Kreiz Mintin

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Jean-Yves Plourin - Lezenn Koedigoù

Jean-Yves Plourin - Lezenn Koedigoù

27/11/2024

Petra eo an diforc'h etre ur gwaz mat hag ur gwaz mat ? Petra dalv Lezenn Koedigoù pe c'hoarzh an SMS ?
Oet on da welet Jean-Yves Plourin, kelenner ba Skol Veur Brest ha ba e retret bermañ. Ni'beus kaojet a-zivout ar brezhoneg : ar liammoù, ar sandhi, ar liveoù yezh, hirded ar vogalennoù hag ur yoc'h traoù-erell.
Un abadenn kinniget get Jañlug er Mouel
Muzik :
ELOI - Soleil Mort
Manu Kerjean - Parrez Langoned
Le Bot / Chevrollier - Kas a-barh
Alim Qasimov + Alireza Ghorbâni - Chera Chera


Tresolioù Kreiz Minti - Julienne Le Borgne

Tresolioù Kreiz Minti - Julienne Le Borgne

11/10/2024

Ni zo vont de glevet ur vouez a gornad an Oriant. Julienne Le Borgne doe komzet da Loeiz Konan ag ar feson ma veze groet anaouedigeh tre an dud yaouank gwerall a-raok dimeziñ. He a gaojza ag ar gomzerion festoù. Ne veze ket kredet goulenn berped, ne veze ket lâret "ya" doc'htu, ne oè ket aes berped !
Muzik :
Julienne Bourdiec- Hag er lané oèn dimeet.
Louise Galliot - En hoant diméein
Etienne Pallec, Louis Nicol, Jo Mourriec - ma faot deoh me demein.


Alan Goulven b'an Itali - Lodenn 1

Alan Goulven b'an Itali - Lodenn 1

11/10/2024

Ni ya da barez Landaol hiriv da welet Alan Goulven. Eñ a vourra voyajiñ. Oet eo daou vlez zo d'an Itali ha kountañ a ra deomp pezh neus gwelet aze. Ni zo vont da gaojal b'an abadenn mañ diàr kerioù Palmanova, Venizia, Milano ha Trieste !
Muzik :
Skolvan- Boules et Guirlandes
SkeeQ - randig Älg Marsch
Serot Janvier & la groove cie - Tourdec
Canzionere delle Lame - son la mondina


Yvette Lhomme a Golpoù

Yvette Lhomme a Golpoù

19/09/2024

Me 'meus c'hoarzhet ! Oeit on doc'h tu Kolpoù da welet Yvette Lhomme. Ha ni'beus bet bourrabl !! Honnezh zo ge ha lan a joe. Ma'lar deoc'h !
Ni 'beus kemeret amzer eit kaojal a-ziàr :
---he bugaleaj ba Genin
---he boiaj da Baris hag he buhez labour
---ar retret ba Breizh
---ha traouigoù-erell
Muzik :
---Yvette Lhomme - Frankadoull
---Allen - Cobradores de Impostos
---Derdiyoklar - Dam Ustunde Uzun Uzun Bacalar
---Duo Kalanso - Coeur Navigant
Un atersadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel


Marcel Le Masson

Marcel Le Masson

09/09/2024

Marcel Le Masson zo ganet ba Kergrist ba 1933. Marcel n'en deus ket kaozeet galleg a-raok en deus bet 8 vlez a-gaoz eo chomet get e vamm-gozh ha n'he doe ket c'hoant de gas anehoñ d'ar skol ! Marcel a gontañ an dra-se deomp hiriv.
Photo : Claire Le Masson (mersi bras dezhi !)
Muzik :
Peutêtrejeanne : Palco Quatro
Chomel rei en douar
N'hellan ket mui me mamm
Les Frères Quéré - Suite Montagne_Ton diwezhañ _ Ar serjant major (1996)
Ad Vielle que Pourra : Kas a-barzh
Carré Manchot : Kost-a-c'hoed


Anna a Laoulan - ar C'hambodj

Anna a Laoulan - ar C'hambodj

28/05/2024

Graet eo bet tro ar bed get Anna a Laoulan. Kustumet eo da vont d'ar C'ambodj lies a-walh. Kaojet vo geti a-ziàr benn ar boued, ar pimant, ar moto, Gouil an Dour ha traoù-arall.
Muzik :
The Cambodian Space Project - 5 Lady Cows
Denise Noaye - O Laoulan
Sochi - Lazy Husband Blues
Veillon + Petri - Koriezdeki
Huab vwj + Selena Lor - Roj Dab Nqus Ntshav


Trezolioù Kreiz Mintin - Arsène Le Crom

Trezolioù Kreiz Mintin - Arsène Le Crom

07/05/2024

Archiv un abadenn enrollet get Monique Le Boulch e 1995. Arsene Le Crom a Gerfourn oe kalve. Kaozet vez geton a-ziàr benn an oustilhaj hag e vicher.


Fulup Vouadec - Gober bourrabl get ar c'hezeg !

Fulup Vouadec - Gober bourrabl get ar c'hezeg !

17/04/2024

Fulub Vouadec hag e familh emañ é chom ba'ar Faoued.Un dachenn lec'h ma vez kavet pemp jao hiriv an deiz. Pa oe yaouañkoc'h a oe kustumet da vont da voyajiñ dre Vreizh eit ar vakañsoù get ar familh, ar c'hezeg, ur c'harr hag e voisined. Ur sapre avañtur !


Trezolioù Kreiz Mintin - Spontailh ha torfedoù

Trezolioù Kreiz Mintin - Spontailh ha torfedoù

10/04/2024

En abadenn hiriv e klevim tud o kojal djar-benn tasmantoù, spontailhoù, spormantoù ha torfedoù.
Da gomañs vo Loeiz Konan get Louise Cadoret a Bluwignér hag àr lerc'h vo Loeiz get Pierre Jan a barrez Guern ewid kojal diàr-benn Diaoul Lokmeltro hag Hélène Jegado.
MUZIK :
- Mathurin Le Gallic - Pe basan er gêr man.
- Joel L'hermitte - Bonsoir Margaridig
- Pierre Jan - Diaul Lokmeltro
- Cabaret/Rocher/Thévenard - Tekez


Trezolioù Kreiz Mintin : Ar Vellad

Trezolioù Kreiz Mintin : Ar Vellad

09/04/2024

Ni zo vont da Langidig hiriv get Loeiz Konan. Eñ noa aterset Emile Huchon, hag Armel ha Henriette Bruchec. Int 'gaoje diàr-benn an c'hoari hag a veze c'hoariet turand ar brezel ; ar vellad, petamant "la soule" ba galleg.
Muzik ;
Denig Yaouank Desidet
Yves Le Cam- De bon matin je me suis levé
Nicole Padellec - Mab er galleu a Benn er pont
Isabelle Kidu - Er plah é prizon
Le Gall - Carré - Elya Disoursi
Limaj :
"Le combat de la Soule" d’Alexandre Bouët et Olivier Perrin, « Breiz-Izel ou Vie des Bretons de l’Armorique »,


Suivant Dernière