Bonjour rac'h an dud ! Hiziv ' vo laket ar gomz a-zivoud ar c'hoadaj hag ar re hen heskenn ! Ni ' selaouay doc'h daou heskennour-koad ha doc'h maouez unan anezhe. Ni' grogay get Andre Kadored enrollet er Chapel-Nevez er blez 1994, ni ' gendalc'hay get Hilaire Tangi ha ni ' achivay get e vaoouez Joséphine Tangi, hag int a zo bet aterset o daou er blez 1992 e Mêlrant. Sonennoù : - Sofasound - Love Like a River - ? - Ar charre Koad - Heptafonik - Kas a-barzh Yann ha Nana - Alffa - Gwenwyn - Lhasa de Sela - El pajaro
André Le Panse était fabricant de chaise, comme son père, à Silfiac. Il a été interviewé en 1998 par Monique le Boulch . Musique : - Marie Guéguan : kerhert d'ar gêr - Barzaz : Koat-houarn ha Fañchig bihan - Seraphine Ar Floc'h : Men devehan tro fest - Lucien Gugan : ar glaouer
Ne vo ket festival An Arwen e Kleg ar blez 'mañ ha moarvat oc'h dipitet c'hwi ha rac'h... Evit ho tiboeniñ un tammig, damb ar gul e 1992 get tud aterset durant ar festival : Eric Guegan, Yann-Fañch Kemener, Solange Dreano, Albert Peresse, Lors Jouin, Louis ar Gourriellec. . Tonioù : - Barzaz : Bod - Dour Le Pottier Quartet : Wìchi - Couriaut & Loutout : Laride 8 temps - Barok : Menued ar rouanez - Talec/ Noguet : Nozvezh digousk
Dalc'haomp get ur vicher 'rall hiziv ! Micher an toer-plouz. Tout an dud e klevahet durand an abadenn ' zo bet aterset da Monique ar Boulc'h. Ni ' gomansay get Louis Conan enrollet e Langedig er blez 1990, goude e vo Pierre Allain aterset e Pluverin er blez 1992 ha ni ' glozay an abadenn get Auguste le Paih enrollet er blez 1992 e Kamorzh. Sonennoù : - Kupla - Owls of the night - André Drumel - Joaius ' oa he c'halon-baour - Fill-iù o ro hù o - Hamon Martin Quintet & Basel Zayed - Sous l'arbre - Julie Fowlis - Hug Air a' Bhonaid Mhoir - Mikael Rose - warrior
Kleg 'neus bet ar stadud Bro ar Sistr Per, tri den a zispleg penaos kempenn ar boeson-se, Gras mat Pier ! Aimé Rault 'bet aterset get David Ar Gall e 1993 Pierre Le Goff ha Marie Le Gendre, aterset get Monique ar Boulc'h e 1997 . Tonioù : -Aimé Rault : Paotr Yaouank - Rémi Fraboulet : Boulom kozh - Pierre Bijouez : Charré sistr - Casimir Le Tarnec : Ar sistr nevez - Erik Marchand : Pardon Kleg
Hiziv ' eh aomp da genderc'hel get ur vicher 'rall ! Ni ' selaouay doc'h 4 den a zo bet kalvez, pe charpantour 'el ma vez lâret e tachadoù ' zo. A-gentañ e klevahemp Arsène ar C'hrom, aterset da Monique ar Boulc'h er blez 1991 e Kerfourn, ni ' gendalc'hay get Andre ar Beleg enrollet er blez 1993 er memes kêr 'el Arsène ha ni ' achivay an abadenn get Yves Ponner hag Albert Regnier aterset c'hoazh get Monique e Neulieg er blez 1998. Sonennoù : - Engelwood - Childhood - Casimir Le Tarnec- Ar verc'h a 17 vlez - Alffa - Creadur - Perynn - Ma zadig-me - Gorka Suaia - Adoktrinatuak
Jo Le Gouic a St Tudal 'neus komañset da vout meliner get e dad, hag àr-lerc'h peisant met aterset eo bet get Monique e 1995 evit ur vicher arall : kizellour koed. . Tonioù : - Marie-Ange Conan : ar meliner yaouank - Barok : Menued ar rouanez - Barba Loutig : Laride - Talec-Noguet: ar gwin hag an tan