Dielloù Radio Kreiz Breizh

Radio Kreiz Breizh

Lien copié dans le presse papier.

Sant-Gireg gant Eujeni Tannou deus Perroz

Sant-Gireg gant Eujeni Tannou deus Perroz

13/04/2023

Un istor kontet e-kerzh ur c'hoñkour kontadennoù a oa bet en Gwengamp er bloaz 1987.


Bep Sul a-raok kreisteiz, fest-deiz war RKB !

Bep Sul a-raok kreisteiz, fest-deiz war RKB !

13/04/2023

Arri oa poent diboultrennañ kasetennoù kozh ar radio ha dresañ ar c'hozh mekanik barrek da lenn anezhe ! Gwiskit ho kasketenn ha lakit ho potoù skañv ba ho treid hag an traoù en-dro... ha bec'h d'an dañs war son an amzer dremenet hag an amzer da zont ! Sonerezh, kanaouennoù, kan-ha-diskan, a-sort ma vo skrapet ha diskrapet tu diabarzh ho tivskouarn ha ma chomo ouesk an dud war o divc'har ! Mouezhioù koant, pozioù distaget evel zo gleet evit plijadur vras ar skouarnioù sklintin ! Berr-ha-berr, teñzorioù ar vro... Bep Sul etre 10e30 ha kreisteiz (war RKB!), aze 'mañ ar mare, da c'hoari las, da zañsal, da chom boemet gant memor kanet ar vro !


Teir blac'h yaouank gant Yann-Fañch Kemener

Teir blac'h yaouank gant Yann-Fañch Kemener

13/04/2023

Teir blac'h yaouank kanet e-kerzh Kan ar Bobl Duod er bloaz 1987.


Istorioù Pierre Ollivier

Istorioù Pierre Ollivier

13/04/2023

"Ar melour" gant Pierre Ollivier deus Plusulian, enrollet gant Herve ar Beg e miz Here 1996.


Person an Drinded gant Yann-Fañch Kemener

Person an Drinded gant Yann-Fañch Kemener

13/04/2023

Ouzhpenn bezañ ur c'haner dispar e oa ivez Yann-Fañch Kemener ur c'honter ampart ken e oa. Enrollet e oa bet gant Radio Kreiz Breizh e miz Kerdu 1993 e-kerzh ur veilhadeg a oa bet e Ti Pikouz, un ostaliri e-kreiz al lannioù, war barrouz Sant-Nigouden. Kontañ a ra deoc'h ar pezh a oa arriet gant person an Drinded... Ar gontadenn-se a gavfet ivez e-barzh al levr "Yann-Fañch Kemener, War heñchoù ar c'hontadennoù", embannet gant Yoran Embanner e 2014.


Fulup ar skañv (Jermen Boutier)

Fulup ar skañv (Jermen Boutier)

13/04/2023

Ur gontadenn kontet gant Jermen Boutier.


Donatien Laurent

Donatien Laurent

13/04/2023

Ur pennad-kaoz gant Donatien Laurent diwar-benn Ar Falc'hon. Lârout a ra ivez penaos 'neva dizoloet karnedoù Kervarker.


Jermen Boutier

Jermen Boutier

13/04/2023

Pennad-kaoz gant Germaine Boutier.


Jean-Yves Lagadeg

Jean-Yves Lagadeg

13/04/2023

Ur pennad-kaoz diwar-benn geriadur unyezhek An Here.