Kreiz Mintin

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Ar chervadoù

Ar chervadoù

13/04/2023

Antoine Jikel a Vihui-Lanvaos a gaoja ag ar feson 'base ar chervadoù gwezharall. Piv a gempenne ar chervad, petra 'veze debret, evet ha dañset.


Ar Brezel e Lostenk

Ar Brezel e Lostenk

13/04/2023

Hiziv e vo komzet ag ar vuhez durant ar brezel e Lostenk, e kompagnunezh André ha Marie-Louise Danigoù


Ar vuhez àr-lerc'h ar Brezel e Lostenk

Ar vuhez àr-lerc'h ar Brezel e Lostenk

13/04/2023

Hiziv e vo komzet ag ar vuhez just àr-lerc'h ar brezel e Lostenk, e kompagnunezh André ha Marie-Louise Danigoù, ho peus klevet dimeurzh dija. Losket eo bet ti ha tachenn Andre e achumant ar brezel, neuze ema bet ret dezhoñ ha d'e familh beviñ en ur varakenn e-pad dek vlez àr-lerc'h. Eñ hag e vaouez o deus kontet da Loeiz Konan penaos o deus bevet ar prantad-se.


Kadoerioù e Silieg

Kadoerioù e Silieg

13/04/2023

Ni ya da gaojal diàr-benn ar c'hadoerioù hiriv, get André ar Pañs, a Silieg.


Jeanne Kerbellec, Malguenac

Jeanne Kerbellec, Malguenac

13/04/2023

Ni vo hiriv e Malgueneg e kompagnunezh Jeanne Kerbelleg. 9 vlez zo e partiet he den ha ne gaoja ket ken ba breton kalz. Neoazh, he voizinez vihan zo e skol diwan e Pondi hag an daou a gomz breton ur wezh an amzer. Hiriv e ramp konaisañs, o komz diàr he buhez hag ar labour. En eil lodenn ag en abadenn 'vo klevet un abadenn doa Marie-Laure Groix savet get Phillippe Beller, hag a oa adjoint er blead 98, e Malguenag.


Faota ket kaojal e breton !

Faota ket kaojal e breton !

13/04/2023

Hiziv e vo klevet Fine Kerzhero hag e merc'h Titine é komz ag o yaouankiz. Komzet vo ag ar skol, ag ar fed e oa difennet komz breton er skol, ha komzet vo ag ar boued a veze graet gete : kaot-mell, krampouezh, amanenn... E Landevan e oa bet aterset Fine ha Titine get Kartin Pasko, met 'd eo ket e Landevan emaint bet ganet ha desavet. Gouiet e vo hiroc'h gete da 11 eur en abadenn Kreiz Mintin !


Pichoned 2/2

Pichoned 2/2

13/04/2023

Dimeurzh paset ema bet skignet lodenn gentañ ur pennad-komz get Gilbert Pouedras a-ziàr ar c'hloumed, pe ar pijoned mar karit. An eil lodenn vo klevet hiziv. Komzet vo pasabl ag ar c'houldrioù, ar lojoù lec'h ma vez laket ar c'hloumed. « Colombier » vez lâret e galleg. Meur a sort kouldrioù a zo, hrevez an tachadoù, ha Gilbert en deus klasket gouiet penaos e vezent savet en amzer gwezharall. Doc'h mikro Loeiz Konan e ya da zisplegiñ deomp penaos vez graet ha da betra servij ur c'houldri.


Ur lomm laezh Bio

Ur lomm laezh Bio

13/04/2023

Laezh bio ho po ? Hiziv en abadenn Kreiz Mintin eh aomp d'ober un droiad en un dachenn bio e Kelenes, e parrez Klegereg. Get Gilles Auffret, mestr an dachenn, e vo displeget deomp perak en deus en em laket da broduiñ laezh bio, pesort loened en deus, petra vez raet dezhe da zebriñ, ha penaos vez aozet ar labour.


Atalier ur c'halvez

Atalier ur c'halvez

13/04/2023

Ni ya d'ober un dro a-barzh atalier Arsène Krom a Gerforn. Arsène 'oa kalvez ha eñ 'ouie toud anvioù ar benvegoù ewit labourat ar c'hoad hag en douar ivez.


Gloestraj

Gloestraj

13/04/2023

A-ziàr ar gloestraj e vo komzet hiziv, e kompagnunezh un den hag a zo sot get labour ar c'hoad. Cyr an Nozahig, pe an Noehig èl ma vez lâret, a zo bet menuzer a-hed e vuhez. Hag a-c'houde mard eo e retret en deus dalc'het da sevel gloestroù. Gober a ra marellerezh (« marquetterie » a vez lâret e galleg), savet en deus un aoter evit iliz Langedig, hag ur bochad traoù arall a zo bet graet getoñ c'hoazh. Tout en traoù-se en deus kontet da Loeiz Konan en abadenn-mañ.


Première Précédent Suivant Dernière