komz ag ar gevredigezh hag an traoù kinniget gete ar blez mañ. Na vankit ket an noziadoù aozet gete : - Pleheneg, Café de la Barre : 18/04/2020 - Lokmikaelig, Safran : 09/05/2020 - Lokmikaelig, L' Arrêt o Port : 26/06/2020 ha 13/07/2020 Bededaw : d'an 4/07/20 ! Mar karit mont e drempred gete e c'hellit àr o fajenn facebook : https://www.facebook.com/KlubAnDouarSantel/ Pe kas ur bostel dezhe : klubandouarsantel@laposte.net. Tonioù an abadenn : The Clash : One more time Patti Smith : Redondo Beach Hight Tone ft Pupajim : Rub a dub Panda Dub : Smile is the key


Alan Letenneur, sonour ha lanchennour

Alan Letenneur, sonour ha lanchennour

13/04/2023

Alan Letenneur a zo sonour a-vicher, eñ 'son meur ag iñstrumant e meur a strollad, en o mesk, Orchestre National Breton, Kreiz Breizh AKademi #7, Lâret-hi... Àr-lerc'h bout groet ur stummadur kalvez 'neus komañset krouiñ lanchennoù e unan. Eh ya n'eus ket kalz a lanchennourion er vro ! Dre forzh 'neus savet e embregerezh. Neuze, etre ar micher sonour, lanchennour ha nevez-zo tad, ne gav ket hir e amzer ! Evit kavet lanchennoù Alan, dait e darempred getoñ : anchesletenneur@gmail.com 09 80 88 86 16 facebook : @anchesletenneur Tonioù peus klevet en abadenn : Gouiliad : Orchestre National Breton Teir Flac'h Yaouank a blusian : Kreiz Breizh Akademi #7 Marie-Louise : Brethoniques Soñj


Suivant Dernière