Ali lenn ar sizhun

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

L'homme tigre

L'homme tigre

12/04/2023

Maryse Evrin deus mediaoueg an Ursulinezed he deus dibabet ur roman a vro Indonezia, roman ur muntr spontus, L'homme tigre, gant Eka Kurniawan, da amprestiñ e rouedad mediaouegoù Kemper kummuniezh.


Santiago

Santiago

12/04/2023

Santiago gant B-gnet, ur vandenn dreset parodienn ur western a vo kinniget gant Per Mens Pegail eus mediaoueg an Erge Vras. Da amprestiñ e rouedad mediaouegoù Kemper Kummuniezh.


Les chemins de Compostelle

Les chemins de Compostelle

12/04/2023

Mojennoù ha perc'herinaj, setu temoù ar vandenn dreset a ginnig deomp Ronan Debel. Les Chemins de Compostelle, gant Servais, da emprestiñ e rouedad mediaouegoù Kemper kummuniezh.


Ahlam

Ahlam

12/04/2023

Bep sizhun e kinnig unan eus levraouegerien mediaouegoù Kemper kummuniezh ul levr dibabet ganto, nevez deuet maez pe choazet e dielloù ar mediaouegoù. Dibab Per Meñs Pegail ar sizhun-mañ a zo ur romant gant ar barner enep-terorist Marc Trevidic, Ahlam.


Buffon

Buffon

12/04/2023

Alioù lenn Ronan Debel, mediaoueger en Ursulinezed, a vo troet war an istor hag an natur gant levrioù gant ha diwar-benn Georges-Louis Leclerc, anavet gwelloc'h dre e ditl a noblañs, Kont Buffon. Buffon, le sacre de la nature gant Gilbert Joseph ha L'histoire naturelle gant Buffon.


Les Maîtres de l'air

Les Maîtres de l'air

12/04/2023

Ali lenn ar sizhun a blijo d'ar re sot gant an istor, ha dreist-holl hini an eil Brezel Bed. E-touez ar re-se 'mañ Ronan Debel, mediaoueger en Ursulinezed e Kemper. Les Maîtres de l'air gant Donald Miller, da emprestiñ e rouedad mediaouegoù Kemper kummuniezh.


Les gens heureux

Les gens heureux

12/04/2023

Ali lenn ar sizhun, ur romant aes ha skañv daoust d'an tem skrijus. Kinniget gant Maryse Evrain eus mediaoueg an Ursulinezed. Les gens heureux lisent et boivent du café gant Agnès Martin-Lugard.


Canada

Canada

12/04/2023

Maryse Evrain eus mediaoueg an Ursulinezed 'ba Kemper a gas ac'hanomp d'an tu all d'ar Mor Atlantel gant romant Richard Ford, Canada, en deus tapet ur priz Pulitzer.


La Terre qui penche

La Terre qui penche

12/04/2023

Dibabet ez eus bet gant Per Mens Pegail eus mediaoueg an Erge Vras ul levr gant unan eus ar skrivagnerezed gwellañ er mare-mañ, Carole Martinez, bet tapet ganti meur a briz dija, en o zouez Renaudot des Lycéens ha Goncourt des lycéens. La Terre qui penche gant Carole Martinez.


Love in vain

Love in vain

12/04/2023

Ouzhpenn ar romantoù zo e bed al lennegezh. Ar bandennoù treset a c'hell bezañ teñzorioù leun a varzhoniezh. Pêr Mens Pegail, mediaoueger en Erge Vras, a ali deomp lenn ur vandenn dreset a blij dezhañ kalz. Love in vain gant Mezzo ha Jean Michel Dupont, istor kriz ur bluesman.


Première Précédent Suivant Dernière