En ho abadenn ho po tro da glevet - Louis Bocquenet hag e sav poent war ar gouennelouriezh e bad ar vell-droad ouzh mikro Yuna Cojenan eu sRadio Bro Gwened - Ar gronikenn 2vn 'vit kompren gant Benjamin Bouard - Dizoloet vo lec'hioù a-bouez d'ur Roazhonad penn-kil-ha-troad Yowan Denez - ha tro ho po da selaou ouzh ur strllad naonedad a dremenon en Trans musicales Mad Foxes
- Atersadenn Marc-Antoine Olivier e karg brudañ ha skigañ binviji savet gant Bretagne Culture Diversité a lar deomp hiroc'h diwar-benn ar gevredigezh hag an diskouehzadeg da welet er greizenn Yezhoù ha Sevenadur e Sant-Ervlan. - Graet e vo anaoudegezh gant an davarn kevredigezhel Le petit R e staliet e Sant-Ervlan gant ar gronikenn Buhez Bro Naoned. - Trede lodenn an heuliadenn gant Yowan Denez. - Ar strollad synth-punk a vro Naoned : Puissance Cube.
- Atersadenn Yvon Bourles diwar-benn e gevredigezh Mira Baï a ginnig kentelioù dañs indezat e Roazhon. - Ar festival Les Utopiales dalc'het e Naoned bep bloaz da ziskoachañ er gronikenn Diskouezh Din. - Pevare lodenn an heuliadenn gant Yowan Denez. - Ur ton nevez da selaou gant ar strollad Puissance Cube.
- Yuna Bimont-Chauveau a zispleg da Morgane Cotten peseurt hent he deus dibabet goude bezañ tapet e vachelouriezh e miz Even 2021 - Ar gronikenn Ouzhpenn ar Vretoned zo gant Benjamin Bouard : Ar Yezhoù relijion - Heuliadenn war ar stourmoù : Raktres Aerborzh Kernitron-al-Lann gant Gwenola Kerreg. - Ar strolladoù sonerezh a-vro Roazhon da ziskoachañ er Festival les Transmusicales gant Morgane Cotten : ar strollad Gwendoline
Tarzh an Noz fenoz : - Kaoz e vo eus an RCK Roazhon Celtic Kop asambles gant Tangi Poisson - Rann kentañ omp heuliadenn a vo da selaou a-hed ar sizhun : Gweladennet e vo ker Roazhon a-dreñv daoulagad Dorian Clerbois - Kaozet e vo eus ar black indians er gronikenn Ouzhpenn ar vretoned 'zo gant Benjamin Bouard. - Hag evit echu an abadenn bep sizhun e lako war-well Marianne ur strollad a sant Ervlan : After the bees
- Kaoz vo deus an distro skol-veur gant ur Ewen Dubée studier e skiant-po ouzh mikro morgane Cotten. - Ar gronikenn Diskouezh 'Din gant Morgane Cotten diwar-benn ar festival Dangereuses Lectrices. -Testenioù Maouezed : Danielle Padel - Hag an ton Cabeza deus ar rapour OBOY adkemeret gant Jeanne Bonjour.
- Atersadenn Paskal Nignol, hanterour sevenadurel ar Maezioù Frank e Roazhon a lar deomp hiroc'h war an diskouezhadeg luc'hskeudennoù gant ar poltreder Stéphane Lavoué. Ha diskouezhadegoù all da ziskochañ dre mirdi Breizh pe ti ar skiantoù. - Ar gronikenn div vunutenn evit kompren gant Morgane Bramoullé : Penaos e varvo an heol ? -Testenioù Maouezed : Liza Jakez-Vargas, kelennerez war ar brezhoneg er gevredigezh Kentelioù an Noz. - Hag un ton all gant Jeanne Bonjour
- Ar rapour Snoopy Snoop diwar-benn e vikstape Movies. - Ar gronikenn Labous Web gant Gwenn Meynier : An traezoù kennasket -Testennioù Maouezed : Léa Pennober en karg eus an tutañ etrebroadel er skol Audencia e Naoned - An ton Cancale gant ar ganerez Jeanne Bonjour kinniget deomp gant Morgane Cotten
-Cédric Choplin, mestr-prezegenner e skol-veur Roazhon 2 a vo klevet diwar-benn an distro-skol ha diwar-benn ar greizenn enklaskoù brezhonek ha keltiek. - Peseurt talvoudegezh a zo gant ar bleunioù hag ar plantoù en ul liorzh ? Ar respont gant Léo Géfard-Michel evit ar gronikenn Desaver Buzhug. - Testennioù Maouezed : Alixia Thuau e karg deus ar c'hehentin en Ajañs Sevenadurel Breizhek e Naoned. -Hag an ton Mood kanet gant Jeanne Bonjour da ziskoachañ.