Trouz er gêr

Arvorig FM

Lien copié dans le presse papier.

30 vloaz An Daoulamm e Plougastell

30 vloaz An Daoulamm e Plougastell

24/11/2023

Istor kevredigezh An daoulamm n'eo ket ordin !
Ar c'helenner kentañ war ar brezhoneg, Denez Bayard, a oa genidik eus Kalifornia... e kornog Amerika ! Gant Fañch Kastell ha Yann-Loeiz Ar Bod e tistroimp war istor ar gevredigezh staliet e Plougastell abaoe 1993. Estreget kentelioù brezhoneg a vez kinniget ganti ! E-touez kanerien ha kanerezed An Daoulamm e vo klevet Naig Daouphars, Gaëlle Kervella ha Denez Cochennec.
Div ziell vo da selaou :
- Un tañva eus ur valeadenn souezhus e Beg ar Vran enrollet gant Yann-Loeiz ar Bod e miz Even
- Laouig Karet ouzh mikro Erwan Blanchard en doa kemeret perzh e abadenn Bazhvalan er Feunteun Wenn e 2015
Embannet eo an abadenn gant maëlys Poublanc


Korventenn Ciaran e hanternoz Penn-ar-bed

Korventenn Ciaran e hanternoz Penn-ar-bed

22/11/2023

E penn-kentañ miz Du e c'hwezhe avelioù spontus ar gorventenn Ciaran war douaroù Breizh. Erwan Blanchard a ginnig ar c'heleier war ar pemp radio e brezhoneg gant ar skipailh Radio Breizh en doa enrollet :

- Soazig Kerouredan a zo o chom war an aod e Porsal he deus deskrivet, an deiz war-lerc'h, efedoù an tourmant
- Aline Folgalvez, renerez skolaj Gwiseni hag a zo aet an didoenn gant an avel
- Gwenole Ollivier a zo bet skoet e vraserezh Distribilh e Plouider
- Edern Madeg a zo keuneutaer gant Brenn-Heskenn (Sant-Tonan)
- Erika Berthou n'he doa ket bet tredan e-pad 13 nozvezh (!) ha12 devezh e Hañveg
Gant Erwan Blanchard e tistroomp war efedoù ar gorventenn e hanternoz Penn-ar-bed.
Kinniget eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


Per ar Go , an eil abadenn

Per ar Go , an eil abadenn

21/11/2023

Gant Karolina.


Per ar Go

Per ar Go

21/11/2023

Per ar Go, a Winevez, konter ha marvailher pase anavezet evit bezañ kemeret perzh 'barzh beilhadegoù ar vro.
Met estreget an istorioù farsus a zo 'barzh buhez Per ar Go!
Gant Karolina.


Heol al Loar gant Christelle Chevallier-Gate

Heol al Loar gant Christelle Chevallier-Gate

10/11/2023

O paouez krouiñ hec'h embregerezh Heol al Loar e Plouvien emañ Christelle Chevallier-Gate. Kinnig a ra stummadurioù hag ambroug psikologel e brezhoneg. Estreget al labour 'zo avat ! Gant ar bsikologourez eo aet trede priz ar genstrivadeg skrivañ aozet gant Unvaniezh Skrivagnerien Breizh ar bloaz-mañ.

Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


100 vloaz ar Seiz Breur gant Owen Poho ha Mathieu Le Guern

100 vloaz ar Seiz Breur gant Owen Poho ha Mathieu Le Guern

10/11/2023

100 vloaz zo e oa bet roet lañs da luskad arzel ar Seiz Breur : un istor bet ganet er Folgoad pa oa en em gavet Jeanne Malivel, René-Yves ha Suzanne Creston. E koun al luskad-se e kinnig ar gevredigezh Pevarzek un diskouezadeg e Gourin betek ar 17 a viz Kerzu. Owen Poho ha Mathieu Le Guern, daou zizigner a zo o chom e hanternoz Penn-ar-bed a ziskouezo o labour. Displeget eo ganto petra a chom eus sell arzel ar Seiz Breur hiziv.

Embannet eo an abadenn-mañ gant Maëlys Poublanc.


Tro "Al Liorzh" gant Yann Lars ha skolajidi Kerallan / Atalier sevel ur c'hlip gant Kaou Langoët

Tro "Al Liorzh" gant Yann Lars ha skolajidi Kerallan / Atalier sevel ur c'hlip gant Kaou Langoët

26/10/2023

---Yann Lars a oa labourer douar e Plouzane. E ziv verc'h o deus adkemeret e atant evit gounit legumaj bio. Bep bloaz e tegemeront skolajidi Kerallan evit displegañ dezho ar mod eo cheñchet al labour-douar a-hed an amzer.
---E-pad vakañsoù an Hollsent e oa kinniget un atalier sevel ur c'hlip e brezhoneg gant an aktour Kaou Langoët e Plougerne. Klevet e vo an aktour, bugale o doa kemeret perzh en atalier ha Marie Kalvez-Loncle eus Ti ar vro Bro Leon.
---
---Kinniget eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


Bezhin glas e Gwiseni & Son ar potojoù e Plouneour-Menez

Bezhin glas e Gwiseni & Son ar potojoù e Plouneour-Menez

18/10/2023

---Difennet e oa bet mont war draezhenn ar C'hurnig e Gwiseni abalamour d'ar bezhin glas e miz Gwengolo. Jakez ar Borgn zo o chom nepell ; enrollet e oa bet gant Erwan Blanchard.
---Son ar potojoù zo ur ganaouenn 'bet skrivet e 1944 gant Gabriel Henry. E genderev-kompez Andre Henry a gonto istor ar gavotenn-mañ deomp. Kanet e oa bet da geñver devezhioù ar glad e Plouneour-Menez ar bloaz-mañ. Aozet e oa an abadenn-mañ gant ar gevredigezh "Ploun'Patrimoine". Klevet e vo izili eus ar gevredigezh ivez : Paol Salaün, Ernest Gereeg ha Patrik Gouez.
---
---Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc.


Gweladenn heñchet Breizh Odisea n°2

Gweladenn heñchet Breizh Odisea n°2

18/10/2023

Abaoe miz Mae eo digor Breizh Odisea e Landevenneg. Raktres an egorenn virdiouriezh zo bet dougenet gant ar gevredigezh Istor ha sevenadur Breizh. Andre Lavanant eo prezidant ar gevredigezh-se ha Mikael Kouteller zo unan eus hec'h izili. Asambles ganto e vo kinniget ar sal diwar benn kevredigezh, ekonomiezh hag endro Breizh. Andre Lavanant ha Mikael Kouteller a ginnigo an diskouezadeg verrbad "sonerezed ha sonerien Breizh" ivez.
An abadenn gentañ diwar-benn istor ha mojennoù Breizh zo da selaou [amañ.] (https://radiobreizh.bzh/episode/59146)
Kinniget eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


Gweladenn heñchet Breizh Odisea n°1

Gweladenn heñchet Breizh Odisea n°1

18/10/2023

Abaoe miz Mae eo digor Breizh Odisea e Landevenneg. Raktres an egorenn virdiouriezh zo bet douget gant ar gevredigezh Istor ha sevenadur Breizh. Andre Lavanant eo prezidant ar gevredigezh-se ha Mikael Kouteller zo unan eus hec'h izili. Asambles ganto e vo graet tro ar salioù a ginnig istor ha mojennoù Breizh.
An eil abadenn diwar-benn istor a-vremañ ha da-zont Breizh zo da selaou [amañ.] (https://radiobreizh.bzh/episode/59147)
Kinniget eo an abadenn gant Maëlys Poublanc.


Première Précédent Suivant Dernière