Pennad-kaoz ar sizhun

Radio Kreiz Breizh

Lien copié dans le presse papier.

Atlas ar bedoù faltaziet

Atlas ar bedoù faltaziet

04/06/2024

Atlas ar bedoù faltaziet setu ur stumm levr dibar, bras-tre, savet gant kartennoù bedoù ‘vel reoù Narnia, an Hobbit hag all. Kartennoù treset gant Kristian Goindin ar bloaz paset mes o c’houzout e oa sorc’hennet gant sonj al levr-man abaoe meur a vloaz. Kroget en doa da fetisaat an afer gant Olier Clainche, ha dilaosket pa oa marv e vignon. Jerom Olivry a labour e ti-embann Al Liamm, ha dre ma ‘n eus skrivet levrioù fantasy e oa deuet poellek dezhan ha da Gristian labourat asambles evit sevel an atlas-man. Choazet dek skrivagner.ez gante, displeget peseurt perzh o deus bed el lennegezh fantasy, treset ar c’hartennoù bras meurbet ha troet anvioù ‘zo e brezhoneg.
Jerom Olivry deus Al Liamm, skrivet gantan Zadbora hag Ouzh skleur an noz, a zo desket mat war al lennegezh fantasy evel lenner ha skrivagner.


Stourm ha bezañ kenskoazell gant ar Balestinianed

Stourm ha bezañ kenskoazell gant ar Balestinianed

18/04/2024

Ur pikol bered eo deuet da vezañ bandenn Gaza diwar c’hwec’h mizvezh a vrezel gant Izrael. Ouzhpenn daou vil ha tregont a dud zo bet lazhet eno. Kenderc’hel a ra ar sikourioù etrebroadel da vezañ stanket. Hag emañ e sell bepred Benyamin Netanyahou, penn gouarnamant Izrael, da lakaat e grabanoù war Rafah, ar gêr e kreisteiz ar strizhenn e-lec’h ma chom enket ur milion hanter a Balestinianed. Ur mennad da c’houlenn « un harz-tennañ diouzhtu » oa bet votet dilun penn-sizhun gant Kuzul Surentez an ONU. Met hennezh n’en deus bet efed ebet war an dachenn.

Pennadoù-kaoz gant mistri-skol, Nolwenn ha Yann-Reun, ha Klaod an Intañv, besprezidant AFPS Bro-Dreger.

Paret eo ar selloù war bandenn Gaza met abaoe miz Here eo stankoc’h ar gwaskerezh war an douaroù hag an dud e Sisjordania okupet ivez. Ouzhpenn 460 a Balestinianed zo bet lazhet eno dindan 6 mizvezh. Ur c’hant bennaket a vugale en o-mesk. Kuit da chom seizet gant ar glac’har o deus tud eus kreiz Breizh divizet sikour peizanted eus Sisjordania da genderc’hel da labourat o douaroù a-benn kas ur stourm habask evit talañ ouzh an drevadennerien. Dre ar greizenn sevenadurel Al-Shmoh e vo rekouret un toullad mat a beizanted da c’honit o bara war-dro da gêriadenn Al-Ma’asara, e kreisteiz Betlehem. Displegadennoù gant Jeannot Flageul ha Mari-Hélène Cosqueric, eus ar gevredigezh Frañs Palestina Kenskoazell.

Ma faot deoc’h reiñ gwenneien d’ar raktres, [ kit war ar bajenn Helloasso krouet gant Kevredigezh Frañs Palestina Kenskoazell kreiz Breizh] (https://www.helloasso.com/associations/association-france-palestine-solidarite-groupe-local-centre-bretagne/formulaires/1) .

Pennadoù-kaoz gant Tomaz Laken


Kleuzioù ha girzhier en arvar

Kleuzioù ha girzhier en arvar

22/03/2024

Emañ bro an Argoad o cheñch dremm penn da benn... Diskar ar c’hleuzioù hag ar girzhier, sell aze danvez enklask nevez Splann ! Sellet o deus kazetennerien.ezed ar media dizalc’h a-dostoc’h ouzh an traoù d’esa kinnig ur sell klok war ur sujed a-vremañ. Talvoudus-bras eo ar c’harzhaoueg evit ar vevliested hag a-enep direizhamant an hin. Met koustus eo ober war he zro ha pouezañ a ra ar c’houst-se war ur rumm tud hepken koulz lavaret : al labourerien-douar. Daoust d’ar reolennoù ha lezennoù ec’h a war fallaat stad ar girzhier er vro. Juliette Cabaço-Roger, eus Splann, he doa lavaret hiroc’h deomp war an enklask a oa bet embannet e fin miz C’hwevrer. [« Bocage : la fin d’un paysage », un enklask gant Yann-Malo Kerbrat ha Nolwenn Weiler da lenn e brezhoneg war splann.org !] (https://splann.org/br/degemer/)

War-dro hanter-kant a dud a oa bet bodet e Kallag d’ar sadorn 24 a viz C’hwevrer gant « Kleuzioù ». Da vont d’ober ar strollad-se e oa en em unanet meur a strollad eus ar vro e 2022, difennerien an argoad eus Kallag, Sant-Vaeg, Speied, Sant-Nikolaz, Berrien, pe c’hoazh eus Bro-Leon. E penn kentañ miz C’hwevrer dija e oa bet aozet un devezh war sujed e Sant-Nigouden gante. Dalc’het e vez da zispenn kleuzioù ha girzhier e pep lec’h er vro. Distrujoù graet e-maez al lezenn gant un nebeud hiniennoù alies, hervez tud ar strollad, a c’houlenn ur moratouar war an diskar kleuzioù. Reportaj gant Gi Yonkour, bet veterinaer e kanton Kallag, hag Erwan Puillandre, eus Kleuzioù Speied.

Pennadoù-kaoz gant Tomaz Laken



Juluan ar C'hozh, ur bloavezh e Jeorji

Juluan ar C'hozh, ur bloavezh e Jeorji

05/03/2024

Komz eus broioù pell e brezhoneg penn da benn, sell aze ar pezh a oa bet graet e penn kentañ ar bloaz e Bear, e Bro-Dreger ! Ha kement-all a vo graet e pennad-kaoz ar sizhun-mañ ! Gant Juluan ar C’hozh, a zo a baouez tremen ur bloavezh e Jeorji hag eno en deus gwelet ha klevet a bep sort traoù ! Bet oa ivez oc’h ober un tamm tro en Armeni. Ha pedet e oa bet gant ar gevredigezh Hent Don da reiñ un tañva d’an dud eus buhez, sevenadur hag istor ar broioù-se e miz C'hwevrer 2024… A-drugarez d’an Europ e oa bet eno o labourat e-barzh un ti ar reoù yaouank.

Pennad-kaoz gant Tomaz Laken


Stourm al labourerien-douar

Stourm al labourerien-douar

20/02/2024

E miz Genver eo kommanset ur stourm peizanted e Bro-C’hall. Dirak ar prizioù o kreskin, dreist-holl an taos war ar GNR, ar paperachoù a chom da restan, ar reolennoù endro o krenvaat ha goproù ar peizanted o izelaat eo bet lanset e Bro C’hall ar stourm e Su Kornog ar vro. Gant daou raktres etrevroadel bras o luzian an afer : ar Mercosur, un emglev libr-eskemm da vezan sinet etre broioù Amerika Latina hag Europa hag ar Pakt Glas bet lakaet e plas e Europa abaoe 2019 evit bihanaat ar saotradur. Tamm ha tamm eo deuet ar stourm da vezan ledanaet ha kaletaet. E-kreiz ar gorventenn politikel-man eo bet graet div atersadenn gant Radio Kreiz breizh. Hini Olivier Charles, maer Bulat ha labourer douar. En oa gant ar sindikad FNSEA e Kallag o sevel ur c’hleunv betek Pont-Melvez. Tomaz Laken a oa bet o c’houlenn gantan perak e oa o vanifestin d’ar 1an a viz C’hwevrer. Deus noz e oa bet Gabriel Attal, ministr kentan nevez aïet er gouarnamant. Diskleriet en doa e vefe paouezet gant ar plan Ecophyto, roet arc’hant evit an taolioù diaes vel an dourioù beuz, ar gorventenn, votet a-enep ar Mercosur ha traoù all.
An deiz war-lerc’h e oa Maëlle Ausias bet o welet ar sindikad Confederation Peizant kerzh ur pred Mai Glazik aozet gante war kroashent tro Karaez. Graet ‘m eus anaoudegezh gant Loeiz-Per Kraz, bet peizant e Riec, ha Loeiz Stervinou, bet peizant e Sant Goazec.


Sachañ war an tortis er C'hoarioù Olimpek

Sachañ war an tortis er C'hoarioù Olimpek

15/02/2024

Gwelet e vo unan deus sportoù Breizh er C'hoarioù Olimpek e Pariz : sachañ war ar gordenn ! N'eo ket e touezh ar sportoù ofisiel e vo sachet war ar gordenn evel just : e kêriadenn ar c'hoarioù eo e vo diskouezet d'an holl dud o tremen. Un Tregerad an hini eo a zo a-dreñv an taol-kaer-mañ. Serge Falezan eo prezidant Kevredad Sportoù ha C'hoarioù Breizh. Labourat a ra eñ kalz da lakaat ar c'hoarioù breton d'ober berzh.


Masonerez ar glad - micher Koupaia Mahé oc'h adkempenn Chapel Sant-Gwilhom e Sant-Brieg

Masonerez ar glad - micher Koupaia Mahé oc'h adkempenn Chapel Sant-Gwilhom e Sant-Brieg

30/01/2024

Abaoe miz Even 2022 ez eus ur skipailh artizaned oc’h adkempenn Chapel Sant-Gwilhom staliet e kreiz kêr Sant-Brieg. Raktreset eo bet e vefe echu al labourioù penn-kentañ ar bloavezh 2026. E korn un hent dioto, stok da greizenn komersanted ar Maezioù, skoaz ouzh skoaz gant ur stal Kebab ha gant ur gwispiderezh peget war he moger, souchet mat eo ar Chapel-mañ. Perc’hennet gant kumun Sant-Brieg, divizet eo bet adkempenn anezhi peogwir oa aï hanter dañjerus ar savadur ha lous mat. Bet omp dreist ar voger koad a zo bet staliet tro-dro d’ar Chapel evit mont da atersiñ Koupaia Mahé, ur plac’h yaouank a labour war ar chanter, masonerez ar glad.


EVOR : un teul-film war ar Morbihan

EVOR : un teul-film war ar Morbihan

23/01/2024

Penaos kontiñ buhez ar vro dre ho taoulagad, d'an dud a zo o paouez erruout ?
Setu ur goulenn n'eus tapet kement a blas e spered ar soner Glenn Gouthe m'en deus kroget sevel ur raktres teul-film. EVOR a zo war ar stern. Glenn, deus Gourenez Hrewiz, a yelo da atersiñ tud o vevañ er vro, gant ur preder o sevenadur & o idañtelezh.
Un teul-film evit kontañ ar vro gant 52 vunutenn atersadennoù tud ar Mor Bihan evit komz deus ar vro, ha kontiñ piv int. Agathe Louis, Youena Baron, Guenael Denis pe Pierre-Yves Dagault a vo adkavet a-barh. En e deul-film, Glenn a ray pep tra : filmiñ, atersiñ, seveniñ, sevel muzik an teul-film ivez...


Friko, ur predti nevez e Gwimaeg

Friko, ur predti nevez e Gwimaeg

16/01/2024

«An ti roz», setu an anv a veze roet da ti bourk Gwimaeg a zo bet adkempennet evit staliañ ennañ ur predti. Friko a vo e anv, setu ar pezh a zo bet desidet gant Yoann Ar Puilh ha Dylan Simon an daou davarnour yaouank. Yoann a zo deus Bro Dreger, Dylan deus Bro Leon, kavet o deus ul lec’h evit n’em staliañ etre o daou vro genidik ha sevel ur raktres predti a blije dezho. Dylan Simon a zo ganeomp o kontañ deomp penn-kentañ an istor, penaos e blij dezhañ keginañ, penaos o deus kempennet an ti hag all. Bezit prest da glevet komz deus boued lipous !


Brezel Israel-Hamas

Brezel Israel-Hamas

18/12/2023

Diaes eo kaout ur sell hollek war tout pezh a c’hoarvezh, dreist-holl pa vez ken luziet an istor dibaoe krouidigezh stad Israel e 1948.
Klaod An Intañv a zo ezel deus ar Gevredigezh Frañs Palestina Kengred, an AFPS e galleg, ha kont a ra deomp ar sizhun-mañ un nebeut darvoudoù politikel a zispleg pezh a c’hoarvezh hiriv an deiz : dilennadegoù 2006, politikerezh al Likoud, respont ar broioù Europat hag all.


Suivant Dernière