Divizamp get Patrick Drean a-ziàr tout ar pezh en deus dastumet pa laboure get "Spered ar Yezh". Sonennoù : - Patrick Drean, mard an-me d'an arme - Yann Fañch Kemener, Dimeus ma jardin - Denez Prigent, Peñse Nedeleg - Ôbrée Alie, Le mele e le maovi - Goulamas'k, Skatalunya Kronikenn : Yann ar Baluc'henn - Ar flaouit burzhudus - 23/11/1974
E-menn krouiziñ aveit sevel ur puñs ? Marcel Le Stunff ag an Ignel a ouia ! En zo bet aterset e 1990 hag e 1991 get Monique Ar Boulc'h. Tonioù - Casimir Le Tarnec - Un deiz poen é foennat e prad er fetan - ? : Tihoel ha glaù e hra - Jean Herrou : un den tapet get ur barrad glav -André Drumel :Malgré la pluie et l'orage
Arriu e kours ar blez e emvodomb get ar familh, debriñ koanioù ha re a chokolad. Met penaos e oa pa oa yaouank hon zud-kozh ? Re a chokolad ne oa ket ! Ni zo get Raphael Taldir a Noal-Pondi get un atersadenn a 1990 ha Céline Pouillas a Gerforn enrollet e 1997 Tonioù : - Pascaline Roux : Noz Nedeleg - Kanta : Al Laouenanig Hag Ar Voc'hruzig - Pierre Nignol : Jezus krouedur - Pierre Bihoué Arriw en amzer presius
Jo Le Sergent a Velrand hag o chom e Pluniav a zo soner a veg. Eñ a gonta hirie istoerioù hag envorennoù get e gamalad soner Marcel Jaffré. Tonioù : - Ne ouian ket petra 'zo kaoz : Jo Sergent - Amzer A Ieuankiz : Tri Pichon Noz - boulom e tal an tan : Pierre Bihoué - Valse : Carré Manchot
Ma selaouit Trezolioù Kreiz Mintin e ouiit dija penaos e veze savet ar gordennoù koarh. Hend arall setu displegadurioù Jo Le Sergent ! Tonioù : - Monet D'er Park : Tri Pichon Noz - Damb ni d'er filaj : Joseph Lavolé - Savet e 1935 diar labourizion douar : Cécile Rozalen - Cueillir le lin : Jeanne Sorin, Marie Lejanvre
Klevet ho peus sur-awalc'h istoerioù get tud hag a zo zo bet aeset o c'hroc'henn laosket a-drugarez ur parour pe ur barourez tan. Setu div hag a gomza a ziàr o donezon ! Angèle Le Clainche a Vourieg enrollet e 1992 ha Cécile Le Mentec a Gaodan enrollet e 1991 Tonioù : - Pierre Nignol : Boulomig ag ar hlandi - Loeiz Le Braz - Man dousig paour pa vin klañv dastumet get Mathurin Le Priol - Myriam Guillevic ha kanerezed bro boio : é kermokar mourieg - Marie-Jo Lorcy : Ar plah er fetan
Ur toc'h a vretonned a zo bet er Beauce oc'h ober sezonioù. Ur lod anehe n'int ket distroet d'ar vro. D'eo ket ur vicher aes labourer-douar, setu tem an abadenn hirie. Tonioù : - Jean Corignan : pe oen doh taol é koéniein - André Drumel : Er binaj - Casimir Tarnec : Peur kaeh labourér -Raphael Taldir : Ma oenig paour
" 'oa ket james lakaet an dour àr an daol !" Groet em eus konaisañs get François Garrec a Blougouvelen. Komzet hon eus a-ziàr e vicher, labourer-douar hag an evaj, petra 'veze evet get an dud gwezharall ? Yec'h'ed mat ! Tonioù : - Landat/ Moisson : Lorberezh - N'Diaz : Mets en pas si tant - Yann-Fañch Kemener/ Eric Menneteau : Dañs bro Fañch - Casimir Le Tarnec : son ar sistr nevez