Trouz er gêr

Arvorig FM

Lien copié dans le presse papier.

Podkastoù Aziliz Peaudecerf

Podkastoù Aziliz Peaudecerf

19/03/2024

An eil abadenn e kompagnunez Aziliz Peaudecerf!
An taol-mañ 'vo graet anv eus podkastoù savet ganti hag embannet war lec'hienn Ouest-France 'barzh "Korn ar brezhoneg". Daou stirad podkastoù a zo " Eus ur remziad d'egile" ha "Breizhiz er C'hanada".
Ur fablenn vo ivez gant Dominique Thepaut " Ar Miliner, e Vab hag an Azen".
Gant Karolina


Poltred Aziliz Peaudecerf

Poltred Aziliz Peaudecerf

19/03/2024

Ur gazetennerez yaouank a Bloueskad eo Aziliz Peaudecerf o studiañ en IUT Lannuon.
Ha da geñver he studioù neus bet tro da baseal ur bloavezh e Bro Kebek.
Ur fablenn 'vo ivez 'barzh an abadenn, gant Dominique Thepaut " Ar Hilog hag al Louarn"
Gant Karolina


Abadenn ar Foar Bio e Landerne

Abadenn ar Foar Bio e Landerne

18/03/2024

D'ar Sadorn 16 ha 17 a viz Meurzh eo bet dalc'het ar Foar bio e Landerne. Un abadenn a zo bet enrollet gant :
-Anwen Le Jeune ha Morgan Faligot, evit an aozadur ;
-Vonick Fraval, e penn Mohair Breizh ;
-Lila Le Guen evit ar stal boulejerez Le Signor ;
-Constant Oger, braserez SKLENT ;
-Jean-Paul Kerjean, unan deus krouerien ar FOAR 26 vloaz 'zo.
-Bugale o tañva traoù lipous : Plume, Brune, Arwen.


Istorioù eus skolajidi Tangi Prigent e Sant-Martin-war-ar-Maez & Kartenn-bost da glevet gant skolidi eus Plouarzel

Istorioù eus skolajidi Tangi Prigent e Sant-Martin-war-ar-Maez & Kartenn-bost da glevet gant skolidi eus Plouarzel

15/03/2024

Mouezhioù tud yaouank a vo da selaou en abadenn-mañ :
- Skolajidi Tangi Prigent e Sant-Martin-war-ar-Maez o deus kaset a-benn ur raktres skrivañ ha kontañ istorioù skrijus hag euzhus gant o c'helenner Jean Roualec-Quere.
- Skolidi divyezhek skol Arzmael e Plouarzhel o deus kinniget un abadennig radio gant o skolaerez Véronique Ladan. Klevet e vo lodennoù eus ar gartenn-bost da glevet o doa kaset d'o c'henskriverien e bro Dunizia.
Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


Malo Tournellek

Malo Tournellek

14/03/2024

Gant Malo Tournelleg ez aimp da weladenniñ div stal, dalc'het gant e dud. Ar stal" Savonnerie Trug'" hag ar stal "Mar plij", o daou staliet e Landerne.
Gant Karolina


Ossian Blonz

Ossian Blonz

12/03/2024

Ur pennad-kaoz bet graet gant Louri Floc'h, danvez kazetenner, bet stajiad e Arvorig FM.
Kinnig a ra deomp poltred Ossian Blonz, gov yaouank o labourat e Plouzeniel.
Gant Karolina


Al Liamm 461

Al Liamm 461

12/03/2024

Pennadoù-skrid liesseurt da lenn 'barzh kelaouenn al Liamm niverenn 461, kinniget deomp gant Erwan Hupel, a ra war-dro studiadenn "Istor sokial ar brezhoneg".
Gant Karolina


Pezhoù c'hoari ar vugale - stajoù miz C'hwevrer Ar vro Bagan

Pezhoù c'hoari ar vugale - stajoù miz C'hwevrer Ar vro Bagan

08/03/2024

E-pad vakañsoù miz C'hwevrer e oa bet dalc'het stajoù c'hoariva e brezhoneg gant Ar vro Bagan e Plougerne. Daou bezh-c'hoari kinniget gant ar vugale a vo da selaou en abadenn-mañ : An dañserien noz hag Ar bleizi-mor.

Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


Guilvic Le Cam ha Marvin Moal : daou arzour eus ar gevredigezh "Au Feu à droite"

Guilvic Le Cam ha Marvin Moal : daou arzour eus ar gevredigezh "Au Feu à droite"

07/03/2024

Diskouezadeg an arzourien Elouan Cousin ha Swann Chevillotte zo da welet betek digwener dre brenestri savadur ar gevredigezh "Au feu à droite" e Brest. Un digarez da lakaat ar gaoz war ar gevredigezh-se gant Marvin Moal a sav tresadennoù bev ha Guilvic Le Cam a sav filmoù. An daou arzour o deus o atalier eno, e karter Rekourañs.

Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


Ur strollad a stourm evit mirout anvioù-lec'hioù Plouezoc'h

Ur strollad a stourm evit mirout anvioù-lec'hioù Plouezoc'h

05/03/2024

Da geñver al lezenn "3DS" en deus roet kuzul-kêr Plouezoc'h ur chomlec'h d'an hentoù ha d'an tiez. Ul lodenn eus an anvioù-lec'hioù anvet zo aet diwar-wel. Savet en deus Yann-Fulup Taleg ar strollad "Collectif lieux-dits Plouezoc'h" evit derc'hel anezho.

Graet e vo anv eus al levr "Guide des noms de lieux bretons: un trésor à préserver, un patrimoine à partager" bet skrivet gant Yann-Bêr Kemener ivez. Ouzh mikro Karolina Rufflé e oa ar skrivagner warlene. Deuet e oa a-benn da virout an anvioù-lec'hioù anvet e Terrug. Klevet e vo anezhañ e eil lodenn an abadenn.


Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc.


Première Précédent Suivant Dernière