Kreiz Mintin

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Yaouankiz ha brezel e Bubri

Yaouankiz ha brezel e Bubri

13/04/2023

Daomp da di ar re gozh "ar stêr glas" en Henbont. Get André Malardé ha Pierrette Le Goualec, a Vubri, e vo komzet ag amzer ar brezel hag o yaouankiz. Sonerezh : Lucien Capitaine - ur menac'hig yaouank Odile Le Moustarder - Madelon Ponpon Kanerion Laolan - ur gaer a vestrez Désiré Le Franc ha Raymond Lucas - la petite Jeanette Dominique Poulériguen ha Pascal Salvar - ar vamm-gaer


C'hoariva e Pont-Skorf

C'hoariva e Pont-Skorf

13/04/2023

Diàr-benn c'hoariva e vo komzet hiziv, get Jean-Yves Charreteur. Komedian eo en ur pezh a-zivout ar brezhoneg, anvet "elle se niche où ma langue", a vo c'hoariet e miz Mae àr leurenn ar sal "le Strapontin" e Pont-Skorf. Sonerezh : Roland Becher ha Régis Huiban Laz-kaniñ Penn ar Bed Jo Sergent ha Samuel an Henanff Paulo-Kergozien


Daniel Kline-Dubois 1/2

Daniel Kline-Dubois 1/2

13/04/2023

Daniel Kline-Dubois a gelenn ar brezhoneg, ar saozneg hag ar galleg da dud vras en Oriant hag er bed a-bezh dre internet. Getoñ e vo komzet a-ziàr e vuhez hag e vicher. Sonerezh : Jorj Belz - ar barkizion istr Sharon Shannon - the big mistake


Dilhad Pourlet

Dilhad Pourlet

13/04/2023

Ni zo vont da 'gozeal hiriv ag an dilhad breton a vro Pourlet. Cheñchet o deus ur bochad a-c'houde an 19vet kantvet kar a-raok oaint livet pasabl met daet int da vout du a-gaoz oe gwasket an dud get ar relijion hag ar bejin oa ret gober pa varve un den er familh...


Penaos 'vez savet ur prenestr

Penaos 'vez savet ur prenestr

13/04/2023

Hiriv eh amb da visitañ un atelier bras get ur menuzer yaouank. Fabrice Malardé a laboura en embregerezh Art Bois Concept e Pondi. Eñ 'zispleg deomp toud pezh a vez graet gete aze ha penaos e vez savet ur prenestr, lakaamp, aboe er penn-ketañ : kemer muzulioù en ti menn 'vho lakaet er prenestr, choajañ ar c'hoad, troc'hañ, livañ, montañ, ur yoc'h labour a zo, hag interesant kaer eo ! . Sonerezh : - Le Bour - Bodros : Café vert - Planchée : La forge - Barok : Dañs-tro ar saozon e Kenekan


Tud paour met eürus

Tud paour met eürus

13/04/2023

Marcel Hervio a Landevan zo geneomp hiriv. En 'oa jañdarm àr jao pa oa yaouank. Marcel 'neus kojet din ag amzer z yaouankiz pa oa paour an dud met eürus rhewezhañ. Ni 'gomañs da gojal a Gouel Nedeleg.


Parrez Mehenneg ha labour e Pariz

Parrez Mehenneg ha labour e Pariz

13/04/2023

Jorj Marzin a Vhenneg zo bet e Pariz o labourat durant e yaouankiz. Eñ 'gonta penaoj 'oa labour àr an dachenn du-se d'ar c'hours-se. Àr-lerc'h eo daet da vout un « épicier » en ur c'hamion. Eñ 'gonta toud en traoù-se deomp.


Labour ewit ar metro

Labour ewit ar metro

13/04/2023

Hiri 'yamb get un den o chom e bro Gwened met a vro Dardoup ! Pierre Baut 'neus paset e yaouankiz e Koloreg ha bet eo bet e Pariz o labourat diwezhatoc'h en entreprise Matra met ivez er metro. Gramp konaisañs get Pierre Baut !


Lucienne, bout yaouank durant ar brezel

Lucienne, bout yaouank durant ar brezel

13/04/2023

Lucienne zo ganet e Mehenneg. He deus kontet din lod kaer a draoù ag he yaouankiz durant ar brezel, ar festoù kuzhet ha penaos 'oa-he pa oa ur plac'h vihan. He 'gaoja ivez ag ar gann 'oa etre an dud ag ar Morbihan hag ar C'Hôtes-du-nord.


Lucienne, bugaleaj b'an natur

Lucienne, bugaleaj b'an natur

13/04/2023

Lucienne a Vehenneg zo c'hoazh geneomp. He 'lâre en achumant ag an abadenn getañ penaos 'oa lies-mat he c'hunan er-maez kar he 'vourre an natur. Gweave mem he 'chome da gousket didan ar gwez. Lucienne 'deus ket kavet he bugaleaj forzh jaojabl neoazh. He 'gonta an dra-se deomp. He 'goja ivez ag an torfedoù zo bet b'ar parrez.


Première Précédent Suivant Dernière