Trouz er gêr

Arvorig FM

Lien copié dans le presse papier.

Gounit artichaod gant ul loen kezeg & programm Gouel broadel ar brezhoneg

Gounit artichaod gant ul loen kezeg & programm Gouel broadel ar brezhoneg

28/06/2023

François Duc a labour an douar gant e gazeg "Unique" c'hoazh an deiz a hiziv. Gounit a ra al labourer-douar artichaod e Kleder.
E eil lodenn an abadenn e vo klevet Tristan an Nedeleg. Programmer Gouel broadel ar brezhoneg a vo ouzh mikro Erwan Blanchard. Ar festival a vo dalc'het e Langoned e-pad an dibenn-sizhun mañ.
An abadenn zo kinniget gant Maëlys Poublanc


Le serment de Pamfir/ Le Groupe Ouest.

Le serment de Pamfir/ Le Groupe Ouest.

26/06/2023

A-benn dimerc'her e vo skignet e sinema Even (Lesneven) "Le serment de Pamfir". War al lec'h 'vo ar realizatour a Ukrainia : Dmytro Sukholytkyy-Sobchuk evit kinnig e film hir kentañ. Dmytro a zo bet o labourat er "Groupe Ouest" e Plouneour-Brignogan hag neus dalc'het liammoù kreñv gant ar vro.
Graet 'vo anv ivez gant Maina ar Gars eus daou film all, bet priziet e "Festival de Cannes" da geñver "La semaine de la critique" : "Il pleut dans la maison" & "Tiger Stripes".
Gant Karolina


Atalieroù kenemprañ gant Roul'âge

Atalieroù kenemprañ gant Roul'âge

14/06/2023

Gant Ofis retredidi Brest e vez degemeret tud evit deskiñ dezho gwriat, kempenn mekanikoù, keginañ... Klask a ra tud a-youl vat "Roul'âge" reiñ ur plas er gevredigezh gant an RSA (revenu de solidarité active e galleg). Kuzul departamant Penn-ar-bed a fellfe dezhañ lakaat an dud gant an RSA da labourat. En em c'houlenn a ra tud "Roul'âge" petra 'vo amzer da zont an atalieroù-se.

Klevet e vo en abadenn-mañ : Marie-Jo Gouriou, Irène Le Roy ha Kristian Mercier, an holl a-youl vat gant Roul'âge ha Claire Lagarde ezel eus "La Halte" e Brest. Ar gevredigezh-mañ a ginnig atalieroù gwriat d'ar re didoenn.
Kinniget eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


Jean Branellec, anesteziour e Kurdistan bro Irak

Jean Branellec, anesteziour e Kurdistan bro Irak

12/06/2023

E abadenn gentañ an heuliad "Kurdistan dre sell Breizhiz" e roomp ar gaoz da Jean Branellec a zo bet medisinour gant "Médecins sans frontières" (MSF) e Souleimaniye e 2007 ha 2008. Labouret en doa en un ospital e lec'h ma oa graet war-dro tud devet.
Sonerezh :
Ahmet Kaya -Karlı Dağlar
Dengê Jînên Colemêrgê - Keko Ehmedo Featuring Kom
Razbar Ensemble - To Ey DJâf-e Shirin Zabân
Sivan Perwer - Hey biy-nin
Temo - Vê Dûriyê - Exil - Eloignement
Un heuliad abadennoù kinniget gant Maëlys Poublanc


Ubapar & Komoul

Ubapar & Komoul

09/06/2023

Ur galv eus perzh Awena le Baron a labour en Ubapar : klask 'zo war renerien kampoù vakañsoù.
Ha gant Loeiza Beauvir 'vo kinnget "Koumoul" deomp, un heuliad filmoù berr produet gant "Tita B Productions".
Gant Karolina.


Pladenn "Spi" ha Beaj Polig

Pladenn "Spi" ha Beaj Polig

07/06/2023

O paouez embann he fladenn gentañ emañ Garlonn ! Kontañ a raio deomp gant petra e oa bet awenet evit skrivañ kanaouennoù hec'h EP "Spi". Asambles gant Ninnog Kerbiquet e kinnig Garlonn an abadenn "Beaj Polig". Ar gontadenn sonerel mañ 'vo dalc'het e-pad Gouel broadel ar brezhoneg e fin miz Even.
Kinniget eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


"Blev", pladenn gentañ ar strollad Barba Loutig

"Blev", pladenn gentañ ar strollad Barba Loutig

06/06/2023

Embannet eo bet n'eus ket pell 'zo pladenn gentañ Barba Loutig. Kanaouennoù diwanet diwar ul labour dastum bet graet gant kanerezed ar strollad evel ma 'vo displeget gant Loeiza Beauvir.
Gant Karolina.


Atalier tresañ gant Julian Lamanda e Sked

Atalier tresañ gant Julian Lamanda e Sked

02/06/2023

Julian Lamanda zo tresour ha livour. Kinnig a ra atalieroù tresañ e brezhoneg gant Sked e Brest.
Reportaj war al lec'h gant Maëlys Poublanc


Al Liamm 457

Al Liamm 457

01/06/2023

Al Liamm Meurzh-Ebrel 2023 kinniget deomp gant Erwan Hupel.


Riwana Baudu

Riwana Baudu

01/06/2023

Ur vedisinez yaouank engouestlet eo Riwana Baudu. P'edo o labourat en ur greizenn diguzhat kleñvedoù e Grenoble n'eus bet tro da gejañ gant divroidi, tud gwallgaset e meur a vod.
Bet divizet ganti ha gant tud ar c'henstrollad "Tcholeiy" rannañ o zestenioù 'barzh ur romant : "Des vies orageuses".
Gant Karolina.


Première Précédent Suivant Dernière