Ar bed o treiñ

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Karr dre lien Gate

Karr dre lien Gate

13/04/2023

Distroomp war afer Christophe Galtier ha Kyllian Mbappé diwar-benn pennadoù-hent skipailh melldroad Pariz evit mont da c'hoari.


BBQ Gate

BBQ Gate

13/04/2023

Komzomp eus bombezenn Sandrine Rousseau gannadez ekologour diwar-benn arouez gourelezh ar barbecue hag ar c'hig.


Fulor e India !

Fulor e India !

13/04/2023

Fulor o sevel e India abalamour dieubidigezh 11 paotr hag a oa bet barnet evit ur gwall a-stroll ha muntroù.


ich bin ein hud im Berlin

ich bin ein hud im Berlin

13/04/2023

Chas e-leiz a gonter e Berlin. H aboazioù o mistri zo chenchet e-pad an enkañ, evel e Frañs.


Choual a ra ar plant

Choual a ra ar plant

13/04/2023

... pa vezont streset gant ar sec'hor, gant an troc'h....


ABT 2020 11 16 Ar football gouezelek sport politik

ABT 2020 11 16 Ar football gouezelek sport politik

13/04/2023

E karteroù unanour Belfast ez eus bet krouet nevez zo ur c'hlub sport divoutin: gantañ 'vo kinniget ar sportoù a denn da sevenadur Iwerzhon. Lâret evel-se ne gomprener ket re vat penaos e reer ur c'heloù eus kement-mañ: Ha sportoù an Iwerzhoned a vo pleustret e Belfast? Ha neuze? E-pelec'h emañ an dalc'h? Un taol dispac'h, ur sapre chenchamant eo: ar sportoù iwerzhonat ne gavent mui o flas en ur gêr brizhilhonet etre he c'harteroù katolik ha protestant, unanour pe republikan. Ar football doare Iwerzhon, ar football 'gouezelek', ur meskaj etre ar rubgy c'hoariet a 15 hag ar football boutin, setu ur sport ha ne veze ket graet anv anezhan ken e karteroù reter Belfast abaoe pell zo. Ne oa ket bet aozet ur c'hrogad pe ur c'hourdonadeg eus ar sport-mañ e Norzh Iwerzhon abaoe ouzhpenn 50 vloaz. Ar skipailh diwezhañ, hini Sant Colmcille 'oa bet divodet pa oa komañset prantad an Trubuilhoù e 1968 Pevar c'hant vloaz zo bremañ ma ne c'hoarier ket hurling eno kennebeut all.


An azened a 'a da goll e Burkina Faso

An azened a 'a da goll e Burkina Faso

13/04/2023

Araok 2015, e veze kaset e-tro 3.000 azen bep miz da lazhtiez Burkina Faso. E 2015, ez eus bet lazhet 65 000 loen dindan pemp miz. An niver a groc'henoù ezporzhiet a zo kresket a galz er memes mare ivez. E-pad trimiziad kentañ 2015 'oa bet kaset 1 000 kroc'hen azen d'an enstrenvro. En trimiziad diwezhañ er memes bloaz, 2015 ez eus bet ezporzhiet 18 000 kroc'hen azen. Da be vroioù? D'ur vro: Sina. A-ziwar ar c'hroc'hrenoù-se reer louzoù eno. Kig an azened a vez kavet mat da zebriñ ivez e rannvroioù zo eus Sina.


Treizhañ brav al laktoz en deus bet chenchet ar c'hevredigezhioù european

Treizhañ brav al laktoz en deus bet chenchet ar c'hevredigezhioù european

13/04/2023

5 000 bloaz zo 'oa bet kemmet buhan jenoù tud Europa dezhe da dreizhañ al laezh en oad gour. Ar chenchamant jenetek-se en deus bet permetaet dezhe da c'henel muioc'h a ziskennidi. Hiziv an deiz 'ra c'hoazh d'ar bras deustomp gouzañv al laezh hep bezañ klañv. Etre 70% ha 90% eus Europeaned ar C'hornog hag an Norzh a brofitfe eus ar c'hemm-se bremañ. Roet en defe 5 000 bloaz zo 4% muioc'h a chañsoù da gaout diskennidi.


Un uzin fritez skornet nac'het gant tud an Norzh

Un uzin fritez skornet nac'het gant tud an Norzh

13/04/2023

'Mersi, n'hon eus ket ezhomm' a lâr bremañ annezidi Dunkerque d'ar fritez. Eeunoc'h ez eo da batroned an uzinoù Clarebout Potates a lâront kaoc'h. Ar re-se zo touesk brasañ produerien fritez skornet er bed. Dilezet o doa dija ar soñj da zigeriñ un uzin e Beljia, pa oa savet kalz tud enep d'o raktres. Met ar gouarnamant gall en deus bet roet an aotre da gas o doser pelloc'h. Ha fachet eo an dud a ranko en em ober da doareoù an uzin-se.


Peseurt dregantad a vanifesterien evit un emsavadeg brav

Peseurt dregantad a vanifesterien evit un emsavadeg brav

13/04/2023

Ur geidenn a c'heller ober. Met ar sifr ne dro ket da reolenn kennebeut all.


Première Précédent Suivant Dernière