Daomp d'an Ardeven da selaou doc'h Simon Kerzerho. Getoñ e vo komzet ag ar Seizh-Sant, lec'h mand eo é chom, ag ar micherioù en deus graet, ag Enez-Groe, hag a-ziàr ar gevellerezh etre an Ardeven ha Sankt-Märgen e Bro-Alamagn. Sonerezh : José Calloc'h - buhez ar voraerion Kergozien/Durassier - kas-a-barzh Laride
Get Jo Morvant e vo lâret deomp penaos en deus desket ar brezhoneg, petra oa e vicher en Aljeri pa oa bet é labourat eno, ha lâret a ray un nebeud fablennoù e brezhoneg. Sonerezh : Skol ar luhern - un deiz ' oan é vale ar vreuder Mahevas - laride Triorezed - ar saboter-koed hanter-dro
Daomp da Langedig da gomz get Marc Brustiec a-ziàr ar brezhoneg. Eñ a lâray penaos en deus desavet e vab yaouankañ e brezhoneg, ha penaos en deus desket komz brezhoneg pa oa yaouank. Sonerezh : Erik Marchand ha Taraf Caransebes - kanenn ma mestrez Ruzerion Traoué - c'hoari merluti Dañs ar jeko - spurmant ar mor Ray Barretto - acid
Marc Brustiec a zo bet e penn ar strollad "C'hoarivari" e Langedig. Eñ a lâray penaos ema bet krouet ar strollad, penaos ema bet savet ar pezhioù-c'hoari... ha muioc'h c'hoazh. Sonerezh : Ruzerion Traoué - ar brizourezed Nicol/Le Forestier - la cabane dans les arbres Sharon Shannon - Sandy River Belle
An asosiasion Dastum deus savet un album nevez diàr-benn Bro Pourlet, (àr-lerc'h bout savet kani Bro Fisel ha Bro Menez). Ur bochad tud o deus labouret ewit sevel ar levr hag a ya get an albom; a-barzh e c'hellit lenn kaozoù ar c'hanennoù e breton ar vro hag e galleg, istoer ar vro, spered an dud, an traoù spesial get ar parlant ha lod kaer a draoù interesus kaer diàr-benn ar vro-se. Maxime Morvan Crahé, Monique ar Boulc'h ha Christian Rivoalen zo daet da RBG da gozeal ag an albom hag ar vro Pourlet !