Trouz er gêr

Arvorig FM

Lien copié dans le presse papier.

Podkast Aziliz Peaudecerf ha Mona Jaouen gant bugale skol Diwan Brest

Podkast Aziliz Peaudecerf ha Mona Jaouen gant bugale skol Diwan Brest

13/04/2023

Mont war hentoù Breizh da eskemm gant an dud o deus stourmet evit ma chomfe bev hor yezh deus mae 1968 da hiziv an deiz. Setu tem podkast Aziliz Peaudecerf "Eus ur remziad d'egile", embannet gant Ouest-France.
Klevet e vo ivez ur reportaj savet e skol Diwan Kerangov e Brest, e lec'h eo bet ar ganerez Mona Jaouen evit prientiñ festival Deus 'ta a vo dalc'het d'ar 6 a viz Du.


Yvette Lucas

Yvette Lucas

13/04/2023

Ur pennad-kaoz gant Yvette Lucas a gemero perzh 'barzh kenstrivadeg an Treustelloù a gan e Brest (Les Tréteaux chantants) gant kanaouenn Marig ar Pollanton.
Kaset da benn gant Karolina.


Brieg Guerveno en Avel-Vor & le "K" e Landerne

Brieg Guerveno en Avel-Vor & le "K" e Landerne

13/04/2023

Kaoz 'vo diwar-benn pladenn live gentañ Brieg Guerveno enrollet 'kerzh an Trans Musicales e miz Kerzu 2021.
Embannet stumm vinyl!
Un tamm pennad-kaoz gant Brieg Guervenno ha Loeiza Beauvir, enrollet a-raok ur sonadeg en Avel-Vor e Plougastell-Daoulaz.
Gant Karolina
Graet 'vo anv ivez eus ul lec'h "coworking" nevez digoret e Maner Keranden e Landerne, anvet "le K".
Klevet 'vo Mathieu le Gwern, enrollet gant Erwan Uguen.



Maner Leuhan

Maner Leuhan

13/04/2023

Kastell Leuhan, e anv, 'zo bet savet 'ba Plabenneg etre 1882 ha 1884. Dilezet eo 'abaoe 10 vloaz ha lakaet 'vo e gwerzh diouzh ar c'hresk 'vit 40 000 euro 'vit komañs... Kemer perzh 'raio an izili eus ar gevredigezh « Un chato à Plab » 'bar gwerzh-se 'benn ar 4 a viz Here, neuze. Evit en ober z'eusbet krouet un SCI 'vit sevel arc'hant ha klask prenañ ar maner a zo dispar... Muioc'h a zisplegadennoù war ar raktres gant Gwenole Breton, ezel eus « Un chato à Plab ».
Gant Erwan ha Karolina


Distro-skol UTL Kreiz Bro-Leon & Levrioù geriaoueg Marsel Modir

Distro-skol UTL Kreiz Bro-Leon & Levrioù geriaoueg Marsel Modir

13/04/2023

Distro-skol UTL Kreiz Bro-Leon kinniget gant Jean-Yves Gwegen.
Levrioù Marsel Modir "Geriaoueg teiryezhek ar c'harr-tan hag an endro", "Geriaoueg teiryezhek korf ha yec'hed"
Kronikenn "Liorzh marzhus Ildut" : Penaos talañ ouzh ar sec'hor.
Un abadenn kinniget gant Karolina


Nozvezh ar Socières

Nozvezh ar Socières

13/04/2023

"Nozvezh ar sorcières ", ur festival da zifenn gwirioù ar maouezed, a vo d'ar 24 a viz Gwengolo e Speied.
Klevet 'vo Joelle Perrot eus Amnesty Bro an Aberioù.
Un abadenn gant Karolina.


Bagad Kornog

Bagad Kornog

13/04/2023

Bagad Kornog a zo ur skol bagad lec'hiet e Lesneven evit ar re vihan hepken. An hini kentañ eo ha chom a ra plasoù c'hoazh evit mont ganto. Thomas Gaudin, gravour e Landerne, 'vo klevet ivez evit lakaat ar gaoz war e waskerezh a zo an hini vrasañ er bed.
Kinniget gant Pauline Daniel.
Sonerezh : 'Ndiaz - Mets en pas tant si (Ridées)
Brieg Guerveno - Tra ma vo
Recondite - Tie In (acid test)
Bel Air de Forro - Eu Sou Assim


13/04/2023

null


Meurgorf

Meurgorf

13/04/2023

Setu eil lodenn an abadenn gouestlet da "Veurgorf", geriadur istorel ar brezhoneg, savet gt Ofis publik ar brezhoneg. Ur benveg dispar o tiskouez penaos ez a ar gerioù da cheñch gant an amzer, o kemer sterioù disheñvel, o vont da get ivez a-wechoù all.
Tanguy Solieg ouzh mikro Karolina


Dikouezadeg dilhadoù hengounel bro Chelgen

Dikouezadeg dilhadoù hengounel bro Chelgen

13/04/2023

Un diskouezadeg gouestlet d'an dilhadoù hengounel penn-kentañ an XXvet kantved e bro Chelgen a zo da zizoloiñ er mare-mañ e Plouneour-Menez. Pauline Daniel a zo bet heñchet gant Gwendal Jacob, deus kelc'h Danserien Lann Tivizio.


Première Précédent Suivant Dernière