Ar brezel gwelet ar bevet get ur paotrig, pa 'oa Gwiskri okupet. Jean Démézet 'oa 5 plez pa oa bet diskleriet ar brezel ha e~'neus dalc'het soñj ag ar bleadoù-se... Get Denis Le Duigou meus groet konaisans get Jean, eñ oa bet genin er kwelet. Tonioù : Edouard Le Sausse : job an troc'hour foenn Antoinette Le Govic : tennein d'er soudarded Feiz Noz Moc'h : Rossinholet qui cantas - Soudarded an Nasion Esquisse : Vanilla
Eugène eh a da ziviz deomp penaos eh a Kengevread ar beizanted en-dro, pezh o deus kaset da benn a-c'houde mard eo bet kroueet hag env ' gomzay ag an tachennoù-luzin ha-tout. Sonennoù : - Ruzerion Traoué - Loeizig ha Margaritig - Ruzerion Traoué - Kentañ 'm boa graet ar lez - Dasson Trio - Ton simpl plinn - Barcelona Gipsy Klezmer Orchestra - Djelem Djelem
Eugène eh a da ziviz deomp e vuhez, pesort micherioù en deus bet e-raok bout desavour yer-spagn e Kervarin e parrez Langedig. Sonennoù : - Eugène an Diagon - Komz a raer a ma dimeziñ - Ruzerion Traoué - Frank a doull - Liù - En ho kavell - Winston Mcanuff (Inna de Yzrd) - Malcom X
Gwezharall 'laboure an dud berped. Penaos rae an dud ha dreist-holl ar vouezed neuze aveit ober àr-dro d'ar vugale ? Tonioù : Jean-Yves Guillard, kanerion Bro Boio : Pardon Plunered Maeva Guegan : sonenn ar c'hafe Chim Le Dorze : ziàr merc'hed Plunered Ar Band Jazz : Ridée Kazut de Tyr : Boked an eured
Tud René 'oa a Seglian, neoazh, àr-lerc'h ar brezel 'noa bet poan tad René kavet un dachenn aveit en em staliañ, ha neuze noa kavet ur lec'h er Gemene. Un nebeut bladoù àr-lerc'h 'doa ar familh cha~jet ti aveit mont da V/Botkoed. Peneos oa kreskiñ en un ti-feurm er Gemene ? Penaos 'oa skol en ur pañsion ? Tonioù : Er Paotr Divroet : Maximin Evano Pa oen me bihan : Eog La Marelle : Birds On Wire
Boest-an-Diaoul 'vez groet ag ar benveg-se e lec'hioù 'zo 'ba' Breizh, arriù a bro Alamagn, an akordeon an 'ni eo ! An tri den hag a vo klevet hirie 'oa sonerion an akordeon, gi sone 'ba' chervadoù met ne oa ket o micher 'oa, an akordeon 'oa just aveit o flijadur ! Penaos o deus bet o benveg, ha penaos o deus desket ? Tonioù : - Landat/Moisson : Rod Peurbadel - Le Bour/ Bodros : Gavotte - Régis Huiban : Kost er c'hoed - Tobie/Bourgault : Pâquerettes